Emgann Great Swamp
Rann eus | King Philip's War ![]() |
---|---|
Lec'h | South Kingstown ![]() |
Daveennoù douaroniel | 41°28′7″N 71°35′44″W ![]() |
Deiziad | 19 Kzu 1675 ![]() |

Emgann Great Swamp, pe Lazhadeg Great Swamp, a voe un emgann drastus e-kerzh brezel ar roue Philip etre bezennoù trevadennerien Bro-Saoz Nevez hag ar meuriad Narragansett, e miz Kerzu 1675. Nepell diouzh kêriadennoù Kingston ha West Kingston e oa bet stourmet, e trevadenn Rhode Island ha plantadegoù Providence. Ur bagad kengevreet eus Bro-Saoz Nevez a oa savet, en he bourzh 1000 trevadenner hag ur 150 Pekot, ha deuet e oant a-benn da zrastañ ar meuriad Narragansett. Kantadoù a Amerindianed a oa bet lazhet, gant un niver uhel a vaouezed hag a vugale. Istorourien o deus deskrivet an emgann-se evel "unan eus ar re feulsañ ha digevatalañ e istor Bro-Saoz Nevez"[1]. Abaoe ar bloavezhioù 1930 e ra ar pobloù Narragansett ha Wampanoag ul lid eñvor evit al lazhadeg ; gant ar briñsez Red Wing int awenet.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) DRAKE, James D., King Philip's War: Civil War in New England, 1675–1676, University of Massachusetts Press, 1999, 119 p., ISBN 1-55849-224-0