Mont d’an endalc’had

Liñs Kanada

Eus Wikipedia
Liñs Kanada


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Lynx
Anv skiantel
Lynx canadensis
Kerr, 1792
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Liñs Kanada (Lynx canadensis) a zo ur c'hazh tost ouzh liñs Eurazia hag un nebeud klaskourien a gred emaint en hevelep spesad. Heñvel a-walc'h eo ouzh al liñs rous a rann un darn eus e annez gantañ.

E koadegoù Kanada hag Alaska e vez kavet dreist-holl. Bez' ez eus poblañsoù bras e Montana, Idaho ha Washington ma oa bet dineret e-pad an XIXvet kantved. Raloc'h eo en Utah, Minnesota, ha Bro-Saoz Nevez c'hoazh.

Heñvel eo e feson ouzh hini liñs Eurazia. Gell-arc'hant eo e vlevenn daoust ma'z a da c'hell-ruz e-pad an hañv. Berr eo e lost met e bavioù zo hir a-walc'h ha goloet gant blev, ar pezh a skoazell anezhañ da gerzhout en erc'h. Ar pared a zo brasoc'h eget ar parezed.

Gedon, krignerien hag evned a vez hemolc'het gantañ, ha gwechoù zo kirvi ivez. Ober a ra gant e weled hag e gleved da gavout e breizhoù. E-barzh kornioù-bro 'zo eo ar c'had-erc'h (Lepus americanus) e breizh nemetañ. Er rannvroioù-se ez a kementad poblañsoù liñsoù gant hini ar poblañsoù gedon.

Un aneval-noz eo al liñs hag ezhomm en deus eus un dachenn vras. En nevezamzer e par ha genel a ra etre unan ha pemp kolen.

N'eo ket gwarezet al liñs ha war zigresk ez a e boblañs e meur a rannvro abalamour d'ar chase.

Lynx canadensis subsolanus zo un isspesad anezhañ. Brasoc'h eo eget e genderv eus ar c'hevandir ha kirvi-erc'h yaouank a chase pa ne gav ket gedon.

Tiriad liñs Kanada

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liñs Kanada