Kavan-tour
- Evit sterioù all ar ger kavan, gwelit ar pennad Kavan (disheñvelout).
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Corvidae | ||
Genad : | Coloeus | ||
Anv skiantel | |||
Coloeus monedula (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gavan-tour[1] (liester : kavaned-tour)[2],[3] a zo ur spesad golvaneged, Coloeus monedula an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Corvus Monedula (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[4] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778), diwar al latin moneta, "moneiz" abalamour ma vezont desachet gant traezoù skedus, dres evel ma vez ar piged[5].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 32 cm eo ment krenn al labous. Bihanoc'h eget ar vran zu hag ar frav du eo, ha gris eo e gilpenn.
Un arliv rous zo da stuc'h ar re vihan.
E miz Ebrel ha miz Mae e sav ar c'houblad laboused o neizh gant bleñchoù en un toull en ur wezenn, ur garreg, un ti, ur siminal, pe c'hoazh e toull ul lapin. En neizh e lakaont un doublenn savet diwar c'hloan, reun ha foenn. Bras-spontus e c'hall an neizh bezañ, betek 2,40 m a led, 1.20 m a hed hag 1.20 m a sav.
Ul labous strollgar eo, alies e kaver ur c'halz neizhioù tost an eil d'egile.
En neizh e vez dozvet etre 4 ha 6 vi glaswer tarchoù rous, du ha gris warno.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hollzebrer eo ar spesad : amprevaned, biskoul, buzhug, ed, frouezh, had, melc'hwed, ploged, tousegi, vioù ha ya gantañ.
Evel ar brini all, boas eo da guzhat boued ha traoù bihan all (skedus peurliesañ) a zedenn e selloù.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er maezioù e vev al labous e koadoù bras hag e tevennoù. Er gourliorzhoù en e gaver ivez, koulz hag er c'hêrioù hag er c'hêriadennoù, ma plij dezhañ annezañ ar savadurioù uhel (tourioù-ikiz, befrezoùhag all), alese e anv.
Ar spesad a gaver ar pevar isspesad[6] anezhañ :
- Corvus monedula cirtensis, e hanternoz Aljeria,
- C. m. monedula, e Skandinavia,
- C. m. soemmerringii, eus reter ha gevred Europa da greisteiz-kreiz Siberia ha kornôg Sina,
- C. m. spermologus, e kornôg ha kreisteiz Europa, gwalarn Afrika.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Tresadenn gant von Wright
-
Yaouank
-
Penn yaouank
-
En oad
-
Penn en oad
-
O nijal
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Corvus monedula war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Corvus monedula war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Benel eo ar ger "kavan" ; gwelout : Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931 ; Reun ar Glev, Dictionnaire classique français-breton, 1984 ; Frañsez Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 2000 ; Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012 ; Geriadur Al Liamm, 2014 ; Devri.
Benel pe c'hourel e c'hall bout hervez TermOfis (Choucas des tours). - ↑ Studiet gant Termofis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 250b.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ James A. Jobling : Helm's Dictionary of Scientific Bird Names p. 259
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Corvus monedula.