Mont d’an endalc’had

Liñs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lins)
Liñsed

Liñs Iberia
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Lynx
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Al liñsed a zo ur strollad a bevar gouenn (Liñs Kanada, Liñs Iberia, Liñs Eurazia hag ar Liñs rous) e-touez ar c'hazheged gouez. An anv lynx a za ag ar gresianeg λύγξ hag a ziskenn ag an indezeuropeg leuk- ('lou', 'gouloù', 'skedus') rak sked e zaoulagad.

Profile view of a lynx

Al liñs a zo berr e lost, ledan e bavioù hag hir e vourrenn. War e ziskouarn eh eus ur guchenn du. Ur c'houzougenn du a vez gwelet dindan ar c'houg hag a c'hall bout keñveriet gant ur skoulm papilhorig.

O livioù a c'hall kemm etre ur feur aour, gell pe ha louet, ha brizhiet gant merkoù du, dreistholl war an izili. Atav eo gwenn feur o bruched. Hirded ha liv e feur, kement a ledanded e bavioù a gemm hervez hin o annez. O favioù a c'hall bout ledanoc'h eget an dorn pe an troad denel.

Al Liñs rous hag al Liñs Kanada eo ar rummoù bihanañ, tra ma eo brasoc'h al Liñs Iberia hag Eurazia.

4 spesad liñsed zo :