Mont d’an endalc’had

Junichiro Koizumi

Eus Wikipedia
Koizumi o tegouezhout er S8 e miz Mezheven 2004

Junichiro Koizumi (純一郎 小泉) a oa bet ganet d’an 8 a viz Genver 1942, e Yokosuka (横須賀), ur gêr lec’hiet e prefeti Kanagawa. Ur politikour japanat eo. Ministr kentañ Japan eo bet etre 2001 ha 2006.

Jun'ichirō Koizumi, Brasilia, e miz Gwengolo 2004.

Dimeziñ a reas gant e wreg e 1978 ha tri bugel o deus bet asambles. Pa oa bet torret e zimeziñ e 1982 e prometas chom hep dimeziñ ken. N’eus mui kalzik a zarempredoù etrezañ hag e wreg kozh, koulz hag e vugale.

Abaoe an 13 a viz Eost 2001 ez a ingal da santual Yasukuni, ur seurt Bolz-enor, da enoriñ ar soudarded japanat a oa bet lazhet er brezelioù. E-touez ar soudarded-se ez eus c’hwezek muntrer a vrezel rummad A, evel ma oa bet disklêriet e-pad prosez Tôkyô. Setu perak eo tenn a-walc’h an darempredoù etre Norzh Korea ha Su Korea hag ivez Sina.

E 2004 e kasas an Nerzhioù Emzifenn (jieitai, 自衛隊, arme Japan), evit ar wech kentañ, da gas obererezhioù milourel da benn (N’o deus ket gwir an NE da vrezelekaat, hervez ar Vonreizh), goude m’en doa roet dezho muioc’h a varregezhioù evit mont d’an estrenvro e 2001.

E-kerzh ar bloavezh 2004 e klaskas Koizumi diskoulmoù d’ar c’hudennoù a oa etre e vro ha Norzh Korea dreist-holl, evit a sell tachenn an diplomatiezh etrebroadel. Klask a ra gouzout hiroc’h er mare-mañ diwar-benn an trizek Japanad a oa bet skrapet gant servijoù-kuzh Norzh Korea e dibenn ar bloavezhioù 1970 hag e deroù ar bloavezhioù 1980.

Hañv 2005 : Goude ma oa bet distaolet e ginnig evit prevesaat ar post gant ar Gambr Uhel e tivodas ar Gambr Izel (N’en deus galloud ebet war ar Gambr Uhel hervez ar Vonreizh). Ar pal a oa lakaat aozañ an dilennadeg deverezhel en a-raok ha trec’h e oa bet d’an 11 a viz Gwengolo 2005. Evel-se e oa bet tu dezhañ da reiñ lañs en-dro d’an adreizhadur er Parlamant.

Rumsfeld ha Koizumi, Sekretour-Stad amerikan evit an Difenn, a-gevret gant Jun'ichirō Koizumi e Tōkyō d’ar 14 a viz Du 2004.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]