Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Orbitenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

E pennadoù all war dachenn ar steredoniezh e reer gant ar ger 'kelc'htro" evit se (s.o. Egorlestr, Gourizad asteroidennoù...). --Llydawr (kaozeal) 8 Ebr 2016 da 19:17 (UTC)[respont]

Re wir, met n'eus kelc'htro/orbitenn ebet a vije e stumm ur c'helc'h : aze emañ an dalc'h gant ar ger "kelc'htro". --Yun (kaozeal) 10 Ebr 2016 da 15:28 (UTC)[respont]
Ha koulskoude :
kelc'htro [...] 2. Steredon. Hent kromm a dremen ur c'horf-egor pe ul loarell drezañ, o treiñ en-dro d'ur c'horf-egor all. Geriadur Brezhoneg an Here, 2001, pajenn 705a
Lennit ivez : Paramètres orbitaux : cas d'une orbite circulaire.
Ne gaver ar ger "orbitenn" nemet war ar lec'hienn Dictionnaire breton des sciences et des techniques KREIZENN AR GERIAOUIÑ ma n'emaon ket o faziañ... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Ebr 2016 da 17:34 (UTC)[respont]
N'eus korf naturel ebet en dije un orbitenn gelc'hiek. Gant ar c'horfoù ardaouel e c'heller kaout un orbitenn damgelc'hiek gant ma vo lakaet ur voulenn homogenek e-lec'h an Douar e-barzh ar jedadennoù.
Estroc'h eget er geriaouegoù e vez implijet ar ger orbitenn : er gazetenn Ya! da skouer, pe e Wikipedia c'hoazh (ken abred ha 2005). Er skolioù ivez eo ar ger orbitenn a vez implijet : raktres TPE liseidi Diwan --Yun (kaozeal) 11 Ebr 2016 da 12:03 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Ne gavan abeg ebet en hoc'h evezhiadenn diwar-benn an adplanedennoù. Padal, n'eo ket souezhus e vefe implijet ar ger "orbitenn" gant liseidi Diwan dre m'eo an hini nemetañ bet dibabet gant Kreizenn ar Geriaouiñ ha kelennet dezhe emichañs (?)... Evit ar gelaouenn ho poa meneget uhelikoc'h e chomin fur o skrivañ ez eo pell gwelloc'h ganin dibab ma daveoù er geriadurioù da-heul :

ORBITE tro(-blanedenn), tro-gelc'h, kelc'hdro, -drôad f. kelc'hred m. (d'après le gallois); — [...]. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 515a.
1. ORBITE (F.) trajectoire Kelc'hdro (F.) Reun ar Glev, Dictionnaire classique français-breton, 1990, pajenn 2490b.
ASTRONOMIE orbite | kelc'htro | b. | kelc'htroioù (étudié) TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
ORBITE [...] ASTRON., PHYS. amestez m. -ioù. [...] Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, pajenn 948b.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Ebr 2016 da 17:26 (UTC)[respont]

