Mont d’an endalc’had

Kazh loupard

Eus Wikipedia
Kazh loupard

P. bengalensis


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Prionailurus
Anv skiantel
Prionailurus bengalensis
(Kerr, 1792)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hazh loupard (Prionailurus bengalensis) a zo ur bronneg gouez bihan eus gevred Azia.

A-vent eo gant ur c'hazh doñv. Diforc'hioù rannvroel bras a zo avat. En Indonezia e vuzuilh war-dro 45 cm gant ul lost 20 cm tra ma vuzuilh 60 cm e rannvro an Amour. E vlevenn vrizhellet zo melen gant spesadoù ar su, met da wenn-arc'hant ez a gant spesadoù an norzh. E vruched ha lodenn izelañ e benn zo gwenn.

Un aneval-noz eo. Hemolc'hiñ a ra evned, krignerien, pesked ha bronneged bihan. Pa antre e-barzh ur gêriadenn e c'hell tagañ ar pennoù-yer. En e-unan e vev, nemet da vare ar gouennañ. Etre 2 ha 4 c'holen o devez ar parezed goude un dougen 65 devezh.

Ar c'hazh loupard a vev e koadegoù dreist-holl, ha betek 3 000 metr uhelder. Bevañ a ra e-kichen an dour daoust na neuñv ket gwall alies. Pignat a ra mat-tre.

Ar c'hazh loupard a c'hell gouennañ gant ar c'hazh doñv: kazh Bengal a reer eus an hiron. Heñvel a-walc'h eo ouzh ar c'hazh loupard met kalz aesoc'h da zamesaat eo.



Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]