Karl Ludwig von Baden
Neuz
(Adkaset eus Karl Ludwig Baden)
Karl Ludwig (* 1755 en Karlsruhe; † 1801 en Arboga, Sveden) a oa ur priñs eus dugelezh Baden.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karl Ludwig a oa mab d'an dug-meur Karl Friedrich von Baden ha d'e bried Karoline Luise von Hessen-Darmstadt (* 1723; † 1783), merc'h d'al Landgrav Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas Karl Ludwig e 1774 da Amalie von Hessen-Darmstadt (* 1754; † 1832), ur verc'h da Ludwig IX von Hessen-Darmstadt.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh bugel o doe, daou vab ha c'hwec'h merc'h dimezet mat e lezioù Europa.
- div verc'h c'hevell:
- Amalie Christiane (1776–1823), a chomas plac'h yaouank.
- Friederike Karoline Wilhelmine (*1776; †1841), dimezet e miz Meurzh 1797 d'an dug Masimilian von Zweibrücken (1756–1825), a voe anvet da priñs-dilenner Pfalz ha Bavaria, hag e 1804 da roue Bavaria, ma oa-hi dugez, priñs-dilennerez ha rouanez neuze;
- Luise Marie Auguste (* 1779; † 1826), dimezet e 1793 d'an tsar Aleksandr Iañ (Rusia) (* 1777; † 1825)
- Friederike Dorothea Wilhelmine (* 1781; † 1826), dimezet e 1797 da Gustav IV Adolf (1778–1837), roue Sveden; dizimeziñ a rejont e 1812;
- Marie Elisabeth Wilhelmine (* 1782; † 1808), dimezet e 1802 d'an dug Friedrich Wilhelm von Braunschweig-Wolfenbüttel (1771–1815)
- Karl Friedrich (1784–1785), marvet en-bihan;
- Karl Ludwig Friedrich (Karlsruhe 1786–1818 Rastatt), dimezet e 1806 da Stéphanie de Beauharnais (1789–1860), dug-meur Baden goude marv e dad-kozh;
- Wilhelmine Luise (1788–1836), dimezet e 1804 d'he c'henderv an dug-meur Ludwig II von Hessen-Darmstadt (1777–1848), mamm da seizh bugel, hag unan anezho, Marie von Hessen-Darmstadt (1824-1880), a voe impalaerez Rusia evel he moereb Luise Marie Auguste.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e 1801, a-raok e dad a varvas e 1811, ha ne c'hallas ket ren. E vab, Karl Ludwig Friedrich Baden, an hini a voe anvet da zug-veur neuze.