Kaozeal:Kavan-tour

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Roadennoù diwar-benn reizh ar ger "kavan"[kemmañ ar vammenn]

Benel eo ar ger « kavan » e-barzh Geriadur ar Gonideg (1847) : CORNEILLE, s. f. ; Pajenn 166a. Roud ebet nag eus « kavan-tour » nag eus « choucas ».--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2019 da 10:51 (UTC)[respont]

  • Geriadur Vallée a gas choucas da corneille → kavan (benel).
  • « Ar C'havan-tour Choucas des tours (Corvus monedula) » eo anv ar pennad gouestlet d'al labous e T. Huon & P. An Habask : Laboused al Liorzhoù, Al Lanv, 1995, p. 40 (ISBN 978-2-9506387-4-8).
Peogwir eo benel ar ger kavan e rankfed lavaret kavan-dour b., ls. kavaned-tour. Pezh zo, amjestr eo ar stumm *kavan-dour, pa n'eus anv ebet a zour, an abeg marteze ma'z eus bet lezet digemm ar ger "tour" enep kement reolenn a zo.
Un diskoulm zo evelato : boas e vez al labous da annezañ lec'hioù uhel er c'hêrioù (tourioù-iliz, befrezoù &a.), alese he anv, setu ne vefe ket diot ober gant kavan an tourioù b., ls. kavaned an tourioù.
Ur c'hinnig n'eo ken. --90.32.115.43 7 Ebr 2019 da 12:29 (UTC)[respont]
Ne oa ket bet lezet digemm ar ger "tour" enep kement reolenn a zo.
Dibabet e oa bet gant Pêrig Herbert (“Kavan” a c'hell bezañ pe gourel pe benel, diouzh an dro (lakaet da c'hourel ganeomp).) ober gant stumm gourel ar ger « kavan », ac'hano « kavan-tour » hep kemmadur ebet.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2019 da 13:05 (UTC)[respont]
"Dibabet gant P.Herbert", ken aes ha tra. Roud ebet eus "kavan" gourel neblec'h em faperoù. Benel eo e Devri ivez. Mar chomer gant dibab P. Herbert ec'h eo ret kemmañ jener ar ger er pennad. --90.32.115.43 7 Ebr 2019 da 13:28 (UTC)[respont]
Amañ 'mañ an dalc'h, ya. Gourel eo « kavan » e Geriadur brezhoneg An Here (2001, 695a)...--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2019 da 14:05 (UTC)[respont]
N'emañ ket em GAH (1995, p. 602, "kavadenn", "kavell") !. Ar furañ e vefe chom peg ouzh an Ofis : choucas des tours | kavan-tour | b./g. | kavaned-tour | Corvus monedula (studiet), displegañ an dalc'h en ur rannbennad ==Yezh== ha lezel an titl evel m'emañ (Ofis + PH + Al Lanv = 3 dave). --90.32.115.43 7 Ebr 2019 da 14:24 (UTC)[respont]

Sed amañ da-heul un dave all — À la petite école du breton - Modifié le 07/04/2015 à 04:00 | Publié le 05/04/2015 à 00:07 — oc'h ober meneg eus « Bran vihan », heñvel ouzh hini Devri : bran-vihan f. brini-bihan (ornithologie) Choucas des tours Corvus monedula.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Ebr 2019 da 15:30 (UTC)[respont]

Kavet e-barzh "Hentoù", Youenn Gwernig, Al Liamm 108, 1965 :

Kri ur c'havan, gwevn ha glan,
'n aer voull miz Ebrel,
an tour ken tost enni kleier 'n amzer Bask,
ha ret oa pignat gant an treustoù
da dizhout dantelezh ar mein
evit pakañ
vioù ar c'havan
'n ur sellout ouzh ar vro hag an oabl,
hag an hollved oa deomp
'vit ur pennad.

--Massimo Testosterone