George Grosz
George Grosz, bet ganet Georg Groß d’ar 26 a viz Gouere 1893 e Berlin ha marv d’ar 6 a viz Gouere 1959 e Berlin, a zo ul livour alaman, un ezel a-bouez eus dada hag eus tu kleiz ar wirvoudelezh nevez.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deegemeret e voe e akademiezh arzoù ar roue (Königlichen Kunstakademie Dresden), e Dresden e 1909, hag e skol arzoù-kaer (Kunstgewerbeschule) Berlin e 1912. Eno e teskas gant Emil Orlik (1870-1932). A-benn tennañ ar merk alaman diouzh e anv ec’h ouzhpennas un “e” e dibenn e raganv, hag e teuas "ß" e anv familh da vezañ “sz”. Er memes koulz e kemmas e vignon Helmut Herzfeld e anv, evit dont da vezañ John Heartfield.
Engouestlet e voe en arme e 1914, hag e chomas daou vloaz en ur rejimant greunadourien a-raok bezañ reformet e miz Mae 1917. Ez-ofisiel voe reformet abalamour d’ur gudenn sinus, koulskoude e chomas ur pennadig en un ti-diskuizh arme evit ar re sot.
E 1918 ec’h emouestlas er strollad komunour Novembergruppe. Kemer a reas perzh en emsavadeg spartakour hag e voe harzet e miz Genver 1919. Paperioù identelezh faos a voe roet dezhañ hag e teuas a-benn da dec’hout kuit. Asambles gant Heartfield ec’h emezelas er Strollad Komunour Alaman (KPD). Kemer a reas perzh e kazetennoù politikerezh Berlin evel "Der Blutige Ernst" ha "Die Aktion". Enebarmeour hag engouestlet en arz proeleter e voe da vat hag en devoe ur bern kudennoù gant ar justis : kelaouennoù miret a vezañ embannet, kondaonet evit bezañ kunujennet an arme, eveshaerezh pa zeuas er-maez e levr engravadurioù anvet « Gott mit uns » (1920).
Lesanvet e voe "Marichal Propagandada" hag e voe e-touez ar re a aozas ar Foar etrebroadel kentañ e Berlin d’ar 5 a viz Even 1920. E-touez an aozerien e oa ivez Raoul Hausmann ha Heartfield.
Goude bezañ tremenet pemp miz en URSS ha bezañ kejet ouzh Lenin ha Trotski e verzas anien wir ar gomunouriezh hag e kuitaas KPD pa zistroas da Alamagn, e 1922.
A-fet arz ec’h implijas Grosz perzhioù pennañ ar flemmskeudenniñ hag e tiksouezas gwirvoud stad ar bed goude ar brezel-bed kentañ. A-fet skeudenniñ e tenn e arz da veur a luskad : dazontouriezh ha dada, dreist-holl evit a sell ouzh diskouez birvilh ar chêrioù bras (Gwelout e oberenn : Obidoù Oskar Panizza savet e 1917).
A-enep-groñs d’an nazied e oa, ha ret e voe dezhañ kuitaat Alamagn e 1932. Arzoù a gelennas neuze e Arts Students League (New York) e 1933, hag e no e labouras a-frapadom betek 1955. Broadet e voe amerikan e 1938. Kemm a voe en e zoare da dresañ, romantel e teuas da vezañ, ar pezh a vez gwelet peurliesañ evel un diskar en e oberenn. Kenderc’hel a reas da livañ ha da ziskouez e oberennoù ,hag e lakaas embann e eñvorennoù A little yes and a big no (Ur ya bihan hag un nann bras) e 1946.
Er bloavezhioù 1950 e tigoras ur skol-arzoù en e di hag e labouras evit kreizenn-arzoù Des Moines.
E 1954 e voe dilennet e Akademiezh amerikan an Arzoù hag al Lizhiri.
E 1959 e tistroas da Verlin. Eno e varvas d’ar 6 a viz Gouere, goude bezañ kouezhet en diri goude un nozvezh riboul.
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Obidoù Oskar Panizza,[1] 1917, eoullivadur war lien, 140 x 110 cm, Staatgalerie, Stuttgart
- Ardivinkoù republikan,[2] 1920, dourlivadur ha liv Sina war gartoñs, 60 x 47,3 cm, The Metropolitan Museum of Art (MOMA), New York
- Pileroù ar gevredigezh, 1926, eoullivadur war lien , 200 x 108 cm, Nationalgalerie, Berlin
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aurélie Verdier « L'ABCdaire de Dada », Flammarion, 2005
- Laurent Le Bon (dindan renerezh) « Dada », katalog an diskouezadeg kinniget e kreizenn Pompidou etre ar 5 a viz Here 2005 hag an 9 a viz Genver 2006. Embannet gant Éditions du Centre Pompidou e 2005
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dafar diwar-benn Grosz en International Dada Archive, Skol-veur Iowa