Mont d’an endalc’had

Hanged, drawn and quartered

Eus Wikipedia
Hanged, drawn and quartered
execution method
Iskevrennad euslazhidigezh Kemmañ
StadRouantelezh Saoz, Rouantelezh Breizh-Veur Kemmañ
Foundational textTreason Act 1351 Kemmañ
1584, lazhadeg beleien katolik.

Hanged, drawn and quartered pe krouget, charreet ha didroc'het e brezhoneg, a veze graet eus ur boan a varv krouet e 1352 e Bro-Saoz evit an dud lakaet da gablus eus treitouriñ uhel. En gwirionez ar wech kentañ ma voe implijet a voe e-pad ren Herri III (1216–1272). Ar c'houzañverien a veze charreet gant un tamm koad tro-dro d'o daouarn pe staget ouzh ur gloued koad tennet gant ur marc'h betek lec'h al lazhadeg. Erruet eno e vezent krouget (betek ma vefent tost marvet), goude-se e vezent spazhet, divouzellet, dibennet, hag evit echuiñ e veze troc'het ar c'horf e pevar zamm. Ar c'horf rannet a oa lakaet alies da vezañ staget e lec'hioù dre ar vro, evel al London Bridge. Ar pal a oa saouzaniñ an dud setu perak e vez kaoz gant an istorourien eus ul lid evit ober eus an doare boan a varv-se. Ar vaouezed a oa devet kentoc'h evit bezañ Hanged, drawn and quartered rak dizereat e vefe bet.

Ar boan a varv-se a oa derezh uhelañ ar binijennoù e Bro-Saoz. An torfedoù a c'helle kas unan bennak da vezañ lazhadeget evel-se a oa: tagadenn a-enep ar vonarkiezh hag ar roue (treitouriezh uhel). Hervez piv a oa ar roue, termenadur an treitouriñ a oa ledan. Nebeut-tre a dud kondaonet a voe lazhet buanoc'h pe siouloc'h evit ma vefe bet rediet hervez ar binijenn-se. E-pad kantvedoù e voe implijet lies ar boan a varv-se evit an dud lakaet da gablus eus treitouriezh uhel. E-touez anezho e oa tu kavout katoliked saoz beleien pe get lazhet e-pad ar marevezh Elizabethan, bez e voe ivez ar rouelazherien o devoa kemeret perzh e lazhadenn Charlez Iañ.

Lazhadeg Charlez Iañ Bro-Saoz, ha dindan lazhadenn ar rouelazherien

Ar binijenn-se a oa chomet e lezennoù, met en XIXvet kantved e oa bet kemmet e stumm drawing, hanging until death, ha goude ar groug e oa dibennet ha didroc'het. E 1870 e oa roet lamm d'ar boan a varv-se hag e 1998 e oa lammet ar boan a varv evit treitouriñ.

Treitouriezh e Bro-Saoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad mare ar Grennamzer Uhel, ar re lakaet da gablus da vezañ treitourien a oa pinijennet dre doareoù lies hag e-touez anezho e oa ar beuzadenn hag ar groug. En XIIIvet kantved e oa deuet war-wel doareoù skrijusoc'h evel divouzelladur, devadenn, dibennadur ha didroc'hadenn ar c'horf.

Ar c'hronikour saoz eus an XVIIIvet kantved Matthew Paris a ziskrive na penaos e 1238 "un den a arm, un den gant un desevel asur (armiger literatus)" en devoa klasket lazhañ ar roue Herri III. Diskrivet e vez gant ar c'hronikour an doare euzhus ma voe lakaet ar muntrer da vervel : "dragged asunder, then beheaded, and his body divided into three parts; each part was then dragged through one of the principal cities of England, and was afterwards hung on a gibbet used for robbers." War e seblant e oa bet kefridiet an den gant William de Marisco, un den maez lezenn en devoa lazhet nebeut bloavezhioù a-raok un den difennet dre urzh roueel. Goude ar muntr de Marisco a oa bet rediet tec'hout e Enezenn Lundy. De Marisco a voe harzet e 1242 ha dre urzh ar roue Herri e voe charrreet eus Westminster betek tour Londrez evit bezañ lakaet d'ar marv. Eno e voe krouget d'ar marv. Goude-se e voe divouzellet ar c'horf, devet ar bouzelloù, didroc'het ar c'horf hag al lodennoù a voe kaset dre kêrioù dre ar vro.

