Kampionad europat ar gouren hag ar back-hold

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Recycle002.svg
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo graet ar gwellaennoù ret e vo dilamet ar patrom-mañ...

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Abaoe 1986 ez eus ur c'hampionad etrevroadel gouren keltiek. N'eus nemet daou stumm : ar gouren sport Breizh hag ar back-hold hini Bro-Skos. Aozet e vez ar c'hampionad se gant ar filc gant broioù zo Europa.

Tenerife2008.jpg


Ar FILC[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gouren n’eo ket bevennet el live rannvroel, sevennet eo en ul live etrevroadel.Kevredad ar gouren a gemer perzh er FILC ( federation international des luttes celtiques). Savet eo bet ar FILC e Cardiff e 1985 gant Bretoned, Skosed, Saozon ha Kerneveuriz. Renet eo gant ar skosad Willy BAXTER. Kavet vez 11 vro pe broad :

  • Breizh
  • Austria
  • Bro skoz
  • Bro saoz
  • Iwerzhon
  • Island
  • Bro leon (spagn)
  • Sued/sveden
  • Izel-vroioù
  • Sardinia

FlagsSite.jpg

An holl broioù-se o deus ur mod da gourenañ hengounel alies tost tre diouzh ar gouren. Pal ar FILC a zo sikour anezho da zioroiñ o sport, hag kalonekaat d’ober eskemmoù etre gourenerien europa.


Bez ez eus kejadennoù etrevroadel all estreget ar hini kampionnat europa: tournamant ar St loup e gwengamp a zo ur gejadenn etre breizh ha bro skos. Pep bloaz ez eus ur strollad breizhad a zo e bro Saoz hag e bro skoz evit kemer perzh e tournamantoù Back-hold

Ar Gouren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Logo lutte bretonne.gif

Ar gouren, genidig eus ar broioù kelt, a zo bet e pad pell ur boelladenn hag a blije kalz da vrezelourien Breizh. Dalc’het en deus abaoe ar mare-se ar spered uhelsperedek hag a vez adkavet hiziv an deiz el le, lavaret gant ar gourenerien a raok pep kenstrivadeg. En em ledet eo ar gouren war ar maezioù e-lec’h ma veze priziet kalz an nerzh hag an ampartiz. Pep gouel a oa un digarez evit ober kenstrivadegoù. E 1930, ar medisin Charles Cotonnec, gant ar c’hoant d’ober eus ar gouren ur sport arnevez, a krouas ar FALSAB (“Fédération des Amis des Luttes et Sports Athlétiques Bretons”) karget da aozañ ha da lezennatañ ar gouren. Hiziv an deiz ar gouren a vez sevenet e skolioù adalek 6 vloaz ; e-pad ar goañv ez eo e sallioù hag e-pad an hañv ez eo er maez e vez graet ar c’henstrivadegoù. Ar gouren a zo ivez ur c’hevezadeg broadel hag etrevroadel e-lec’h ma vez bodet un dek bennak a vroad european. Ar gouren a zo an holl traoù-se met kement a traoù all ivez…Met eo da gentañ ar blijadur d’en em embregiñ dre krogadoù hep gwalldaol, doujus e-keñver an eneber, ha breizhat !

Merkoù spis ar gouren.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog ha krog hag en o sav e rank Gourenerien Vreizh gouren an eil ouzh egile, pep ur roched warno. Morse n’e vez kendalc’het war al leur. Pal pep krogat eo al LAMM, da laret eo sankañ egile war an douar dres war e zaou plankenn skoaz. Ar gourenerien a zo staget gant an daou zorn an eil e roched egile a-us d’ar gouriz hag an divesker gant an divesker, ne c’hell divesker an eil nemet kregiñ e re egile. An doare kregiñ ha treiñ ar c’har en-dro da c’har ar c’hengourener, ar c’hliked a vez graet anezhañ, a zo elfenn diazez ar c’hogat, met n’eo ket rediet. Ambrougerezh kouezhadenn ar gourener hag a gouzañv ar c’hraf ha kontrollañ ar bannadenn a zo rediet. En ur sturiañ ar c’hengourener war al leur e pad ar gouezhadenn gant sikour ar vrec’h pe an divesker, en doare se an argader a c’hell reiñ ur stumm d’ar c’hraf ha diwall da surentez e c’hengourener.


