Mont d’an endalc’had

Jak ar Marichal

Eus Wikipedia

Jak ar Marichal, pe ar Marechal (Jacques Marie Maréchal e marilhoù-kêr), ganet e (Moustoer-Logunec'h, d’an 18 a viz Genver 1878 ha marvet e Pleuwigner, d'an 18 a viz Eost 1945), a oa ur beleg e eskopti Gwened, ur stourmer breizhat hag ur saver kanaouennoù. Sevel a reas un toullad kanaoennoù brezhonek hag darn anezho a reas berzh bras. Blei Lannvaus, Blei Lann-vauz, Er Meùel Bihan e oa e anvioù-pluenn.

Mont a reas da skol bublik Pleuwigner hag eno e kejas gant ur mignon ha kenvreur hed-buhez, Job ar Bayon. Goude e studioù e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e kloerdi bras Gwened e voe beleget e 1902 ha goude-se e voe kelenner e kloerdi Santez-Anna-Gwened, kure e Sarzhav, kure en iliz-veur Gwened, ha person Pleuwigner goude ar Brezel-bed kentañ. Anvet e voe chaloni a-enor e 1929.

Obererezhioù evit ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez e ganaouennoù brudetañ, hag a vez kanet c'hoazh, emañ Kousk, Breiz-Izel !’’ (1906), Kenavo deoc'h, gwir Vretoned, Sonit bombard, sonit binioù pe c'hoazh Alc'hwez an eürusted. Ouzhpenn e ganaouennoù e voe savet gantañ ivez kantikoù, barzhonegoù, ur pezh-c'hoari ha pennadoù all c’hoazh.
Labourat a reas evit kas oberezhioù ar Bleun-Brug e eskopti Gwened hag e kemeras ur perzh bras e-barzh aozadur Gouel ar Bleun-Brug Keranna (Santez-Anna-Gwened) e 1926, asamblez gant Yerom Buleon. Kenlabourat a reas gant kelaouennoù brezhonek evel Dihunamb hag Ar Vro adalek 1905. Ezel e voe ouzh Kevredigezh Vroadel Breizh (Union Régionaliste Bretonne'’).

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ur fazi en doe gaet Lukian Raoul, pa reas anv Job ar Bayon evel kenoberour.