Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Sfins

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sfiñs er binvioù labour diazez: Geriadur Hemon-Huon, Geriadur Brezhoneg an Here, Termbret, levrioù Istor TES...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Mez 2014 da 16:12 (UTC)[respont]

Gant ñ ivez er geriadurioù brasoc'h, evel Geriadur Istorel ar Brezhoneg pe Geriadur ar brezhoneg a-vremañ gant Frañsez Favereau. Gwelloc'h e vefe skrivañ heñvel evit titl ar pennad-mañ. --Llydawr (kaozeal) 5 Mez 2014 da 18:29 (UTC)[respont]
Din-me, ne vez ket distaget heñvel sfins (gant un "n" fraezh) ha piñset, riñset, fiñvet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mez 2014 da 18:54 (UTC)[respont]
Lenn a c'haller SPHINX (M.) Sfins (M.) el levrenn X eus ar geriadur gant Reun ar Glev... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Mez 2014 da 06:52 (UTC)[respont]
N'ouzon ket gant piv e vez distaget « sfins (gant un "n" fraezh) ». Gwech ebet ne'm eus klevet ar ger distaget gant brezhonegerien a-vihanik. Met an distagadurioù a lennan e Geriadur ar brezhoneg a-vremañ hag e Geriadur Brezhoneg an Here zo gant un i friet /ĩ/, ar pezh a glot gant an doare ma vez skrivet ar ger er geriadurioù-se. Klotañ a ra ivez gant an emdroadur a weler er gerioù amprestet digant ar galleg, enno "vogalenn + n + s" hag a ya da "vogalenn friet + s". Alese gerioù evel "chañs", "lañs", "oñs", "priñs"... Displegadennoù war an dra-se a c'haller lenn e-barzh "A Historical Phonology of Breton" p. 796 (n before sibilants and stops internally). --Llydawr (kaozeal) 6 Mez 2014 da 10:36 (UTC)[respont]
A zo gwir. Dave : Kenneth Hurlstone Jackson (1986), A Historical Phonology of Breton, The Dublin Institute for Advanced Studies, ISBN 978-0-901282-53-8 - (The individual primitive breton consonants, § 1135, p. 796). Gwenedeg e vefe /sfins/ hervez ar rannbennad (linenn 5).— Sad Edgar (kaozeal) 6 Mez 2014 da 21:09 (UTC)[respont]
N'eo ket tre ar pezh a zo skrivet: «…and is recognised in Mod.B. spelling (but not in V.) by writing ñ Da lavaret eo, skrivet e vez "ñ", met ne vez ket merket gant un dildenn e skritur ar gwenedeg kozh: ha reiñ a ra da skouer: bevañs ha V. biùans.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mez 2014 da 07:16 (UTC)[respont]
SPHINX sfins m. pl. ed. e-barzh Grand dictionnaire français-breton gant Frañsez Vallée (1931, p. 707).--Prieladkozh (kaozeal) 6 Mez 2014 da 11:33 (UTC)[respont]
Ma! Lakaomp eo un tamm re yaouank ar ger e brezhoneg (e-skoaz priñs, da skouer) enno evit mont eus "vogalenn + n + s" da "vogalenn friet + s" dindan. Heñvel gant lins. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Mez 2014 da 12:53 (UTC)[respont]

Evel ma 'z eus bet lavaret c'hoazh diwar-benn ar ger "sañskritek" : ne gaver ket an heuliad "vogalenn + [n] + [s]" e-barzh sistem fonologel ar brezhoneg. Direizh eo "*sfins" ha "*lins" er c'heñver-se eta. --Yun (kaozeal) 7 Mez 2014 da 07:44 (UTC)[respont]

Ha dispredet eo ar skrivadur sfins abaoe 1977 da vihanañ (Geriadur Istorel ar Brezhoneg Roparz Hemon, p.2830, a ra gant "sfiñs").--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mez 2014 da 08:43 (UTC)[respont]
Ar pezh n'eo ket gwir penn-da-benn dre ma voe embannet, gant Al Liamm, al levrenn diwezhañ eus ar geriadur gant ar Glev, e... 1994.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Mez 2014 da 13:00 (UTC)[respont]
Ar gerioù deuet eus yezhoù all a c'hoarvez dezho bezañ e-maez sistem fonologel ar yezh o degemer: evel jazz, pizza, tsigan, e brezhoneg. "Direizh" int da dud zo? din n'int ket: divoas, kentoc'h, ha dibaot. Dispredet int da lod all? D'ar re zo a-enep nemetken. Din-me n'eo ket dispredet peogwir eo an distagadur a gelennan, abaoe pell, hag hiziv c'hoazh e 2014. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Mez 2014 da 09:16 (UTC)[respont]
M'en dare eus peseurt yezh estren e teu an distagadur iskis-se : *sfins. --Yun (kaozeal) 8 Mez 2014 da 06:00 (UTC)[respont]

Meur a wech e oa bet graet gant ar ger war ar Wikipedia abaoe bloavezhioù (er pennadoù diwar-benn Henegipt paneveken) ha ne oa bet graet nemet gant "sfiñs" evel-just. Ha setu perak e ran gant ar stumm-se er pennad Sfiñs Gizah.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Mez 2014 da 20:53 (UTC)[respont]