Prise02.jpg

Ar fazioù.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N’eo ket aotreet an taolioù fall : difennet eo skeiñ e eneber, mont dreist an distilh, da grougañ. Ur c’haf kontrollet fall a c’hell bezañ kadarnaet m’en deus lakaet an eneber en arvar. Ar feulsder dre ar gerioù a eneb an eneber pe an tredeog a zo kadarnaet mat. Nac’hañ stourm a zo harluet ivez : difennet eo dec’hell e eneber pell en ur steniañ an daouvrec’h pe en ur peurstardañ e benn, en ur bountañ e vorzhed gant an daouvrec’h, pe en ur chom gant ul lec’hiadur difenn e-pad ur maread re hir. Da vare ur brojectadenn, ar gourener hag a lak ar vrec’h evit diwall diouzh ar gouezadenn a zo ur fazi bras.

An doareoù da gounez.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trec’h war ar c’hogad a c’hell bezañ kemeret dre (eus an hini pouezusañ d’an hini bihanañ) :

Lamm.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lamm a zo an disoc’h gwellañ ez eus tu kaout er Gouren. An trec’h a vez roet diouzhtu war ar c’hogat. Al lamm a zo sankañ egile en douar dres war e zaou plankenn skoaz, a-raok n’eus forzh peseurt lodenn all eus ar c’horf.

Poent.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tizhet e vez pa vez graet 2 fazi gant an eneber. Kevatal eo d’ur Kostin.

Kostin.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un disoc’h tost eus al Lamm, ur gouezhadenn war ur skoaz nemet ken eo.

Fazi.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc’h ur fazi graet gant ar gourener, lakaat ar vrec’h evit diwall diouzh ur gouezadenn bennak da skouer. 3 fazi a zo kevatal d’un divrud. Taolet e vez pled ouzh ar fazioù nemet e fin an astenn.

Kein.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dreiztelezh eo, kontet e vez ma vez astennet ar c’hogat. Ur gouezhadenn war traoñ ar geiñ eo.

Diviz.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un diviz a vez graet gant an tredeogourien evit reiñ an trec’h da unan eus ar c’hourenerienn e fin ar c’hogad ma ne vez ket a efed pe ma vezont gant efedoù kevatal.

Kouezh.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude astennadur ar c’hogad, ma ne vez ket tu da gemer un diviz, an trec’h a vez roet d’ar gourener kentañ hag a rafe kouezhañ an hini all (gant ur graf).

Fazi Bras.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fazi bras a vez roet evit 3 fazi er c’hogad. Dalvezout a ra e vez kollet diouztu ar c’hogad, un divrud eo met nemet evit ar c’hogad.

Divrud.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet evit ur fazi grevus tre (kunujenn,…). Reiñ a ra un digenstrivadeg hag reiñ a ra ur poent d’an eneber.

Dilez.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilezadenn ur gourener eo, a lies pa vezont gloazet. Reiñ a ra an trec’h d’an eneber.

Diwall.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gemenadenn eo hag a vez roet pa ez eo bet graet ur fazi, a raok kadarnaat ar gourener gant ur fazi. Ne vez ket taolet pled eus an diwall e fin ar c’hogad.


Ar merc’hed Ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gouren a zo er penn kentañ ur sport evit ar paotred, met bremañ ober a ra bloavezhioù e vez ivez sevenet gant ar merc’hed. Er penn kentañ, bez e oa nemet un nebeut merc’hed a grede gourenañ ha mont a enep ar paotred e-pad an tournamantoù kemmesket. Adrugarez da zigoradur ar skolioù gouren, meur a merc’h o deus kroget da zeskiñ ar gouren. Er memes mare, ur c’huzul-enklask evit ar merc’hed a zo bet krouet, adrugarez d’al labour start he deus graet Anne Marie Evenou. Ar c’huzul-se en deus kaset war raok gouren ar merc’hed ha aozet meur a dra : aozadur ar c’hevezadegoù evit ar merc’het, aozadur an daou staj evit ar merc’hed a vez graet pep bloaz, krouidigez ur film « le gouren au féminin », ha dreist-holl aozadurioù meur a kejadennoù etrevroadel, da gentañ gant Bro Skos, ha da heul gant Bro Spagn. Kentañ kevezadeg european ar merc’hed en deus kemeret plas e miz meurzh 2002.

