Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h estren/Kinnig
Kaozeadenn gentañ (eilet diwar lec'h all)
[kemmañ ar vammenn]Setu an tamm kaozeadenn gentañ bet eilet diwar [1]:
Stumm pennañ an anvioù-lec'h hag an anvioù-tud estren
Respont ha kinnig
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket ar wezh kentañ ma sav kudennoù diwar-benn ar stumm da vezañ lakaet da titl ur pennad pennañ o tennañ d'ul lec'h pe d'un den a estrenvro skrivet en o stumm orin gant al lizherenneg latin.
Mat e vefe d'am soñj dont a-benn da dizhout ur c'henemglev a-stroll war ar c'hraf-mañ da vezañ embannet war-lerc'h evel politikerezh envl ofisiel da vezañ doujet utañ gant an holl.
Setu ma ali evit kregiñ da labourat ha da gaozeal en ur eskemm mennozhioù ha savpoentoù war ar c'hraf-mañ:
- 1. Betek-hen eo bet graet (hogozik) atav gant stumm orin leun an an
vioù-lec'h hag an anvioù tud estren skrivet gant al lizherenneg latin -- estreget ar re gante ur stumm brezhonek hengounel -- evit titl ar pennadoù pennañ ha savet akasoù, bewezh mar bez ezhomm, diwar stumm damheñvel hep tamm sin diakritek ebet evit aesaat ar c'hlaskoù, d.s:
- Tud:
- Mat e vefe sevel adkasoù bewezh mar bez ezhomm evit aesaat ar c'hlaskoù diwar stummoù all, da skouer stummoù hep sinoù diakritek pe c'hoazh stummoù saoznekaet kêrioù Iwerzhon h.a. Evel-se eo bet graet dre voaz peurliesañ ivez.
A-du e vefen-me ez-personel da kenderc'hel da vont war an hent-mañ.
- 3. Betek ma ne vo bet tizhet kenemglev ebet war an dachenn-mañ e kinnigan kenderc'hel d'ober kervez ar boazioù kent (kraf 1.) rak evidon-me e talve ur voas hirpad dija evel hemañ koulz hag un damkenemglev ket ha ne vo tizhet kenemglev a-stroll all ebet.
A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 15 Gwe 2007 da 09:57 (UTC)
Me zo a-du evit lakaat ar stummoù orin (gant sinoù diakritek ma 'z eus anezho) evel titloù, met pas evit ar gêrioù a zo dezho ur stumm hengounel e brezhoneg (Pariz, Londrez, Jeruzalem, Bourdel, Kaero, Vienna, Aljer, Damask, Kergustentin, Kergent, Varsovia, Moskov, Sant-Jakez a Gompostel, Kopenhagen hag un toullad all). Ret e vo bezañ war evezh pa vo skrivet anvioù turkek zo : İzmir gant un i bras hag un poent a-us a zo gwir anv ar gêr. --Ch. Rogel 15 Gwe 2007 da 21:02 (UTC)
Kavout a ra din e ranker ober er Wiki brezhonek evel ma reer er Wiki-où all, da lavaret eo ober gant ar stummoù orin evel titloù, nemet pa vez ur stumm hengounel e brezhoneg, evel ma skriv Ch. Rogel. Poellek eo ober e-giz-se. Klask brezhonekaat an doare da skrivañ anvioù skrivet gant al lizherenneg latin, evit klask drevezañ an distagadur lec'hel, a vo diaes ha kazi diposupl. Mat eo diskouez petra eo an distagadur orin, er vro, evel-just, met evit se n'eus nemet implijout al lizherenneg fonetikel etrebroadel (evel ma reer e pennadoù zo : Göteborg, Milwaukee...). Diouzh an dro e vo mat kaout adkasoù, evit al lizherennoù diaes da skrivañ gant hor c'hlaverioù (Bialystok...). --Llydawr 5 Her 2007 da 20:49 (UTC)
- A-du evel-just. Bianchi-Bihan 5 Her 2007 da 20:56 (UTC)
- A-du evel-just. Neal (Kaozeal) 6 Her 2007 da 08:22 (UTC)
Stumm ar vro
[kemmañ ar vammenn]Lakaomp e vije dibabet lakaat ar "stummoù orin" evel titloù. Diaesterioù a vo evit al lec'hioù zo e broioù ma komzer meur a yezh : petra eo ar stumm orin, petra eo stumm ar vro ? Ur seurt boaz zo, betek-henn, er Wiki brezhonek hag e kalz skridoù brezhonek, a-hend-all, d'ober gant stummoù iwerzhonek evit anvioù-lec'h Iwerzhon, stummoù euskarek evit anvioù Euskadi... Hogen ret eo anzav ne vo ket aes bepred mont gant an hent-se : peogwir ne vo ket aes dimp atav kavout ar stummoù-se evit ar yezhoù n'int ket ofisiel, peogwir e c'hell bezañ dizemglev war ar stumm da reiñ e "yezh ar vro" (A Coruña/A Corunha, Iruñea/Iruña...), peogwir e c'hell bezañ meur a yezh er "vro"... An titl divyezhek Bozen-Bolzano zo bet lakaet evit ur gêr anavezet dindan tri anv (pe tri stumm) (alamanek, italianek, ladinek). Un titl italianek Aosta zo bet lakaet evit ur gêr anavezet evel Aosta en italianeg, Aoste e galleg hag Aoûta, hervez kont, e frankoprovañseg... Da'm soñj ne vo ket posupl ober dibaboù strizh war an dachenn-se. Pa vo lakaet da ditl un anv-lec'h en ur yezh "vihan", e vo ret krouiñ atav un adkas diwar an anv er yezh ofisiel ha menegiñ ar stumm ofisiel er pennad. --Llydawr 6 Her 2007 da 20:52 (UTC)
