Guy Fawkes

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skeudenn ijinet eus Guy Fawkes

Guy Fawkes, ganet d'an 13 a viz Ebrel 1570 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Genver 1606, lesanvet Guido Fawkes pa oa o stourm evit ar Spagnoled, a oa un ezel eus ur strollad katoliked saoz o devoa savet un irienn, ar Gunpowder Plot, evit lazhañ ar roue James Iañ e 1605. Ganet ha desavet e oa bet e York, e bro-Saoz; an tad a oa marvet pa oa oadet Fawkes a eizh vloaz. Ar vamm a oa dimezet goude-se gant ur c'hatolik Recusant, a nac'he ar relijion anglikan.