Mont d’an endalc’had

John Heartfield

Eus Wikipedia
John Heartfield
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohn Heartfield Kemmañ
Anv ganedigezhHelmut Herzfeld Kemmañ
Anv-bihanJohn, Helmut Kemmañ
Anv-familhHeartfield Kemmañ
LesanvJohn Heartfield Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Mez 1891 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSchmargendorf Kemmañ
Deiziad ar marv26 Ebr 1968 Kemmañ
Lec'h ar marvBerlin ar Reter Kemmañ
Lec'h douaridigezhDorotheenstadt cemetery Kemmañ
TadFranz Herzfeld Kemmañ
Breur pe c'hoarWieland Herzfeld, Charlotte Herzfeld, Hertha Herzfeld Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, saozneg Kemmañ
Tachenn labourphotomontage, Luc'hskeudennerezh, graphics, political satire, Arzoù ar gweled Kemmañ
Deroù ar prantad labour1910 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1968 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Komunour Alamagn Kemmañ
Partner in business or sportWieland Herzfeld Kemmañ
LuskadDada Kemmañ
Ezel eusAcademy of Arts of the GDR Kemmañ
Prizioù resevetUrzh Karl Marx, Patriotic Order of Merit in gold, National Prize of East Germany Kemmañ
Dileuriet gantArtists Rights Society Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right represented by CISAC-member Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Teuliad arzour ePhiladelphia Museum of Art Library and Archives Kemmañ
Bez Heartfield e bered Berlin

Helmut Herzfeld, anvet ivez John Heartfield. (19 a viz Even 1891 eBerlin-Schmargendorf, 1891 - 26 a viz Ebrel 1968 e Berlin) a oa ul livour hag ul luc’hskeudenner alaman.

Brudet eo gant e begadurioù a-enep an naziegezh. Dedennet e oa gant ar varksouriezh, mignon da George Grosz e oa, hag a-drugarez dezhañ e tizoloas al luskad dada e 1918. Nepell goude ar Foar dada etrevroadel gentañ (1920) e krogas gant e begadurioù (diazezet war luc’hskeudennoù), hag e tilezas al livañ. Ezel ar strollad komunour alaman (KPD) eo bet, ha meur a skritell enepnazi en deus savet. Labourat a reas ivez evit ar gelaouenn Arbeiter Illustrierte Zeitung (A.I.Z.) e 1930 : skeudenniñ golo ar gelaouenn eo ar pezh a rae. Kement a startijenn a oa gant e begadurioù ken e lavars Aragon e oa Heartfield “skouer an arzour enepfaskour.” E 1933 e rankas tec’hout war-du Polonia. A-raok ma vefe aloubet ar vro-se gant an nazied e tec’has war-du ar Rouantelezh-Unanet, eno e chomas etre 1938 ha 1949. Goude-se e tistroas d’e vro hag e 1950 en em stalias e Berlin ar Reter. Eno e kendalc’has da sevel skritelloù ha kinkladurioù evit Berliner Ensemble hag evit Deutsches Theater betek ma varvfe e 1968.


Helmut Herzfeld a zo mab henañ ur familh a bevar bugel. E dad, Franz Herzfeld e anv, a oa skrivagner. Anvet e oa e vamm Alice Herzfeld. E 1895 e voe kondaonet e dad d’an toull-bac’h. Neuze e tilojas ar familh da Suis, ha goude-se da Salzburg (Aostria). E 1899 ez eas e dud diwar-wel (hiziv an deiz ne ouezer ket perak c’hoazh), en ur leuskel o bugale wra o lerc’h. Ar vugale a voe degemeret gant ur familh-degemer.

Deskiñ ar vicher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Helmut Herzfeld a zeskas ar vicher levrier e 1905 e Wiesbaden, ha war un dro ez eas da skol arzoù-pleustrek Munich etre 1908 ha 1911. Adalek 1912 e labouras evel grafour en ur stal vruderezh er memes kêr. Ouzhpenn da se e krogas da studiañ an arzoù hag an artizanelezh e skol Charlottenburg. E 1915 e reas e servij-soudard, hag er memes bloavezh, e kejas gant George Grosz.

Heartfield, an embanner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1916 e voe anvet « John Heartfield ». Lakaet en doa kemm en e anv gant ar pal diskouez e oa a-enep ar vroadelourien alaman. Er bloavezhioù da heul e krouas, asambles gant e vreur Wieland Herzfeld, an ti-embann Malik, staliet e Berlin.

