Kazh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kazh doñv)
Kazh

Kazh ti
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Isskourad : Vertebrata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Felis
Anv skiantel
Felis silvestris catus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hazh (liester kizhier), pe kazh doñv, a zo ul loen-ti doñvaet gant an dud a bell zo. Flour eo e vlevenn. Miaoual a ra ha rouzmouzat, pe lavarout a ra e bater. Brudet eo ar c'hizhier da logota. Kelinañ a ra ar gazhez.

Skiant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bronneg bihan eo, ha kigdebrer, hag an hini anavezetañ eus ar c'hazheged. Renket e vez er c'herentiad Felidae hag en isspesad Felis silvestris catus p'eo bet e c'hourdad ar c'hazh gouez (Felis silvestris).

Bevañ a ra ar c'hazh nes-tre d'an den abaoe 3.500 vloaz d'an nebeutañ pa implije Henegiptiz kizhier a-leizh evit diwall o grignoloù diouzh al logod ha diouzh ar c'hrignerien all. Bremañ eo deuet ar c'hazh da vezañ al loen ti stankañ.

Enrollet e vez lignezoù kizhier 'zo evit ma vefent disklêriet evel kizhier a-ouenn hag ar marilh a vez anvet ar pedigree (ger saozneg). Kenstrivadegoù etre perc'henned ha saverien-kizhier a vez aozet evit keñveriañ al loened ha dibab pere a zo an nesañ d'ar patrom termenet evit pep gouenn pe pep isgouenn. Koulskoude, nebeutoc'h eget 1% eus niver an holl gizhier a zo loened a-ouenn.

Renket e vez ar c'hizhier all etre kizhier ti hir o blev ha kizhier ti berr o blev.

Dezverkoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzhioù ar c'hazh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouez ur c'hazh a vez etre 2,5 ha 7 kilogramm (ral a wech en tu-hont da 10 ha betek 23 pa vezont dreistvaget). Bezañ dreistvaget n'eo ket mat evit yec'hed ar c'hazh hag en deus ezhomm bras da bleustriñ e gorf ha da gaout ur reol-voued aozet mat, dreist-holl pa vez miret ar c'hizhier er gêr. Ar c'hizhier bihanañ eo re ar ouenn treid-du (war-dro 2 gilogramm).

Pa vezont dalc'het e-barzh an tiez e c'hell ar c'hizhier bevañ e-pad 15-20 vloaz, hag anavezout a reer ur c'hazh hag en deus bet bevet betek 36 vloaz. Bevañ a ra pellikoc'h peurliesañ ar c'hizhier ti pa ne vezont ket aotreet da vont er-maez (izelaet eo an arvar diwar emgannoù ha gwallzarvoudoù) hag ivez pa vezont difrouezhet (kizhier-mamm) pe spazhet (targizhier). An oberatadennoù-se a zigresk ar riskloù krign-bev eus ar c'helloù pe ar vierezoù. Ar c'hizhier-mamm a c'hell chom hep tapout krign-bev en o bronnoù pa vezont difrouezhet a-raok kasha pe kaout ar c'hentañ klodad. Bevañ a ra ar c'hizhier dizoñv (deuet da vezañ gouez en-dro) war-dro daou vloaz (keidenn) pe nebeutoc'h peurliesañ (nemet paa vez graet war o zro gant tud a-youl-vat, evel e Roma).

An darnvuiañ eus ar c'hizhier o deus divskouarn sonn ha rouez eo an divskouarn pleget evel m'o deus ar chas. Pa vez fuloret pe spontet e kas ar c'hazh e zivskouarn en a-dreñv en ur grozal pe en ur bufal. E pep skouarn ez eus 32 gigenn hag e c'hell bezañ fiñvet ar skouarn hec'h-unan.

Evit mirout o energiezh e kousk ar c'hizhier muioc'h eget meur a loen ha mui-oc'h-mui en o buhez. Keitat an eurioù kousket bemdez a zo 13 pe 14, met 12 pe 16 ivez. A-wechoù ez a betek 20 eur diwar 24.

Gwrezverk normal e gorf a zo 39 pe 40 derez Celsius (37 evit an dud).