Ar c'hentañ noblañs a voe lazhet evel-se a oa bet ar C'hembread Dafydd ap Gruffudd, lazhet gant ar bourev Geoffrey of Shrewsbury. Emzisklêriet e oa priñs bro-Gembre. Emsavadeg Dafydd a-enep ar roue Edouarzh Iañ a lakas ar roue kounnaret du. Goulennet e oa bet gantañ neuze un doare nevez da lakaat e enebour d'ar marv. Trubardet, harzet e oa bet Dafydd ap Gruffydd ha barnet e 1283. Tamallet dezhañ da vezañ un treitour d'ar gurunenn, charreet e voe gant ur marc'h betek al lec'h lazhañ. Evit bezañ bet lazhet noblañsoù saoz e voe krouget bev. Advevet e voe kendalc'het gant ar jahinerezh. Evit bezañ bet lazhet an noblañsoù e-pad mare Pask e voe divouzellet ha bannet e vouzelloù en tan dirazhañ bev. Evit bezañ bet penn d'un irienn evit lazhañ ar roue, e gorf a voe didroc'het hag an tammoù a voe kaset dre ar vro da vezañ diskouezet. Ar penn a oa bet lakaet e-penn uhelañ Tour Londrez. Ar memestra a voe graet d'ar skosad Sir William Wallace. Prizoniet ha barnet e 1305, rediet e voe bezañ charreet gant ur gurunenn gwezenn lore betek Smithfield, eno e voe krouget ha dibennet. Ar bouzelloù a voe devet ha didroc'het ar c'horf. E benn a voe diskouezet war al London Bridge hag al lodennoù korf kaset da Newcastle, Berwick, Stirling ha Perth.

Al lazhadennoù-se gant reoù all evel hini Andrew Harclay pe Hugh le Despenser hag a oa bet sevenet e-pad ren ar roue Edouarzh II, a voe sevenet hep ma vije bet lakaet sklaer petra a oa un treitoureizh uhel e Bro-Saoz, ar binijenn, er C'hommon law. An tamall a dreitouriezh a oa diazezet war al lealded a oa ret kaout pep anneziad eur ar Rouantelezh-Unanet evit ar roue adalek an oad a 14 vloaz pe uheloc'h. D'ar roue ha d'ar varnerien da welet ma oa bet freuzet al leaded pe get gant an den. Evit justis Edouarzh III ez eo anat e oa implijet an tamall a dreitouriezh en un doare kalz re ledan evit na oa en gwirionez el lezenn. An termenadur a oa rik "calling felonies treasons and afforcing indictments by talk of accroachment of the royal power", ar barlamanterien o welet kement-mañ o devoa goulennet e vefe sklaeroc'h c'hoazh al lezenn. Edouarzh a voe rediet neuze da embann an Treason Act 1351, un destenn gna tkalz munudoù lezennel. Evel-just e oa embannet e-pad ur mare ma oa ar roue saoz e-penn ar vro en un doare lezennel kreñv hag anat d'an holl. Pal ar garta-se a oa da embann doare emzifenn ar gurunenn ha ar riegezh.

