Mont d’an endalc’had

Kenan an Habask

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Kenan an Habask, Kenan Labasque er marilhoù ar boblañs, bet ganet e 1988 e Kemper, zo ur c'hazetenner hag un teulfilmer brezhoneger a aoz e galleg koulz hag e brezhoneg.

E familh zo bet gouestlet evit implij ar brezhoneg, hag Anna-Vari Kernalegenn ha Padrig an Habask o deus desavet o femp bugel e brezhoneg. Harpet o deus da sevel Skol Diwan Kemper ha kaset o c'hrouadurien da vezañ kelennet eno. Pelloc'h ez eas an tad da rener Skolaj Diwan Kemper.

Mont a reas Kenan an Habask da Ensavadur skolveuriek an deknologiezh e Lannuon evit kaout un aotreegezh vicherel war ar c'hazetennerezh, ha goude stajoù evit labourat gant kelaouennoù brezhonek ha gallek en deus tapet e ziplom kazetenner goude ur staj stummadur er Journal du Pays basque.

Aozer teulfilmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2015 ec'h aozas un teulfilm diwar-benn ar marc'hhouarner breizhat Warren Barguil, a oa gant Tro Bro-C'hall. Labourat a reas evit sevel poltredoù filmet war meur a redadeg sport e Bro-C'hall, a zo bet skignet war Frañs 3 Breizh peurvuiañ, koulz ha war Tébéo, TébéSud ha KulturBretagne (KuB).

Sevel a reas poltred filmet Paul Molac.

E 2022 ec'h aozas gant Thierry Salvert Et en plus, ils dansent !, un enklask filmet diwar-benn an diac'hinad etre ar skeudenn lakaet war dañserien an dañsoù Breizh a c'hellfe bezañ tud dic'hizet ha o c'hendoujañs ouzh o izili heñvelrevel.

  • Paul Molac
  • Daou vreizhad e Pariz
  • Warren Barguil, en route vers les sommets, 2016
  • Treizhourien, gant Thierry Salvert, diwar-benn kelc'h keltiek Korriged Ker Is Douarnenez
  • Hans
  • Radio Naoned, quelle aventure ! gant Anna Gouerou ; skignet e 7 degouezh war Bali Breizh e 2020
  • Et en plus, ils dansent !, gant Thierry Salvert

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]