Kañnamb, bugalé !

Eus Wikipedia

Kañnamb, bugalé ! zo un dastumad kanaouennoù brezhonek gant Gregor Lohier, embannet e 1950 moarvat.

El levrig e kaver 59 c'hanaouenn e gwenedeg, evit ar vugale dreist-holl, dastumet ha kempennet gant Mab er Hlohér (G. Lohier) pa oa aluzener e lise Pondi. En o zouez e kaver kanaouennoù gant Job er Gléan (Kenavo !), Loeiz Herrieu, Blei Lannvauz pe Stevan Kerhoret, re gant Paotr Treoure (Ma zi bihan, Mari-Janig Lagadbran), lod all bet adembannet diwar Dihunamb (Tuchant e arruo an hañv)...

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]