Kredet e vez eo gouest ar c'hazh da bradañ bewech war e bavioù met n'eo ket gwir e pep degouezh. Gwir eo koulskoude e c'hell ar c'hazh, p'emañ o kouezhañ, lakaat e gorf da weañ dre dastaol. Dont a ra eus e varregezh evit lakaat e gorf gwevn war e gempouez. Kavet e vez unan eus an abegoù e-barzh e livenn-gein 60 mell enni (34 hepken evit an Den). Gant-se e c'hell al loen ober ur c'hamm don gant e c'hein.

Ar c'hazh, an dremedal hag ar jirafenn eo ar pevarzroadeged nemeto a c'hell keflusk pavioù ur gostezenn asambles (hag an hini all goude). Pa vez kaoz eus ar c'hezeg a lakaer d'ober evel-se dre ar pleustriñ e vez graet ar paz-inkane eus al lusk-se. E-touez al loened doñv n'eus nemet ar c'hizhier hag a vale war o bizied (evit-se e vezont anvet digitigradioù).

Lagad ur c'hazh.


Kazh o tebriñ ul logodenn.


Gweled[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mat-tre eo gweled ar c'hizhier e-pad an deiz, met dibar eo ar gweled e-pad an noz ivez. Pa vez skedus ar gouloù e teu an iris da vezañ ur faout moan-tre evit diwall ouzh ar retina a resev re a c'houloù, ken e vez strishaet tachenn ar gweled. Bez' e c'hell ar c'hizhier gwelout pa vez nebeut-tre a c'houloù p'o deus e-barzh al lagad un organ ispisial anvet an tapetum lucidum. Evel an darn-vuiañ eus ar breizherien, e wel o daoulagad war-eeun asambles ha diouzh-se n'eo ket mat ar gweled war ar c'hostezioù. N'o deus ket ar c'hizhier ur gweled aes gant an tri liv : pa sellont pell e teuz al livioù en o daoulagad.

Selaou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwesha[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barregezh war ar c'hwesha a zo 14 gwech brasoc'h eget hini an Den, rak div wech muioc'h a gelliged santus zo e fri ar c'hizhier ken e c'hellont santout traoù na vezont ket santet gant an dud.

Mourroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kundu sokial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yec'hedoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kizhier a vez implijet gant mafia Sikilia da lakaat tan er c'hoadoù [1].

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaroù ha krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al logodenn n'he deus nemet un toull Zo boued d'ar c'hazh abred
  • Ar c'hazh a vourr o logota Hag ar c'hi o koulineta
  • Ar c'hi hag ar c'hazh Mignoned warc'hoazh
  • Ar ouenn a denn : Diwar gi ne vez ket kazh Diwar logod ne vez ket razh
  • Da bep hini e vlaz Logod d'ar c'hazh Eskern d'ar chas
  • Diwar gi, ki ; diwar gazh, kazh ; Diwar logodenn ne vez ket a razh
  • Biskoazh kemend-all ! Lonket ar c'hazh gant ar c'hig-sall !
  • Kazh maneget n’eo ket mat da logota
  • Kazhig a vale a lip e bav An hini a chom e-kichen an tan A chom da viaoual gant an naon
  • Kazh skaotet En devez aon rak dour bervet
  • Ki besk ha kazh diskouarnet N'int mat nemet da zebriñ boued
  • N'eo ket ret kaout skeul d'ar c'hazh Evit pakañ logod pe razh
  • Ne vez anavezet ur c'hazh ken na vez kerzhet war e lost
  • Pa vez ar c’hazh tost d’al laezh e oar lipat an dienn
  • Pa vez moan ar gazhez E vez sur eus he bloavezh
  • Pa zeu ar c’hizhier d’an haleg Echu d’ar goañv kalet
  • P’en devez un den ur c’hazh da foetañ, koulz eo e foetañ diouzhtu
  • Teod ar c'hi zo medisin Teod ar c'hazh zo ampoezon
  • Teod ar c'hi zo medisinour Teod ar c'hazh zo treitour
  • Un dra ha na vez bet gwelet biskoazh Eo un neizh logod e skouarn ur c'hazh
  • Ur c'hazh buan n'eo ket mat da logota
  • Ur c'hi meret, hanter savet Ur c'hazh meret, hanter lazhet
  • Ur c’hozh kazh a gar logod yaouank

Gerioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kazh er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. http://www.lepoint.fr/insolite/quand-la-mafia-sicilienne-utilise-des-chats-incendiaires-22-06-2016-2048873_48.php