Kendeuziñ pennadoù
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj e vefe mat kenteuziñ ar bajenn-mañ gant homañ dre m'o ledanoc'h hag hollekoc'h homañ hag enni e kaver kinnigoù resis. --Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2007 da 11:36 (UTC)
- N'on ket sur: ar bajenn-mañ a zo war ar reizhskrivañ nemetken. An hini emaon o sevel (kroget ganin pell 'zo, met me oa o c'hortoz e vije distroet an dud eus vakañsoù evit he lakaat a well d'an holl) a zo muioc'h war ar brezhonekaat, ar furm, hag all (evit sklaeraat un nebeut dizemglevioù savet war ar wikipedia-mañ). Ha dreist-holl nemet war an anvioù-tud, pa z'eo da hini dreist-holl war an anvioù lec'h. Dit da welet... Benoni (Kaozeadenn) 16 Gwe 2007 da 11:41 (UTC)
- Stag emañ an eil kraf ouzh egile: amañ e vez kaoz eus anvioù tud ivez ha kinniget e vez chom hep o brezhonekaat ha ma teufer a-benn da gaout un emglev war ar c'hraf-mañ amañ e vije ret e lakaat e pleustr war ar bajenn all-se ha vice versa. diskoulm: rouestlet e voi ar bajenn-mñ d'an anvioù lec'h nemetken, en ur c'hoût e kavfen gwell, dre vras, lakaat e pelsutr an hevelep diviz ken war an anvioù-lec'h estren ha war an anvioù tud estren evel-just. Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2007 da 14:10 (UTC)
- Ok, mat e din. A-du emaon ganit evel-just. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gwe 2007 da 14:13 (UTC)
- Stag emañ an eil kraf ouzh egile: amañ e vez kaoz eus anvioù tud ivez ha kinniget e vez chom hep o brezhonekaat ha ma teufer a-benn da gaout un emglev war ar c'hraf-mañ amañ e vije ret e lakaat e pleustr war ar bajenn all-se ha vice versa. diskoulm: rouestlet e voi ar bajenn-mñ d'an anvioù lec'h nemetken, en ur c'hoût e kavfen gwell, dre vras, lakaat e pelsutr an hevelep diviz ken war an anvioù-lec'h estren ha war an anvioù tud estren evel-just. Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2007 da 14:10 (UTC)
Kaozeal kent mouezhiañ
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket bet savet ar bajenn-mañ gant ur framm a dennfe kentoc'h evit ur vouezhiadeg rak gwell eo kaozeal ha klask tizhout un emglev a-raok votiñ mar bez ezhomm da heul. War ar bajenn bennañ e kaver kinnigoù o vont war hent eeunaat ar boazioù stankañ betek-hen rak n'eo ket homañ un dachenn bet kroget an dud da labourat warni nevezig 'zo. Abalamour da se ne gaver nemet ur c'hinnig war pep kraf war ar bajenn bennañ da vezañ kaozeet diwar o fenn ha kemmet tamm-ha-tamm mar bez ezhomm hervez ar c'hoazeadennoù-se. Ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev a-stroll ledan en ur ober evel-se e c'hello bezañ adframmet ar bajenn gant pep kinnig resis savet diwar ar c'haozeadennoù evit ma vefe mouezhiet diwar o fenn. Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2007 da 14:19 (UTC)
Lenn a ran: Ober gant ar stumm orin leun atav gant an holl sinoù diakritek, ha prest on da vont a-du, met:
- Petra eo ar stumm orin leun ? Skouer: Hautes-Pyrénées pe Pireneoù-Uhel? Talvout a ray ar reolenn evit anvioù an departamantoù gall ivez?
- Adwelet e c'hell bezañ pep reolenn mar bez ezhomm, da lâret eo e c'hellor kenderc'hel d'ober gant ar reolenn ispisial o tennañ d'an departmanentoù gall pe get. da welet hervez ali an dud. kavout a rafen gwell chom hep adwelet reolennoù bet tizhet un emglev diwar o fenn dija met ma'c'h eo evit tizhout un emglev ledanoc'h hag hollekoc'h n'eus kudenn ebet evel-just.
