Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Maria Klementine Aostria (1777–1801)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Dineptu" eo « Daou vugel hepken he doe Maria Klementine » hervez User:Bianchi-Bihan, met Maria Klementine n'he doe nemet daou vugel en doa skrivet e roazhoneg a-raok ! --109.218.2.54 3 Mae 2021 da 12:52 (UTC)[respont]

Da unan dineptu e tisplegfen, d'am brennigenn ne rin ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Mae 2021 da 12:55 (UTC)[respont]
Gouest out da lavarout pelec'h e kavez roud eus nepell goude, pe ijinet eo ganit? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Mae 2021 da 17:28 (UTC)[respont]
O ya ! aze (ganit !), aze, aze hag aze, da skouer. --109.218.2.54 3 Mae 2021 da 18:05 (UTC)[respont]
Opala ! Dre fazi ha droukvesk e vez skrivet ha laret hiriv, a-wechoù, nepell goude, nepell war-lerc'h zo skrivet er Wikeriadur — hep daveenn avat ;)Ar choler (kaozeal) 3 Mae 2021 da 18:46 (UTC)[respont]
Un daveenn roet gant implij hon dentour dianav, n'eo ket fall dija : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Maria_Klementine_von_Österreich_(1777–1801)&diff=prev&oldid=1901818, trugarez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2021 da 06:44 (UTC)[respont]
Liv ebet e http://devri.bzh/recherche/?q=ñepell+&submit=. Fur e vefe tremen hep ar fallimplij-se, neketa? Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2021 da 06:47 (UTC)[respont]
  • Ouna a voe ken glac'haret ma tizerias ha ma varvas nepell goude. (Douglas Hyde, Ouna wenn, lakaet e brezhoneg gant Farnachanavan, Gawlarn niv. 90, Mae 1936, p. 41)
  • Nepell goude se o doa ivez an holl vanatiou en o fenn " tulkoued " a ouenn doueel uhel. (Remont Jestin, Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez, Gwalarn niv. 95-96, Here - Du 1936, p. 76)
  • Nepell goude e teuas hemañ da bareañ ha delioù nevez a savas eus ar c'hef (ne zeuont nemet dre ar c'hef anezhañ). (Remont Jestin, Hortus Mangarevenis, Al Liamm niv. 62, Mae - Mezheven 1957, p. 73)
  • Ha nepell goude e tisklerias ar c'habiten e pleg va skouarn : " An oristal-mañ a zo bet ofiser war ul lestr-brezel ". (Jarl Priel, Olga, Al Liamm niv. 69, Gouere - Eost 1958, p. 257)
  • Allas, mont a reas da anaon daou viz kent na zeuis er bed, ha va mamm baour, genidik eus gourenez Malacca, a varvas ivez diwarnon, nepell goude ar gwilioud. (Jarl Priel, Ar vorverc'h, Al Liamm niv. 79, Meurzh - Ebrel 1960, p. 76)
  • Nepell goude e teuas ur paotr yaouank d'he gweladenniñ. (Youenn Gwernig, Mab e dad, Al Liamm niv. 107, Du - Kerzu 1964, p. 437)
  • Aet oa va mamm d'an anaon nepell goude oa bet lazhet va zad er brezel. (Youenn Gwernig, An tokarn, Al Liamm niv. 110, Mae - Mezheven 1965, p. 150)
  • Nepell goude en em ziswel an dervenn gant e delioù glas tener o troc'hañ war liv teñval ar pupli beuzet en deñvalijenn. (Reun Menez Keldreg, Tonkadur, Al Liamm niv. 114, Genver - C'hwevrer 1966, p. 18)
90.32.141.129 4 Mae 2021 da 09:31 (UTC)[respont]

Souezhus ne vefe ket kavet dindan pluennoù Milin, Inizan, an Uhel na Yeun ar Gow, neketa. Na meneget e Geriadur an Here na Devri. Pa gavin er wikipedia e reizhin evel-just, peogwir e kaver dentourien hag a gred reizhañ "a-us da", implijet gant an Uhel da skouer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2021 da 14:13 (UTC)[respont]

Souezhus ?!? Ne gavan ket souezhus. Gwalarnegachoù kamm Jarl Priel n'emañ ket o flas er geriadurioù. 90.32.141.129 4 Mae 2021 da 14:57 (UTC)[respont]
Priel zo bet "reizhet" e skridoù a-raok embann.
"Dambrest goude", gant Inizan. [gant Bianchi-Bihan ec'h eo bet ouzhpennet an div lavarenn-se d'ar 4 Mae 2021 da 15:43]
Ingal e kasez skridoù dezho da embann en o c'helaouenn. 90.32.141.129 6 Mae 2021 da 10:31 (UTC)[respont]