Demat deoc'h tudoù. N'on ket gwall chalet gant implij ger-mañ ger. N'eus ket eus ar pennadoù mañ er wiki brezhoneg, ha pa savan ur pennad (peurliesañ en ur dreiñ diwar ar galleg pe ar saozneg) ne vez nemet ar geriadurioù war ar rouedad ganin. Ha n'eus nemet war lerc'hienn "Dictionnaire breton des sciences et des techniques KREIZENN AR GERIAOUIÑ" e vet kavet ur geriaoueg ledan a-walc'h war ar skiantoù. Ne gavan ket brav atav o zibaboù, met afin, pa vez an daveen nemeti hag a vez digor d'an holl e kavan mat (hag aes ivez e rankan ansav) ober ganti. Pajennoù adkas a c'heller sevel evit ar gerioù all. Ar pezh am eus bet graet da skouet evit hedenn, pa oa krouet dija ar pennad hedred. --LapinSpluj (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 08:49 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Oc'h ober gant Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) (2012) e c'hallfet kaout ho kwalc'h a c'herioù skiantel ivez... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 09:36 (UTC)[respont]
War ar rouedad emañ ivez? Ne vez ket atav ma malizenn geriadurioù ganin siwazh ;) --LapinSpluj (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 09:51 (UTC)[respont]
N'hall ket bezañ pep tra war ar rouedad, paotr kaezh ! Embannet e 2012 e chomo ar geriadur-se e gwerzh e-pad ur pennad c'hoazh. Da ziwall 'zo rak pa grog an den da sevel ur pennad bennak ez eo furoc'h gwiriañ hag-eñ emañ an holl roadennoù gantañ...--Prieladkozh (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 10:09 (UTC)[respont]
Daoust ha peseurt roadennoù a vanke dit er pennad-mañ? Laouenn e vezan atav o teskiñ diwar ma fazioù pa vezont displeget din. --LapinSpluj (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 11:08 (UTC)[respont]
Lennit an holl zaveennoù a zo bet ouzhpennet hag e vo komprenet ganeoc'h n'haller ket reiñ da grediñ d'al lennerien n'eus nemet eus ar ger "orbitenn" e brezhoneg... evel ma oa bet skrivet gant an implijer LLydawr da gentañ-penn. Marteze e vije bet furoc'h klask dastum boued sof-kont e-barzh an holl c'heriadurioù en ho kerz a-raok kregiñ da-vat. Un ali personel ha netra ken, evel-just.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Ebr 2016 da 11:23 (UTC)[respont]
Me sonje din ne oa ket pal wikipedia bezañ ur geriadur, nebeutoc'h c'hoazh geriadur an henvelsterioù. Evit ar pezh a sell ouzh an daveennoù e rank ar wiki brezhoneg bezañ an hini nemetañ ma vez ret reiñ un daveenn war ger-mañ ger ha n'eo ket war danvez ar pennad e-unan. Daoust ha petra a zo pouezhus deoc'h-c'hwi? Ma c'hellfe unan deskin ha komprenn petra eo un orbitenn (pe forzh peseurt heñvelster a blijo deoc'h implij daoust ma z'eo ar ger-se a vez implijet er skoloioù diouzh ar pezh a gomprennan) e brezhonek pe gouzout e vez graet gant ar ger bitrak e geriadur Ménard met gant ar ger strak e geriadur an Here, ha c'hoazh gant brulu e geriadur Franser Vallée? Adarre, ma fell deoc'h klokaat ar pennadoù ha degas boued ouzhpenn ez eo dres pal ar raktres. Hag adarre ivez, pajenoù adkas a vez tu d'ober evit diluziañ implij henvelsterioù. Ha setu ez eo erru hiroc'h ar c'haozeadenn evit ar pennad e-unan! Biskoazh kement-all!--LapinSpluj (kaozeal) 13 Ebr 2016 da 08:38 (UTC)[respont]
Demat deoc'h ivez, A-raok mont pelloc'h, lezit ac'hanon da reizhañ un nebeud gerioù implijet ganeoc'h uheloc'hik : heñvelsterioù, war ar ger-mañ-ger, deskiñ, kompren, a gomprenan, e brezhoneg, Frañsez Vallée, pajennoù, ar gaozeadenn.
N'em eus ket komprenet mat ster ho frazenn "Evit ar pezh a sell ouzh an daveennoù e rank ar wiki brezhoneg bezañ an hini nemetañ ma vez ret reiñ un daveenn war ger-mañ ger ha n'eo ket war danvez ar pennad e-unan." 'm eus aon...
Boulc'het e oa bet an traoù gant an implijer Llydawr, hag eñ o c'houlenn : "E pennadoù all war dachenn ar steredoniezh e reer gant ar ger 'kelc'htro" evit se (s.o. Egorlestr, Gourizad asteroidennoù...)." gant gwir abeg. Dibabet ho poa ober gant "orbitenn", ur ger ha ne gaver nemet e-barzh geriaoueg Kreizenn ar Geriaouiñ ha normal eo e vefe tennet hoc'h evezh war an dra-se ha mat pell 'zo ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Ebr 2016 da 09:26 (UTC)[respont]
Komprenn a rit ar pezh a fell deoc'h komprenn, mat eo din. A benn ar fin e komprennan perak e tro skuizh pe da roñfl tud zo amañ. Pegen dipitus pa vez labour d'ober. Evidon-me eo echu tabutal, ma ne blij ket deoc'h pe da dud all ma doare ober ez oc'h dieub da cheñch ar pezh a skrivan, n'on ket chalet tamm ebet gant kement all. Trugarez deoc'h memestra da sachañ ma evezh war ar fazioù yezh (re stank moarvat) bet graet ganin, dav e vo din strivañ war ar poent-se. --LapinSpluj (kaozeal) 13 Ebr 2016 da 11:41 (UTC)[respont]
"Komprenn a rit ar pezh a fell deoc'h komprenn, mat eo din." emezit-hu ? Pa skrivan "N'em eus ket komprenet mat ster ho frazenn "Evit ar pezh a sell ouzh an daveennoù e rank ar wiki brezhoneg bezañ an hini nemetañ ma vez ret reiñ un daveenn war ger-mañ ger ha n'eo ket war danvez ar pennad e-unan." 'm eus aon..." ez eo peogwir n'em eus komprenet takenn, ken aes ha tra hag arabat klask laou el lec'h ma ne vez ket nez, mar plij ganeoc'h !
"A benn ar fin e komprennan perak e tro skuizh pe da roñfl tud zo amañ." : petra eo ar gastelodenn nevez-mañ ?????!!!!!
N'emaon ket o "tabutal" (it da sellet ouzh ster resis ar verb-se) ganeoc'h, klask eskemm ha kaozeal ne lâran ket.
"Trugarez deoc'h memestra da sachañ ma evezh war ar fazioù yezh (re stank moarvat) bet graet ganin, dav e vo din strivañ war ar poent-se." : mann ebet 'vat ha krogit d'ober strivoù war ar verb "kompren" marteze ? :-) Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Ebr 2016 da 12:31 (UTC)[respont]