Kenderv
Neuz
Kenderv un den eo mab e eontr (pe yontr) hag e voereb, eus e savboent. Eus savboent e dad pe e vamm e vo graet niz pe nizez eus ar memes den.
Stummoù all ar ger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kendirvi eo ar furm lies; keniterv (kenitervez e doare Treger) ar furm wregel.
Kendirvi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a seurt kendirvi zo, hervez an derez a gerentiezh, pe a genderviezh:
- Komzet e vez eus kendirvi-gompez, pe "kendirvi gentañ" pa gomzer eus kerentiezh etre bugale daou zen, breudeur pe c'hoarezed, hag o deus ar memes tad-kozh ha mamm-gozh.
- Eil kendirvi eo bugale-vihan ar eontred pe moerebed
- Kendirvi bell eo ar gerent a zo bugale da gendirvi.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hiz e oa dimeziñ etre kendirvi e broioù ha tiegezhioù uhel zo, evel Bourboned Spagn. Kenwadelezh a voe da-heul.
Pobloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa gomzer eus pobloù e lavarer a-wechoù int breudeur, pe gendirvi. A-wechoù e lavarer diwar-benn Iwerzhoniz int kendirvi d'ar Vretoned, evel ma lavarer diwar-benn Kembreiz ez int breudeur.
Pep den zo kenderv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hiz zo e brezhoneg Gwened, d'ober kenderv eus pep paotr. Kement-se a weler el levr Yann ar Baluc'henn, gant Job Jaffre.
Kendirvi brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Euristeüs, kenderv da Herakles, a roas dezhañ daouzek trevell da ober.
- Elesbed, mamm Yann ar Badezour, a oa keniterv da Mari, mamm Jezuz. Lavaret e vez ivez e oa kenderv Yann da Jezuz.
- Salaun, roue Breizh, a lazhas e genderv Erispoe.
- Pons, penntudenn ar romant Le Cousin Pons, gant Honoré de Balzac.
Krennlavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kenderv-kompez pa bresti, Mab ar c’hast pa c’houlenni.