Julien-Marie Le Huërou
Julien-Marie Le Huërou ("Juluan ar C'hwerv"), bet ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1807 e Prad (ur barrez vihan etre Gwengamp ha Lannuon), a oa un istorour.
Bet e oa bet er skol e Landreger da gentañ-penn, da-c'houde e Skolaj Roueel Roazhon adalek 1826 a-raok mont war e studi en eil bloavezh ar Skol-Vistri, e-lec'h m'edo Jules Michelet o kelenn. Bet tapet e skolveuriadur war al Lizhiri gantañ e 1828 ez eas da gelenn da Skolaj Roueel Bourbon. Adalek 1830 e voe lakaet e karg eus ar c'helenn istorel er skolaj Sant Loeiz.
E 1832 e oa o kelenn an Istor e skolaj Naoned ha tapet e oa bet e skolveuriadur war an Istor e miz Gwengolo 1833 : anvet e voe e Skolaj Roueel Roazhon neuze.
Dre gemennadur ar 24 a viz Ebrel 1838 e oa bet krouet Kevrenn ar Gwir Roazhon, ur gador-gelenn Istor enni. E dezenn istorel ha lennegel De l'établissement des Francs dans la Gaule et du gouvernement des premiers Mérovingiens jusqu’à la mort de Brunehaut a reas dezhañ mont da zoktor war al Lizhiri e Caen d'an 31 a viz Eost 1838. Anvet e voe da eiler kador-gelenn Istor Roazhon e 1840. E liamm ouzh e gelenn en devoa embannet Histoire des institutions mérovingiennes et du gouvernement des Mérovingiens jusqu'à l'édit de 615, heuliet gant Recherches sur les origines celtiques et sur la première colonisation de la Gaule, de la Bretagne, de l'Irlande et de l'Écosse e 1843. Fiziet e oa bet kador-gelenn Lennegezh estren Roazhon ennañ.
En desped d'e gredennoù relijiel ec'h en em lazhas d'an 8 a viz Here 1843 e-kichen Naoned, tapet ma oa gant barradoù digalonegezh ouzh e vicher.