Neal (Kaozeal) 27 Gwe 2007 da 06:28 (UTC)
Lenn a ran: met tamm adkas didalvoud ebet evit:Charleville-Mézières Saint-Lô
- Saint-Lô : a-viskoazh e ran gant Sant-Lo, a implijan kenañ abalamour d'ur brezhoneger o chom eno, talvoudus an adkas a zo, ha mat an traoù evel-se.
- Ma'c'h eo mat evel-se, mat eo ha mat pell 'zo... . Ur skouer ne oa ken. E gwirionez n'eo ket ur pikol striv sevel un adkas bewezh. Kememt e vo war roll ar c'hinnigoù.
Neal (Kaozeal) 27 Gwe 2007 da 06:28 (UTC) N'em boa ket gwelet an adkas da gentañ. Gwiriet em boa a-raok echuiñ ma frazenn.Ha kavet mat. Vel-se 'c'hoarvez 'wechoù. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 07:40 (UTC)
- Aes eo brezhonekaat n'eus forzh pe anv sant er bed, pe hogozik: Kab Sant Visant da skouer.
Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 01:46 (UTC)
- A-du. Ha perzhioù douarnoniel ivez, d.s. "Kab". Da vezañ ouzhpennet war roll ar c'hinnigoù.
Neal (Kaozeal) 27 Gwe 2007 da 06:28 (UTC)
- Pa laran aes ne lavaran ket ret. Met naturel eo. Ha berroc'h a-wechoù: Sant Pêr a raen eus ca:Sant Pere Pescador evel eus es:San Pedro de Jujuy, pa oan eno. Ma lakfemp Santez Barba evit kement Santa Barbara zo er bed? Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 07:40 (UTC)
- Ma'c'h eo ken aes all perak chom hep hen ober atav (seul wezh ma c'heller evel-just). A-drugarez d'ar pajennoù digejañ e c'heller ober gant an hevelep anv evit ober diouzh meur a lec'h. kudenn ebet e gwirionez war ar wikipedia.84.78.78.41 27 Gwe 2007 da 12:04 (UTC)
- Pa laran aes ne lavaran ket ret. Met naturel eo. Ha berroc'h a-wechoù: Sant Pêr a raen eus ca:Sant Pere Pescador evel eus es:San Pedro de Jujuy, pa oan eno. Ma lakfemp Santez Barba evit kement Santa Barbara zo er bed? Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 07:40 (UTC)
Farsal
[kemmañ ar vammenn]O farsal e oan. N'haller ket brezhonekaat "seul wech ma c'haller", ha ma rankomp brezhonekaat hon endro (un tamm bennak da vihanañ) n'hallomp ket brezhonekaat na Bro-C'hall nag ar bed. Siriusoc'h:
- D'am soñj e c'hallomp brezhonekaat un nebeud anvioù evel ar C'hab glas, Kab Sant Visant, ar Mor Du, dre vras pa vez un anv boutin...
- N'hallomp ket ober evit anioù kêrioù, nemet dre fent, evel ar c'hant San Pedro bennak zo er bed (nemet Leugêr Sant Pêr e Roma moarvat).
- Evel just e kavan reizh ober gant Evrog Nevez, evel ma vez graet er yezhoù keltiek all, met n'ouzon ket hag-eñ e c'hallomp mont kalz pelloc'h: Hampshire Nevez (pe Kontelezh Hampton Nevez?), Karolina ar C'hreisteiz .
- Ha New South Wales? Kembre Nevez ar C'hreisteiz pe Kembre ar C'hreisteiz Nevez? pe Sukembre Nevez?
- Met komzomp eus se. Ha deomp dezhi goustadikañ ma c'hallimp. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 12:38 (UTC)
- Evit "New South Wales": penaos vez graet e kembraeg? Arabat brezhonekaat pep tra, met ne vijen ket a-enep ur furm evel Kembre Nevez ar C'hreisteiz, dreist-holl ma vez kembraeget gant ar c'hembraiz. Dre vraz, me zo evit brezhonekaat ar gerioù o tennañ d'an douaroniezh evel kreisteiz (ha pas "su"!!!!!), mor, uhel, hag all... Benoni (Kaozeadenn) 8 Her 2007 da 10:01 (UTC)
Kendivizoù heñvel
[kemmañ ar vammenn]Tizhet ez eus bet ur c'hendiviz o tennañ d'an dachenn-mañ evit a sell ouzh kêrioù Belgia (s.o. Liège). Poellek e vefe klask ledanaat an diviz-se evit tizhout ur c'henemglev hollekoc'h war an dachenn-mañ. Neal (Kaozeal) 8 Her 2007 da 08:42 (UTC)
Setu ur reolenn bet votet er c'hendiviz reolata war an anvioù-tud, hag a c'hell servij da skouer amañ:
- Reolenn 6: Ar pennadoù a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all.
A galon, Benoni (Kaozeadenn) 28 Her 2007 da 18:28 (UTC)