Gant al lezenn nevez e oa strisoc'h termenadur an dreitouriezh evit na oa bet a-raok. Rannet e oa bet mennad an dreitouriezh, hêrezh ar gevredigezh gladdalc'hel, e div lodenn: ar Petty treason evit lazhadenn ur mestr (pe aotrou) gant ur serv, ur gwaz gant e wreg, pe ur prelad gant e pastor. Ar baotred lakaet da gablus evit abeg ar Petty treason a oa drawn and hanged, padal ar vaouezed a oa devet. Evit ar pezh a sell ouzh an dreitouriezh uhel pe High treason, amañ e vez kaoz eus ar gwashañ torfed a c'heller seveniñ gant un hinienn. Ar fed da glask terriñ galloud ar roue a oa gwelet evel grevusoc'h c'hoazh evit ma ne vefe klasket lazhañ ar roue e-unan. Gant ma oa klasket distrujañ ar Stad, ar c'hastiz a ranke bezañ dre ret ar c'hastiz a varv met ar gwashañ doare posubl evit ma vefe ar binijenn uhelañ el lezennoù. An diforc'h vrasañ etre an div binijenn a oa da vezañ kavet en doare da vezañ lakaet d'ar marv e-plas bezañ charreet ha krouget, ar baotred tamallet dezho treitouriezh uhel a oa krouget, charreet ha didroc'het. Evit abegoù sevended, korf ar merc'hed na oa ket gwelet evel dereat evit seurt doareoù d'ober, ar re-se a oa devet.

Hervez Akta 1531 un den a zo kablus eus Treitouriezh uhel gant ma vefe bet: soñjet pe kemeret perzh e marv ar roue, e wreg pe e vibien hag hêr koshañ; parlforzhañ gwreg ar roue, ar verc'h henañ ma ne oa ket dimezet, pe gwreg e vibien koshañ hag an hêr; brezeliañ a-enep ar roue hag ar gurunenn; sevel a-du gant enebourien ar roue hag ar gurunenn, reiñ sikour pe bod dezho er rouantelezh pe lec'h all, sevel ur siell veur pe ar Privy seal faos, pe arc'hant ar roue; bezañ brudet da enporzhiañ arc'hant faos; lazhañ ar C'hanseller, Teñzorer pe unan eus tud ar Roue e-pad m'emaint en o garg.

Treitouriezh uhel a oa ar gwasañ torfed a oa tu seveniñ evit un hinienn. Klask gwanaat galloud ar Roue a oa gwelet evel un torfed gwasoc'h evit ar fed tagañ anezhañ raktal, ar pezh a vije un dagadenn eus e statud evel penndiern hag ar gwir gantañ da ren. Dre ma oa ur riskl gwelet galloud ar Stad o vezañ gwanaet, an disoc'h a ranke bezañ ar bec'h skrijusañ posubl. An diforc'h wirion etre an daou rebech lezennel a oa dreist-holl a-benn neuze ar bec'h a oa lakaet war an den gwelet evel kablus. E serr bezañ chareet ha krouget, ar baotred a oa da vezañ chareet, krouget ha didroc'het. Evit ar maouezed avat dre abeg dereadegezh foran (korf ar vaouez na oa ket gwelet evel azasaet evit seurt pinijenn), ar maouezed a oa da vezañ neuze chareet ha devet.

An Akta na roe ket nemetken d'ar roue ar galloud da choaz peseurt obererezh a oa treitouriñ. Ul lodenn a roe galloud d'ar varnerien saoz evit barnañ graet e oa constructive treason eus an doare-se. Hervez an akta e oa ledet al lezenn betek sujidi ar roue an Trevadennoù Amerikan. En gwirionez ne anavezer ur wech nemetken ma voe implijet ar binijenn hanged, drawn and quartered. Bez e voe implijet war Joshua Tefft, un trevadenner saoz lakaet da gablus evit bezañ bet o stourm eus tu ar re Narragansett e-pad Emgann Great Swamp. Lakaet e voe d'ar marv e miz Genver 1676. Ar c’hondaonidigezhioù a voe goude honnezh a voe kemmet e kroug pe didamall.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]