Mont d’an endalc’had

Kamorzh

Eus Wikipedia
Kamorzh
Porzh-houarn Lambel-Kamorzh.
Porzh-houarn Lambel-Kamorzh.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Camors
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Pleuwigner
Kod kumun 56031
Kod post 56330
Maer
Amzer gefridi
Claude Jarno
2014-2026
Etrekumuniezh An Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn Web (fr)www.camors56.com
Poblañsouriezh
Poblañs 3 083 ann. (2020)[1]
Stankter 83 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 50′ 55″ Norzh
2° 59′ 59″ Kornôg
/ 47.8486111111, -2.99972222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 104 m
bihanañ 27 m — brasañ 137 m
Gorread 37,09 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kamorzh

Kamorzh a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.

  • Erwan Vallerie ː Camor, 1204; Kemorz, 1228, 1250; Quemorz, Quemors, 1286; Kemortz, 1288; Camorz, 1387; Kermorz, 1439; Camor, 1516; Camorch, 1553, 1554; Camortz, 1630[2]

Gerdarzh

  • Hervez Hervé Abalain ː mourz, e gwenedeg ː gleb, fank; ha car / ker ː kêriadenn[3].

Palefarzet : ouzh 1, en argant e deir moualc'henn en sabel, e gab en gul karget gant teir pempdiliaouenn en argant, hag a zo Lannuon; ouzh 2, en sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1, ha a zo Aradon; ouzh 3, en gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3, hag a zo Malastred; ouzh 4, en aour e deir treustell kommek en glazur, e gab en gul, hag a zo Langueouez; e greiz holl, goudreustellet etre argant ha glazur a zek pezh, teir gebrenn en gul (ar c'hentañ krennet), balirant, hag a zo la Rochefoucault.

Aozerien ː Ao. de Roche hag It. Méeus[4]

  • Mervel a reas 142 waz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 5,06 % eus he foblañs e 1911[7].
  • Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet o vevañ er gumun gant al lu gall d'an 13 a viz Mae 1915[8].
  • 1944, tud harzet: d'ar 7 a viz C'hwevrer, feldjandarmed, harpet gant ar Bezen Perrot (e-touez anezho Ange Péresse, genidik a Bubri) gant ar strollad Guy Vissault de Coëtlogon (e-touez anezho Joseph Le Ruyet, a orin eus Bubri) o doa harzet 17 rezistant e Baod, Bubri, Kamorzh ha Kistinid[9].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz Sant Sane.
  • Chapel Sant Goal.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • François Marie Bihouise (10 a viz Gouere 1878 e Kamorzh-13 a viz Mae 1915), bet fuzuilhet evit drouklazhadenn gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ[10], met hervez Loeiz Herrieu[11], en deus ar boled rifet skoaz an ofisour hepken, hemañ a veze alies doc'h atahiniñ ar soudard-se (...) hag é kennig koll dezhoñ. Da zek eur noz ema barnet Bihouez d'ar marv ha d'un eur da vintin ema diskaret, daouzek tenn ennañ.
  • Jean-Marie Goasmat, marc'houarnour breizhat, bet ganet d'an 28 a viz Meurzh 1913 e Kamorzh.
  • Jean Markale, skrivagner breizhat, a oa o chom e Kamorzh, abaoe ar bloavezhioù 1980 betek fin e vuhez e 2008.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
d'Arradon;

Aotrounez ar barrez

En sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1
Le Bècre

Aotrounez Lokoal ha Penhaer

En argant e vezenn c'heotet heuliet gant teir delienn derv ivez c'heotet

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)La commune de Camors du milieu du XIXe siècle à la fin du XXe siècle, Jean Evano ha Martine Lambert, levrenn 1, 2013 ; levrenn 2, 2017

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  4. (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  5. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 60 ha 284
  6. (fr)Cassini - EHESS - Kamorzh - Fichenn ar gumun
  7. (fr)Memorialgenweb
  8. (br)Loeiz Herrieu, Kammdro an Ankoù , Brest, Al Liamm, 1994, pajennoù 63 ha 64
  9. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 136
  10. (fr)Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  11. (br)Kammdro an Ankoù , Brest: Al Liamm, 1994, pajennoù 63 ha 64