Mont d’an endalc’had

Lundy

Eus Wikipedia
Lundy
enezenn, micronation, unparished area
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadTorridge Kemmañ
Kontelezh istorelDevon Kemmañ
Lec'hMor Havren Kemmañ
War riblMor Keltiek Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°10′48″N 4°40′12″W Kemmañ
Perc'hennet gantWilliam Hudson Heaven, Hudson Grosett Heaven Kemmañ
Statud gladelSite of Special Scientific Interest Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.lundyisland.co.uk Kemmañ
Trezalc'herNational Trust Kemmañ
Vice-countyNorth Devon Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Lundy Kemmañ
Map
An tour-tan kozh

Lundy pe Lundy Island (e saozneg), pe Ynys Wair (e kembraeg), eo brasañ enezenn Mor Havren, etre douar Kembre en hanternoz, ha kontelezh Devon, hag emañ an enezenn stag outañ, a zo 19 km er c'hreisteiz. 4,5 km hed zo dezhi hag 1 km led.

Un tour-tan kozh zo warni. 18 a dud a oa o chom eno e 2006, hag an darn vrasañ er gêriadennig zo er c’hreisteiz.

Familh Marisco

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kastell Marisco

E 1235, William de Marisco en doa kemeret perzh e muntr Henry Clement, ur c'hannad eus ar roue Herri III[1]. Tri bloaz war-lerc'h e oa bet klasket lazhañ ar roue Herri III gant un den en doa kofesaet bezañ un ajant eus ar familh Marisco. William de Marisco a oa bet o kuzhat war Lundy, hag eno e oa bet o vevañ evel ur roue. Lakaet en doa sevel ur c'hreñvlec'h lesanvet hiziv Bulls' Paradise gant mogerioù kreñv.

E 1242, Herri III en doa kaset bagadoù soudarded war an enezenn. Pignet e oant dre an tornadoù ha deuet e oant a-benn da brizoniañ William de Marisco ha 16 eus e "sujidi". Herri III en doa lakaet da sevel ur c'hastell (lesanvet a-wechoù Kastell Marisco) evit klask lakaat da dalvezout e lezenn war an enezenn hag an trowardroioù mor.[2] E 1275, an enezenn a voe enrollet evel perzh eus aotrouniezh ar roue Edward I[3], met e 1322 e oa renet gant Thomas, eil kont Lancaster, hag e oa e-touez an inizi niverus aloubet gant Edward II goude lazhadenn Lancaster evit bezañ emsavet a-enep ar roue .[4] Mare pe vare en XIIIvet kantved, menec'h an urzh sistersian eus abati Cleeve a oa mistri war an enezenn.[5]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Maitland, F. W. (April 1895). "The Murder of Henry Clement". The English Historical Review 10 (38): 294–297. DOI:10.1093/ehr/X.XXXVIII.294
  2. Patrom:NHLE
  3. Calendarium Inquisitionum Post Mortem Edward I, Anno. 3 (1275), entry 54, p.56, https://www.familysearch.org/library/books/records/item/27355-redirection
  4. Inquisitions Post Mortem Edward II, (1322), No. 49, p.307, https://www.familysearch.org/library/books/records/item/27355-redirection
  5. Harrison, Stuart A. (2000). Cleeve Abbey. English Heritage. 26 p. ISBN 978-1-85074-760-4.