Kant Devezh
Ar C'hant Deiz pe ar C'hant Devezh (« Les Cent-Jours » e galleg), a lavarer eus ar mare, en istor Bro-C'hall, er bloaz 1815, ma teuas an impalaer gall Napoleone Buonaparte, diskaret bloaz a-raok e 1814, da adkemer ar galloud e Bro-C'hall, goude distreiñ eus e harlu en Elba, un enezenn er Mor Kreizdouar dirak aod Toskana, betek deiz e faezhadenn d'an 18 a viz Mezheven 1815, en emgann Waterloo.
En resis, e konter 100 deiz etre :
- ar 1añ a viz Meurzh 1815, pa zistroas Napoleon Iañ da Vro-C'hall o tilestrañ e Provañs, e Vallauris (Alpes-Maritimes a-vremañ) goude kuitaat enez Elba, e Dugelezh-veur Toskana, e-lec'h ma oa harluet abaoe ar 4 a viz Mae 1814 (Feur-emglev Fontainebleau (1814)), hag
- an 22 a viz Mezheven 1815, pa rankas an Impalaer dilezel ar galloud evit an eil gwech, kent bezañ harluet da Enez Saint Helena betek e varv e 1821.
Ar gomz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ ne dalveze ket al lavar gallek « Les Cent-Jours » da ober anv eus distro an impalaer, met eus ezvezañs ar roue Loeiz XVIII eus kêr Bariz. Savet e vije bet gant ar prefed Chabrol de Volvic, prefed an departamant Seine, a zegemeras Loeiz XVIII pa zistroas eus e eil harlu gant ar gerioù-mañ : « Sire, cent jours se sont écoulés depuis le moment fatal où Votre Majesté, forcée de s'arracher aux affections les plus chères, quitta sa capitale au milieu des larmes et des lamentations publiques ». Ne oa ket ar wirionez rik peogwir e oa bet ouzhpenn kant deiz entre skampadenn ar roue d'an 20 a viz Meurzh hag e zistro d'an 8 a viz Gouhere: dek deiz ha kant a oa bet.
Adal 1819, en e eñvorennoù ( Mémoires sur les Cent jours), e oa bet roet an anv-se gant Benjamin Constant da zistro Napoleon, ha kemend-all a reas ar Breizhad François-René de Chateaubriand.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Napoleon d'an harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mizioù C'hwevrer ha Meurzh 1814 edo Napoleon o tifenn douar Bro-C'hall a-enep armeoù broioù Europa bodet er C'hwec'hvet Kenunaniezh. En desped d'un toullad trec'hadennoù gant arme an impalaer, e tegouezhas ar Gevredidi dirak Pariz pa felle da Napoleon o herzel e Saint-Dizier. Met re ziwezhat e tegouezhas en Île-de-France, ma rankas en em dennañ da Fontainebleau.
Goude e faezhadenn e voe rediet Napoleon gant e varichaled da zilezel ar galloud. Diskaret e voe gant ar Sened adal an 3 a viz Ebrel. Fellout a rae da Napoleon leuskel ar gurunenn impalaerel gant e vab Napoleon II, met nac'h krenn a reas ar Gevredidi ha kaset e voe d'an harlu. E-keit-se e oa bet lakaet ur priñs gall da roue Bro-C'hall, Loeiz XVIII e anv : Kentañ Restaorasion a vez lavaret eus ar renad politikel a oa bet er C'hant Devezh.
E miz Meurzh 1815 avat e tec'has Napoleone eus Elba, e tilestras e Provañs, hag e kemeras penn an hent da vont da adkemer ar galloud e Pariz.
Hent Napoleon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hent Napoleon a vez graet eus an hent a gemeras Napoleon da vont eus Provañs betek Pariz.
Pariz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skampet e oa ar roue gall .
Neuze en em vodas adarre darn eus broioù galloudus Europa da dalañ ouzh an impalaer, ha da adlakaat ar roue gall Loeiz XVIII war e gador-roue.
Brezel a voe adarre, betek emgann Waterloo, d'an 18 a viz Mezheven 1815, a voe kollet gant Napoleon, dirak luioù Prusia hag ar Rouantelezh Unanet.
Distro ar roue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez Kentañ Restaorasion eus ar renad politikel a oa bet er C'hant Devezh, hag Eil Restaorasion eus an hini a c'hoarvezas goude emgann Waterloo pa zistroas ar roue harluet.
Prizoniad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaset e voe ar prizoniad Napoleon d'an harlu da Santez Helena, un enezenn bell er Meurvor Atlantel, e dalc'h Breizh-Veur, hag eno e chomas betek fin e vuhez e 1821.