Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Parlamant ar Rouantelezh-Unanet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Evit treiñ ar ger saoznek Parliament e vefe gwelloc'h, da'm soñj, ober gant ar ger boas er geriadurioù brezhoneg : parlamant. Kentoc'h eget gant "dael", a dalvez dreist-holl "rendael", "tabut" (geriadurioù Roparz Hemon, An Here, Favereau, Delaporte...). --Llydawr 15 Ebr 2009 da 20:57 (UTC)[respont]


Ar ger Dael arveret evit an ensavadur fiziet ennañ ar gallout-dezvañ zo meneget -da vihanañ- er gelaouenn Emsav 29 (Mae 1969) -pergont vloaz zo bremañ memestra !-, p.144, er rummad "Notennoù politikel" a yae d'ober kentelioù "Politikouriezh" SADED. Arveret oa bet an termen-se da c'houde ingal e kentelioù SADED ha gant embanadurioù Emsav, Preder ha kement zo. Lu e vefe dinac'hañ al labour degaset d'ar c'houlz-se.

Ar ger Dael a glot rik gant an iwerzhoneg dáil. Ar gerioù a c'hall kemmañ -pe arbennikaat o ster orin- pa vez resisaet ar yezh. Ar ger a-vremañ armerzh a zeu eus ar gwenedeg armerh a dalveze kentoc'h espern lakaomp. Ar ger dael a c'halle bezañ kemeret en ur ster all hepken gwezhall -a c'hall bezañ eztaolet a-hend-all gant rendael (daveoù un tamm siriusoc'h eget "geriadur" Favereau zo, me 'gred !). Petra virje da gemer dael e ster an iwerzhoneg dáil ? E yezhoù all -er yezhoù slavek pergen- e vez dibabet termenoù dezho ur gerdarzh disheñvel diouzh an hini anavezet mat e stumm Parlement pe Parliamant : Дума e rusianeg, Sejm e poloneg. Ha dibab a rankfemp gerioù disheñvel evit ensavadurioù a zo e gwirionez an hevelep re : an ensavadur fiziet ennañ ar gallout-dezvañ ?

An termen galleg Parlement pe ar saozneg deveret dioutañ, Parliamant o deus bet, a-hend-all, sterioù disheñvel a-hed an Istor : a-raok 1789 e oa ur Parlement, e Frañs, ul Lez-varn, pa oa en hevelep grez, e Breizh-Veur, an ensavadur-dezvañ.

An termen Dael, keltiek, a glot gwelloc'h gant hor yezh, evel e klot Дума gant hini ar Rusianed, pe Sejm gant hini ar Boloniz.

Meven 16 Ebr 2009 da 14:30 (UTC)[respont]


Ouzhpennañ a c'haller e vez arveret e kembraeg Senedd hag e kerneveureg Senedh. Hogen kasaus eo kement-se pa dalvez ivez ar gerioù-se sened. Penaos ober an diforc'h evit ar broioù ez eo ar Sened ul lodenn eus an Dael (Stadoù-Unanet, Italia, Belgia, Spagn, Frañs...) ?

Meven 16 Ebr 2009 da 14:40 (UTC)[respont]