Kaozeadenn Implijer:Splujer
Salud, Splujer, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Splujer. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Demat. Deuet mat oc'h er Wiki-mañ, n'eo ket al labour a vanko deoc'h. Kalon vat! A galon. Kadbzh 12 Ebr 2011 da 16:24 (UTC)
- Anat dit e vo plas forzh pegement evit labourat ha sevel pennadoù a-feson war Wikipedia vrezhonek. Kalon dit --Y-M D (kaozeal) 26 Ebr 2011 da 22:02 (UTC)
- Ar reizh, pe ar revr. Ar memes tra eo dit? Bianchi-Bihan 2 Gou 2011 da 15:35 (UTC)
N'eo ket'ta d'un doare lodennoù korf, a-du on ganit, met ar ger a vez implijet gant an hevelep ster a-wezhoù, 'pezh 'm eus skrivet. Ha n'eo ket me en deus ijinet an dra-se! Kavet e vez-se e geriadur hollvrezhoneg An Here.Splujer 2 Gou 2011 da 16:14 (UTC)
kemmadurioù
[kemmañ ar vammenn]Salud dit. Hama, n'eus ket anv a gemmadur er skouer a roez. Ar Bronneged, ha bras pe vihan 'vefent, ha n'eo ket ar Vronneged. Ar c'hemmadur a c'hoarvez gant ar gerioù tud (ha n'eo ket loened) gourel el liester. A galon,--Gouerouz (kaozeal) 2 Gou 2012 da 09:30 (UTC)
- Mat eo din bremañ gant an displegadenn Splujer (kaozeal) 2 Gou 2012 da 12:57 (UTC)
Diwall
[kemmañ ar vammenn]Kemm zo d'ober etre
- an anvioù lies (gourel, gwregel ) : ar c'hadorioù, ar c'hizhier, ar c'hartennoù
- an anvioù lies TUD gourel: ar baotred, ar gelennerien ...
neuze:
- ar bronneged (loened)
- ar vronneged (tud)
Ma n'eo ket a-du ar re all ganin e tisplegint o soñj. a galon Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gou 2012 da 09:36 (UTC)
- Displeget div wech ( ha dre ar munud) evit muioc'h a efedusted. Mersi bras dit ivez Splujer (kaozeal) 2 Gou 2012 da 12:59 (UTC)
Unanderennoù
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:28 (UTC)
Aide
[kemmañ ar vammenn]Salut! Pourrais-tu traduire cette information au breton, s'il te plait?
Bienvenue sur la Wikipédia en ido. L'ido est né d'une réforme de l'espéranto, décidée en octobre 1907 par la Délégation pour l'adoption d'une langue auxiliaire internationale réunie à Paris au Collège de France et composée de représentants officiels d'autres langues construites (espéranto, idiom neutral, latino sen flexion, etc.), et de scientifiques et linguistes de renommée internationale. L'ido a ainsi été allégé de toutes les lourdeurs et complications inutiles de l’espéranto (alphabet spécifique, pluriel en j, accusatif systématique, accord des adjectifs, etc.). L'ido utilise l'alphabet latin non accentué et utilise un plus grand nombre d'affixes que l’espéranto pour faciliter les dérivations. Son vocabulaire, basé sur six langues (anglais, français, allemand, espagnol, italien et russe) et sur le principe du maximum d'internationalité, donne à l'ido un caractère plus naturel que l’espéranto, tout en gardant certaines ressemblances.
Si vous étudiez l'ido et voulez écrire pour notre Wikipedia, n'hésitez pas ! Nous avons des contributeurs pour corriger votre ido si vous faites une méprise. Utilisez simplement la mention {{revizo}} si vous pensez que votre article aurait besoin d'une révision grammaticale.
Le site principal pour la langue ido est XXX, les publications en Ido référencées sur XXXX.
Merci pour ton aide. --Chabi1 (kaozeal) 4 Eos 2014 da 07:42 (UTC) Chabi1
- Bonjour / mont a ra mat Chabi1?
- Voici une traduction possible en breton :
- Degemer mat war Wikipedia en Ido. Dont a ra an Ido eus an Esperanto nevesaet e miz Here 1907 gant ur strollad Délégation pour l'adoption d'une langue auxiliaire internationale e anv, bodet e Paris e Skolaj Bro Frañs, ennañ pennoù bras yezhoù savet all (esperanto, idiom neutral, latino sen flexion, hag all hag all), ha skiantourien ha yezhonerien brudet ezbedel. Skanvaet eo bet an esperanto evit stummañ an Ido (lizherenneg latin boutin e plas unan ispisial d'an esperanto da skouer) Diazezet eo bet an Ido diwar c'hwec'h yezh (saozneg, galleg, alemaneg, kastilhaneg, italianeg ha rusianeg) ha war muioc'h a etrebroadelezh. Er mod-se eo natureloc'h an Ido eget an Esperanto o chom damheñvel memestra.
- Ma z'oc'h o studiañ an Ido hag ho peus c'hoant kemer perzh da skrivañ pennadoù en hor Wikipedia, krogit ennañ. Tud gouest d'ho tifaziañ a zo. Implijit Patrom:Revizo e penn ho pennad evit goulenn sikour digant unan barrek war yezhoniezh an Ido.
- Lec'hienn bennañ evit an Ido a zo XXX, Ar pennadoù en Ido a c'hell bezañ kavet war XXXX.
Splujer (kaozeal) 4 Eos 2014 da 08:47 (UTC) Merci beaucoup pour ton aide. --Chabi1 (kaozeal) 4 Eos 2014 da 10:55 (UTC)
Salud dit. Ne gomprenan ket mat da ditl amañ Ipsa (doaread), ne vefe ket kentoc'h "Ipsa (genad)"?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Eos 2014 da 10:23 (UTC)
- Salud dit Trec'hlid mitonet . Evel reson, emañ ar gwir ganit. Merzhet em eus ar fazi-se ivez. Skuizh e oant pa 'meus skrivet marteze. Neuze e vefe mat e cheñch ma 'peus ar gwirioù d'hen ober, e Ipsa stumm berr kentoc'h , pe e Ipsa (genad).
- Splujer (kaozeal) 4 Eos 2014 da 12:53 (UTC)
- Kement hini a c'hall cheñch titl ur pennad. Evit ober: sell e krec'h ar bajenn, a-zehoù. E-kichen an toull "klask" e welez "Muioc'h". Klik eno, hag e teu "adenvel" war-wel. N'eus ken nemet leuniañ an traoù. A galon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Eos 2014 da 15:34 (UTC)
- Mersi bras dit evit an displegadenn. Bremañ e ouzan penaos hen ober. A galon. Kenavo d'ur wech all. Splujer (kaozeal) 4 Eos 2014 da 15:54 (UTC)
- Kement hini a c'hall cheñch titl ur pennad. Evit ober: sell e krec'h ar bajenn, a-zehoù. E-kichen an toull "klask" e welez "Muioc'h". Klik eno, hag e teu "adenvel" war-wel. N'eus ken nemet leuniañ an traoù. A galon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Eos 2014 da 15:34 (UTC)