Llywelyn Bren

Eus Wikipedia

Llywelyn Bren pe Llywelyn ap Gruffudd ap Rhys (marvet e 1318) a oa aotrou Senghennydd ha Meisgyn e Morgannwg, e Kembre ar Grennamzer. Diskennad e oa da Ifor Bach (Ifor ap Meurig ap Cadifor). Ren a reas un emsavadeg kembreat a-enep ar roue Edouarzh II, e 1316. An emsavadeg diwezhañ a-enep yev an alouberien saoz e voe, a-raok hini Owain Llawgoch er bloavezhioù 1370.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un noblañs e oa Llywelyn hag un den speredek. Plijout a rae al lennegezh kembraek hag al lennegezh c’hallek dezhañ. En e lez e oa barzhed ha perc’henn e oa war dornskridoù en div yezh-se. Hervez a gonter e oa gantañ ur palez bihan en Eglwys Ilan, e kantrev Senghennydd.

En em glevet mat a rae Llywelyn gant aotrou norman tolead Morgannwg, Gilbert de Clare, met pa varvas Gilbert, e 1314, e teuas Payn de Turberville, aotrou Kastell Coety, en e lec’h ha neuze e voe heskinet tud ar vro gantañ. Klemm a reas Llywelyn d’ar roue Edouarzh II, roue Bro-Saoz, met Edouarzh a c’halvas Llywelyn da zont dirak ar Parlamant da vezañ barnet evel treitour. Sevel a reas Llywelyn a-enep ar roue neuze. D’an 28 a viz Genver 1316 e voe taget Kastell Caerffili gantañ. Gwashaat a reas an traoù hag ur gwir emsavadeg a voe gant Kembreiz e Morgannwg. Ne badas ket pell an emsavadeg avat, rak ar roue hag aotrouien Marz Kembre a gasas soudarded e-leizh da v-Morgannwg.

Kodianañ a reas Llywelyn Bren ha prizoniet e voe e Tour Londrez. Alese e voe kaset da Gerdiz, gant Hugh le Despenser, da vezañ "krouget, stlejet ha palefarzhet" (Hanged, drawn and quartered) abalamour ma oa "treitour" d’ar rouantelezh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mortimer, Ian, The Greatest Traitor (Thomas Dunne Books, 2006)