Mont d’an endalc’had

Kastell Kerlaodi

Eus Wikipedia
Dismantroù kastell Kerlaodi

Kastell Kerlaodi zo ur c'hastell dismantret e Plouenan, e Bro-Leon.

A-gozh e oa annezet al lec'h. Savet e voe ar c'hastell kentañ etre 1571 ha 1670. N'eus chomet anezhañ nemet an traoñ, gant un oaled, ur forn ha kavioù. Adsavet e voe etre 1750 ha 1787 ; ar chapel, ar marchosi, al laboù hag al liorzh zo eus ar mare-se ivez. Goude an adsaver Joseph du Dresnay, gouarnour Kastell-Paol, e tremenas ar c'hastell etre daouarn François Julien du Dresnay, gouarnour ar Maskaregnez, un enezeg e Meurvor Indez, perc'hennet gant Bro-C'hall en amzer-se. Da vare an Dispac'h gall e voe gwerzhet ar c'hastell d'un aotrou Drouillard. Mont a reas ar perc'henn nobl, Louis Ambroise du Dresnay, da repuiñ da Jerzenez. Kemer a reas perzh e dilestradeg an divroidi e Kiberen e 1795 ha mervel a reas en harlu e Londrez e 1798. Kempennet e voe ar skalieroù ha lojeiz ar gevred etre 1871 ha 1895 gant Pierre Drouillard, maer Kastell-Paol, kuzulier-kanton ha senedour.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe René de Soyer, an den diwezhañ bet o chom er c'hastell, o reiñ skoaz da lomanerien kirri-nij a voe kuzhet gantañ e Kerlaodi. E 1942 e voe harzet ha kaset da Alamagn. Eno e varvas. Abaoe n'eus bet den ebet oc'h ober war-dro ar c'hastell. War-dro 1970 e voe gwerzhet lambruskoù hag oaledoù eus ar c'hastell ha kaset da gastell Autafòrt (Hautefort), e Perigòrd. Bremañ ne chom nemet dismantroù, kouezhet eo ar braz eus an doenn, diskaret eo bet ar gwez a oa tro-dro, ne chom nemet ar vali a gase d'ar c'hastell...