Etre miz Mae ha miz Even 1916 e savas lizherennerezh div gelaouenn sizhuniek anvet «Neue Jugend» ha «Kleine Grosz-Mappe». E 1917 e savas gant George Grosz ur fiñvtresadenn anvet «Pêr e St Nazer», diwar c’houlenn Militärische Bildstelle (aozadur prestiñ filmoù evit ar soudarded). Emezeliñ a reas er strollad komunour (KPD) e d’an 31 a viz Kerzu 1918. Goude-se e labouras alies evit ar gelaouenn Rote Fahne (ar banniel ruz). Adalek 1919 e kemeras perzh e dada e Berlin, hag anavezet voe evel “keflusker dada”. E miz Ebrel 1920 e lakaas embann « Dada 3 », asambles gant George Grosz et Raoul Hausmann. E miz Even e kemeras perzh en diskouezadeg dada kentañ, e Berlin. Er memes bloavezh e lakaas embann al levr «der Kunstlump», savet gantañ ha gant George Grosz.

Mestr ar pegadurioù luc’hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1924 e lakaas embann e begadur luc’hskeudennoù anvet « Väter und Söhne 1924 » (tadoù ha mibien 1924): pegadur luc’hskeudennoù politikerezh kentañ Heartfield eo. War ar skeudenn e weler ar Jeneral Paul von Hindenburg a-dreñv korfoù-eskern soudarded. Ur bagad bugale gant unwiskoù ha fuzuilhoù, a denn warno. E 1929 e lakaas embann al levr skeudennoù « Deutschland, Deutschland über alles », savet gantañ ha gant Kurt Tucholsky. E 1930 e labouras evit ar gelaouenn Arbeiter-Illustrierten-Zeitung (AIZ), hag evit « Die Volks-Illustrierte » (VI) adalek 1936. Enno e lakaas embann e begadurioù luc’hskeudennoù betek 1938. Etre 1931 ha 1932 edo o chom en Unvaniezh Soviedel, hag eno e labouras war raktresoù liesseurt (diskouezadegoù, pezhioù-c’hoari).

Bloavezhioù harlu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe tapet ar galloud gant an nazied e voe furchet e di gant SA, neuze e tec’has war-du Polonia e 1933. E Praha e kendalc’has gant e labour embann pegadurioù luc’hskeudennoù diwar-benn stad an traoù en Alamagn. Unan eus e oebrennoù brudetañ eo « Millionen stehen hinter mir ». Warni e weler Hitler o saludiñ en doare nazi hag o astenn e zorn a-benn resev argant. E oberennoù all a voe brudet ivez, hag embannet e kazetennoù an tu kleiz pe war skritelloù ar strollad komunour. Divroet e voe e 1934. Goude-se e kemeras perzh Heartfield en un diskouezadeg flemmskeudennoù aozet gant Kreizenn arzoù Mánes e Praha. E-kerzh e harlu e voe diaes dezhañ labourat, abalamour d’u lizher klemmoù savet gant kannad Alamagn. Goude aloubidigezh ar Sudet e voe sikouret gant kefredourien saoz hag e tec’has war-du ar Rouantelezh-Unanet d’ar 6 a viz Kerzu 1938. Eno e chomas betek 1949. Adalek 1940 ez eas e yec’hed war fallaat.

Akademiezh arzoù Berlin ar Reter

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 31 a viz Eost 1950 e tistroas Heartfield d’e vro, en DDR. E Leipzig edo o chom betek 1956. Asambles gant e vreur Wieland Herzfeld e labouras evit c’hoarivaoù, tiez-embann hag aozadurioù DDR. E 1951 hag e 1952 e c’houzañvas mougadurioù ar galon. Rankout a reas gortoz betek 1954 a-raok adkregiñ da labourat. E miz Even 1954 e c’houlennas ar skrivagner Stefan Heym ma vefe degemeret Heartfield en Akademiezh an arzoù. E 1956 e tilojas Heatfield da Verlin, hag e voe dilennet en akademiezh alaman arzoù Berlin. D’ar 7 a viz Here 1957, e-kerzh ur veaj da Sina, e resevas priz broadel al lennegezh hag an arzoù a-berzh kannad DDR. Anvet e voe da gelenner e 1960. E 1962 e voe klañv-fall en-dro. Er memes bloavezh e voe embannet «John Heartfield, e oberenn hag e vuhez» gant e vreur. John Heartfield a varvas e 1968 e Berlin ar Reter, d’an oad a 76 vloaz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.