Larret 01 B05 Copyright Eric Legret.jpg

Larret 01 A33 Copyright Eric Legret small.jpg


Hiziv an deiz, ar merc’hed a zo war dro 20% eus ar c’hevredad, gant muioc’h eget 250 aotreeg. Bezañs ar merc’hed e buhez ar skolioù a zo bras, kavet e vezont evel diskibler, monitour, tredeog,…

Ar back-Hold[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O tont eus Bro-skoz ha norzh bro-saoz,ar Back-Hold a zo e oriñ ar grennalzer e oa c'hoarioù e-lerc'h brezelourien Scotts a oa a-enep reoù Brittons ha bez e oa larteze vikinged ivez .E oriñ a oa c’hoarioù e-lerc’h brezelourien Scotts a enep re Brittons ha bez e oa marteze ar vikinged e mare ar grennamzer.


22346 319231008359 699863359 3393731 5212852 n.jpg

Phoca thumb l europe2008 11.jpg

Ar stumm d'en em lakaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mod gourenañ nemet war-zao hag e pal eo lakaat e enebour da touch al leur gant forzh peseurt lodenn eus e c’horf (estreget an treid).Un doare ispisial a zo da lakaat an daouarn, ret eo d’ar gourenerien en em lasennañ hag stagañ an daouarn stanket a-dreñv keiñ e enebour. Lakaet e vez Grink e tu dehou war skoaz e enebour ha ret eo lakaat ar vrec’h war hini dehou e enebour. Pa vez prest an daou gourener e vez tu kregiñ ar krogad.

Ar reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret eo gortoz e vefe lavaret gant an tredeog " on your Guard" (prest oc'h...) ha "wresttle" (gourenit) a raok kregiñ gant ar krogad. An hini kentañ hag a touch al leur estreget an treid pe en deus distaget e daouarn en deus kollet an troad. Tri tredeog a zo evit gwiriekaat mont en dro ar krogad. Ne z’eus tamm gwir ebet d’ober droug, ha tennañ pe boutañ e enebour er maez an dachenn graet evit en emgan .Gounezet e vez ar krogad gant tri troad gounezet

TudySjoer-2.jpg

Kampionnat etrevrodel EUROPA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl vroioù hag a kemer perzh er FILC a kemer perzh er kampionnat etrevroadel. Pep bloaz ez eus ur c’hevezadeg european, ur bloaz ez eo evit rummad goured (16-21vloaz ) hag ar merc’hed, hag ar bloaz goude ez eo evit ar rummas ar gourien.Pep bloaz ez eo en ur vro disheñvel. Ar re a gemer perzh o deus d’ober c’hogadoù Gouren met ivez krogadoù Back-hold.

Serment2.jpg


Mont en dro ar c’hampionnat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep vro a kas Gourenerien dre rummadoù pouez, unan dre rummad, gwechoù zo e vez kaset daou pas ne vez ket kavet e-barzh ur rummad. Digouezet war al lerc'h eo ret d'an holl gourenerien tremen dre ar pouezerezh, alies an holl a zo d'ar pouez. Galvet int d'ar c'houde evit ober ar serment renket int dre reizh ( pas vez kampionnat ar mec'hed gant ar baotred) hag o pouez. Lavaret e vez an holl leoù ar vroioù a zo deuet d'ober ar c'hampionnat. War div zevezh eo ar c'hampionnat gourenerien 'zo a krogo an devezh kentañ gant gouren hag ar re all e Back-Hold hag heñvel an eil zevezh. Jedet eo an holl poentoù gant tudoù a sell pizh ouzh an disoc'hoù roet gant an tredeog. E fin an eil devezh e vez roet un arouez trec'h d'an hini kentañ eus pep rummadoù pouez e Gouren hag e Back-hold a medalennoù d'an eil hag an trede. Met bez ez eus ivez Arouezioù trec'h evit gourener gwelañ e gouren, unan all evit ar Back-hold, gourener gwelañ en daou stumm ha bez ez eus ivez evit ar mec'hed Gourenerez gwelañ e gouren, e back-hold hag e daou stumm. Roet e vez ivez arouez-trec'h ar gwelañ,hini dre skipailh, da larvaret e vez jedet an holl poentoù a zo bet gounezet gant ar gourenerien en daou stumm,


