Mont d’an endalc’had

Kastell Caerffili

Eus Wikipedia

Kastell Caerffili zo ur c’hastell e Caerffili, e kreisteiz Kembre, savet etre 1268 ha 1271. Ar c’hastell brasañ eo e Kembre, hag an eil brasañ e Breizh-Veur goude Kastell Windsor.

Kastell Caerffili

Ne voe ket savet kastell Caerffili gant ar roue saoz Edouarzh Iañ evel ur bern kestell all savet e Kembre en XIIIvet kantved, met gant Gilbert de Clare, aotrou Morgannwg, a glaske difenn e zouaroù diouzh ar priñs Llywelyn ap Gruffudd. Pa voe aloubet priñselezh Llywelyn gant armeoù Edouarzh Iañ, e kollas kastell Caerffili un tamm eus e bouez. Peoc’hus a-walc’h e voe ar c’horn-bro e-pad ur c’hantved pe war-dro, war-bouez un dagadenn gant Kembreiz Llywelyn Bren e 1316.

Soudarded Owain Glyndŵr a aloubas ar c’hastell e 1403, hag adarre e 1405.

Ne c’houzañvas ket kalz ar c’hastell e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz (1642-1648). Met tamm-ha-tamm ez eas e stad da fall goude-se, betek an XVIIIvet kantved pa voe adkempennet gant e berc’henn, Markiz Bute.

E 1950 e voe roet gant e berc’henn, 5vet Markiz Bute, da c’houarnamant Breizh-Veur. Bremañ e vez graet war e dro gant Cadw, an aozadur a ra war-dro savadurioù istorel Kembre.

Daou rummad mogerioù kengreizek a gaver e kastell Caerffili. Kelc’hiet eo gant fozioù dour. En em astenn a ra ar c’hastell en holl war 120 000 m² ha gant se ez eo unan eus kestell brasañ Europa. Savet e voe e-pad pevar bloaz hepken, ha ne voe ket degaset kalz a gemmoù dezhañ war-lerc’h.