Mont d’an endalc’had

Kerzhadeg (atleterezh)

Eus Wikipedia

Unan eus diskiblezhioù an atleterezh eo ar gerzhadeg. Ret eo groñs d'ar genstriverien kerzhout hep redek e mod ebet : un troad, da nebeutañ, a rank bezañ a-stok ouzh al leur tra ma chom sonn-tre ar c'har harp (hep ma vije pleget he glin).

Div gevezadeg e kaver er C'hoarioù olimpek hañv kement hag er c'hampionadoù atleterezh meur, an 20 km (kerzhadeg) evit ar baotred hag ar merc'hed hag an 50 km (kerzhadeg) evit ar baotred hepken.

Kenstrivadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e vezont war roudenn (dindan 10 kilometr) pe war hent en tu hont da 10 km.

Kib gerzhadeg ar bed, renet gant an IAAF (Kevredigezh etrebroadel ar c'hevreadoù atleterezh), zo ur genstrivadeg hag a vez dalc'het bep eil bloaz.

Yohan Diniz en Osaka (2007)

E-pad ur gevezadeg e vez ret kaout tri barner da nebeutañ kement hag ur pennvarner hag a raio gant o daoulagad hepken ha gant benveg all ebet. Pep barner en deus div gartenn velen en e gerzh, an eil disheñvel diouzh eben. An hini gentañ, ul linenn pevarzorret arouezet warni, a dalv kement ha kastizañ un atleter(ez) en/he divije kerzhet hep bezañ a-stok ouzh al leur. Hag eben, ul linenn daoudorret arouezet warni, a dalv kement ha kastizañ un atleter(ez) en/he divije kerzhet hep na vije sonn-tre e c'har/he gar harp. Padal, ne vez ket ret d'ar varnerien ober gant ar gartenn velen dre ma c'hallont implijout ur gartenn ruz ivez : ma kav dezho ez eus bet graet ur fazi meur gant an atleter(ez) pe ma kendalc'h hemañ/homañ da gerzhout er-maez ar reolenn goude bezañ tapet ur gartenn velen kent ; ret e vez d'ar barner kas keloù d'ar pennvarner neuze. Ne vez ket diskouezet ar c'hartennoù ruz d'an atleter(ez), met gallout a ra gouzout dioute dre un daolenn-skritellañ pe digant ar pennvarner. Lakaet e vez un atleter(ez) er-maez ar gevezadeg goude bezañ paket teir c'hartenn ruz. N'hall ket ur barner reiñ ouzhpenn ur gartenn ruz d'un atleter(ez), ar pezh a zispleg mat abalamour da betra e vez ret kaout tri barner da nebeutañ.

Ne vez ket dibaot bezañ diberzhiet da geñver kevezadegoù uhel al live anezhe. C'hoarvezet e oa bet e Sydney gant an Aostralianez Jane Saville tra m'edo o vont da c'hounit redadeg C'hoarioù olimpek hañv 2000...ur c'hant metr bennak diouzh al linenn degouezh.

An dek gwellañ kerzher(ez) er bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
AmzerAtleterBroLec'hDeiziad
1e16'43Sergei Morozov RusiaSaransk8 a viz Mezheven 2008
1e17'16Vladimir Kanaykin RusiaSaransk29 a viz Gwengolo 2007
1e17'21Jefferson PérezBanniel Ecuador EcuadorPariz23 a viz Eost 2003
1e17'22Francisco Javier FernándezBanniel Spagn SpagnTurku28 a viz Ebrel 2002
1e17'23Vladimir Stankin RusiaAdler8 a viz C'hwevrer 2004
1e17'33Nathan DeakesBanniel Aostralia AostraliaCíxī23 a viz Ebrel 2005
1e17'41Zhu Hongjun SinaCíxī23 a viz Ebrel 2005
1e17'46Julio René MartínezGuatemala GuatemalaEisenhüttenstadt8 a viz Mae 1999
1e17'46Roman Rasskazov RusiaMoskov19 a viz Mae 2000
1e17'53Cui Zhide SinaCíxī23 a viz Ebrel 2005
1e17'56Alejandro LópezBanniel Mec'hiko Mec'hikoEisenhüttenstadt8 a viz Mae 1999
1e18'04Bo Lingtang SinaBeijing7 a viz Ebrel 1994
AmzerAtleterBroLec'hDeiziad
3e34'14Denis Nizhegorodov RusiaCheboksary11 a viz Mae 2008
3e35'47Nathan DeakesBanniel Aostralia AostraliaGeelong2 a viz Kerzu 2006
3e35'29Denis Nizhegorodov RusiaCheboksary13 a viz Mezheven 2004
3e36'03Robert KorzeniowskiBanniel Polonia PoloniaPariz27 a viz Eost 2003
3e36'06Yu Chaohong SinaNanjing22 a viz Here 2005
3e36'13Zhao Chengliang SinaNanjing22 a viz Here 2005
3e36'20Han Yucheng SinaNanjing27 a viz C'hwevrer 2005
3e36'42German Skurygin RusiaPariz27 a viz Eost 2003
3e37'09Alex Schwazer ItaliaBeijing22 a viz Eost 2008
3e37'26Valeriy Spitsyn RusiaMoskov21 a viz Mae 2000
3e37'41Andrey Perlov Soviet Union Leningrad5 a viz Eost 1989
3e37'46Andreas ErmAlamagn AlamagnPariz27 a viz Eost 2003
3e37'58Xing Shucai SinaNanjing27 a viz C'hwevrer 2005
AmzerAtleterezBroLec'hDeiziad
1e24'50Olimpiada Ivanova RusiaAdler4 a viz Meurzh 2001
1e25'18Tatyana Gudkova RusiaMoskov19 a viz Mae 2000
1e25'20Olga Polyakova RusiaMoskov19 a viz Mae 2000
1e25'29Irina Stankina RusiaMoskov19 a viz Mae 2000
1e25'59Tamara Kovalenko RusiaMoskov19 a viz Mae 2000
1e26'22Wang Yan SinaGuangzhou19 a viz Du 2001
1e26'22Yelena Nikolayeva RusiaCheboksary18 a viz Mae 2003
1e26'23Wang Liping SinaGuangzhou19 a viz Du 2001
1e26'28Irina Pudovkina RusiaAdler12 a viz Meurzh 2005
1e26'35Liu Hongyu SinaGuangzhou19 a viz Du 2001