Mont en dro ar krogad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

5 minutenn a-pad ar krogad Gouren gant 2 minutenn 30 a astennigezh ma ne vez na Lamm ha Kostin ha pa vez Kein e vez graet anezhi. E fin an astennigezh ma ne vez disoc’h ebet e vez graet an diviz gant an tredeogerien, ne vez Kouezh ebet.

Ma z’eo bet gloazet ur gourener gant un taol fall graet gant egile hag a zo bet kadarnaet gant an tredog ar gwir en deus ar skipailh lakaat ur gourener en e flas.

Ma vez dilazet ur krogag gant ur gourener ebet abeg resis e vez dilazet gant ar c’hampionnat.

E back-hold disheñvel eo rak n'ez eus ket a amzer resis hag gallout a ra padout pell ret eo gortoze e vefe gounezet " best of three falls" (tri troad) a raok fin ar krogad.

Disoc'hoù ar skipaimhoù abaoe 1986[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolenn.JPG


BretagneVainqueur.jpg


Skipailh ar baotred 2007 en deus gounezet e Leon (spagn)

Ar rummadoù pouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rummadoù pouez ar c’hampionnat etrevroadel n’eo ket heñvel mik eget hini ar c’hampionnadoù e Breizh

Evit ar mec’hed: - 50 kg, -56 kg,- 63 kg, - 70 kg, - 80 kg

Evit ar Goured : - 57 kg, -62 kg, -68 kg, - 74 kg, 81 kg, - 90 kg, +90 kg

Evit ar paotred : - 62 kg, - 68 kg,- 74 kg,- 81 kg, - 90 kg, - 100 kg, +100 kg

Ar merc’hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus ivez ur c'hampionad europat evit ar merc'hed evel-just. Graet e vez evel evit ar baotred ; graet e vez en daou stumm Gouren ha Back-hold. Amzer ar c'hrogad e gouren evit ar merc'hed a zo 4 mn gant 2 mn a astenn, hag ar memes reolennoù evit ar back-hold, Pep skipailh a gas 5 gourenerezh esu ar 5 rummad pouez skrivet a-us.

Kentañ kevezadeg european evit ar merc’hed, e Kemper e 2001. 3 vroad a zo enno : Bro Spagn, Bro Skos ha Breizh. Aet eo an trec’h gant Bro Spagn, heuliet eus tost gant Breizh. Ar merc’hed o deus gounezet daou titl e gouren hag unan e back-hold.

Filles1.jpg

Skipailh breizh 2007

Skipailh kentañ Breizh

  • -50 kg 1- EVENOU Gwenola
  • -56 kg 1- LE MANCHEC Sandra
  • -63 Kg 1-KERJEAN Virginie
  • 2- TREUSSIER Gael
  • -70 kg 1-LE BLOAS Régine
  • 2-PALUT Nadine
  • -80 kg 1-BREGEOT Maryline
  • 2-KERJEAN Aurore

Goured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Phoca thumb l europe2008 38.jpg

Krouet ez eo bet ar c’hentañ c’hampionnat europa evit ar Goured (16-21 vloaz) e 1996, d’ar mare-se e oa e Breizh e Lesneven. 6 vroad a zo enno: Breizh ; Leon ; Izel-vroioù; Bro-saoz; Island Ha Bro-Skoz .Deuet eo trec’h Breizh gant 73 poent dirak al leon gant 66 poent. Abaoe e vez anezhañ pep 2 vloaz gant hini ar mec’hed.

Skipailh Breizh Ar goured HaG ar merc'hed o deus echuet er c'hentañ plas