Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Parlamant Europa

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne vefe ket gwelloc'h ober gant Parlamant Europa? Goulennet eo 40 gech memestra... Kae da welout al liamm-mañ. --Arko 29 Her 2008 da 16:16 (UTC)[respont]

Dael a vefe Diète e galleg kentoc'h. --Arko 30 Her 2008 da 15:45 (UTC)[respont]

Gwir eo. Kalz implijetoc'h eo Parlamant Europa er skridoù brezhonek dre vras, hag er Wikipedia-mañ eo ar stumm-se zo bet implijet gant an holl betek bremañ, e nouspet pennad. N'eus nemet klask war ar Genrouedad : skouerioù a gaver eus Parlamant Europa ; skouer ebet ne'm eus kavet avat eus Dael Unaniezh Europa. --Llydawr 30 Her 2008 da 17:02 (UTC)[respont]
I don't know what you Bertons are up to, but "Dael Unaniezh Europa." looks oddly like European Union Council. If it has been changed from Parlamant Europa for political reasons please change back, there may not be an official Breton version of the treaties but you call it Council and you'll get it mixed up with the European Council, Council of the European Union and Council of Europe.JLogan 7 Mae 2009 da 09:03 (UTC)[respont]
And what are your grounds for making such an outlandish claim? I fail to see how 'dael' can possibly "look like" (sic.) 'council' (the only letter they have in common is the "l"...), nor do I see why the term "dael" could be misconstrued to "mean" 'council'. It is not the word I would personally have chosen to translate 'parlamant', but 'dael' is used in that sense (inspired, if I might be so bold as to hazard a guess, on the Irish, no doubt). I would have gone for 'parlamant', but that's only because I believe it is the more widely used term, especially in this particular context. Neal (Kaozeal) 7 Mae 2009 da 11:25 (UTC)[respont]


Adlakaet eo bet an titl Dael Unaniezh Europa gant Meven e miz Mae, pa oa bet lakaet Parlamant Europa ganin e miz C'hwevrer. Derc'hel a ran da soñjal e vije gwelloc'h Parlamant Europa evit an abegoù-mañ :

  • en anvadurioù ofisiel, en holl yezhoù ofisiel an Unaniezh, ne reer ket anv eus Unaniezh Europa met eus Europa hepken. Perak ober disheñvel e brezhoneg ?
  • ar ger Parlamant zo anezhañ abaoe meur a gantved e brezhoneg, komzet ha skrivet. Kavet e vez en darn vrasañ eus ar geriadurioù, abaoe ar C'hatholicon ha betek geriadur brezhoneg An Here.
  • gant Parlamant Europa e ra ar strolladoù politikel breizhek (UDB, Strollad Breizh, Emgann...) hag an dilennidi eus hor bro (Yann-Bêr Thomin, Ambroise Gelleg...) pa reont gant ar brezhoneg.
  • gant Parlamant Europa e ra an darn vrasañ eus kenlabourerien ar Wikipedia brezhonek.
  • gant an anvadur Parlamant Europa e reer er skolioù hag el levrioù skol e brezhoneg.

Petra a soñjit, tudoù ? --Llydawr 7 Mae 2009 da 13:39 (UTC)[respont]

Parlamant zo mat din, p'emañ er yezh a bell zo. Ne welan ket perak e vije ret lakaat ur ger ha ne oa ket ezhomm anezhañ.Bianchi-Bihan 7 Mae 2009 da 17:16 (UTC)[respont]

Evit an dibab etre parlamant ha dael 'm eus eztaolet va savpoent e Kaozeal:Dael ar Rouantelezh-Unanet

Evit pezh a sell ouzh an dibab etre Europa hag Unaniezh Europa e kavan gwelloc'h an dibab diwezhañ, daoust d'an hini kentañ bezañ bezañ ledet e meur a yezh. An Dael-se a sell ouzh Unaniezh Europa ha n'eo ket ouzh Europa : broioù a chom dieub c'hoazh e Europa -gwell a se evito- evel Norge pe Helvetia. Geriadur an armerzh Preder a zibab Dael europat, pezh a zo reishoc'h eget Dael Europa : an anv-gwan europat a verk ez eo kement-se eus ar c'hevandir europat hep lavarout dre ret e sell ouzh Europa en he fezh. Sklaeroc'h e kavan va dibab Dael Unaniezh Europa

Meven 15 Mae 2009 da 16:30 (UTC)[respont]

  • Me ivez a zo kentoc'h a-du evit ober gant "Parlamant" kentoc'h eget gant "Dael", evel m' en deus lavaret Llydawr e vez implijet gant al lodenn vrasañ eus an dud. Perak ne vefe ket graet ur votadeg evit dibab peseurt hini a vefe an hini pennañ ? Hag un adkas a vefe lakaet en hini all. Abaoe ur mareadig e vez eus an tabut-se, marteze e vefe mat dibab un diskoulm evit echuiñ gant an afer. Ouzhpenn n'eo ket en ur dibab e vo skarzhet an hini all, laosket e vefe an 2 ziskoulm er pennad memstra. Da welet neuze...--Y-M D 6 Gou 2009 da 15:54 (UTC)[respont]
Kevatal dael a gaver en Iwerzhon (Dáil), met eno ne dalvez nemet evit ul lodenn (ar gambr izel) eus ar Parlamant. Evit Parlamant Europa e reont gant Parlaimint na hEorpa [1] (an iwerzhoneg eo ar yezh keltiek ofisiel nemeti en UE). Neuze, miromp gwir dalvoudegezh ar gerioù, ha stummoù boas ar brezhoneg, ha chomomp gant Parlamant Europa.Trec'hlid mitonet 6 Gou 2009 da 17:00 (UTC)[respont]

Ma kontan mat e kavan 6 den a-du gant an anvadur Parlamant Europa hag unan a-du gant Dael Unaniezh Europa. Diwar ar soñjoù-se em eus adkemmet an titl hiziv. --Llydawr 20 Du 2009 da 22:23 (UTC)[respont]

A-du gant "Parlamant". Neal (Kaozeal) 21 Du 2009 da 08:10 (UTC)[respont]