Mont d’an endalc’had

Implijer:Gwendal/Kaozeadennoù 2010

Eus Wikipedia

Adkas fazius

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne vez ket lakaet ar ger-mell en anvioù ar pennadoù, nemet en anvioù divoutin: The Beatles, A Coruña, Ar Gelveneg, Le Mans, Die Welt; hogen skouarn ha n'eo ket ar skouarn, ki ha n'eo ket ar c'hi. Bianchi-Bihan 22 Gen 2010 da 17:08 (UTC)

Trugarez da vezañ war evezh, o soñj e oan kinnig an adkas da nullañ fennoz (bremañ).--Gwendal 22 Gen 2010 da 17:49 (UTC)
Amzer zo bet ne ouien ket, abaoe em eus desket un dra bennak. Ha lenn a ran labour ar re all. Bianchi-Bihan 22 Gen 2010 da 17:58 (UTC)
Primoc'h e vin ar wech o tont. An holl a rank lenn labour ar re all: ne ouier ket pep tra, evit deskiñ eo mat.--Gwendal 22 Gen 2010 da 18:24 (UTC)
Ne felle ket din bezañ prim, na dreist-holl primoc'h eget unan all, ur gwall gleñved poent zo bet dre amañ: ne vez ket mall gwech ebet, hastañ goustad eo ma ger-stur. Aesoc'h eo goulenn diverkañ eget sevel pennadoù, hag e wikioù all eo ur gwir gleñved all. A-hend-all: "ar wech o tont" n'eo ket brezhoneg: ar wech a zeu, pe ur wech all. A galon. Bianchi-Bihan 22 Gen 2010 da 18:38 (UTC)

Demat. Mat eo tennañ an "m" en uhelderioù pa vezer oc'h ober àr-dro taolennoù ar c'humunioù, mod-all en em gaver gant "m m". A galon. Klaod. Kadbzh 27 Gen 2010 da 18:30 (UTC) hag "ann./km²" ivez, mod all e teu diw wezh war wel. Klaod Kadbzh 27 Gen 2010 da 18:50 (UTC)

OK!--Gwendal 27 Gen 2010 da 18:52 (UTC)

Salud dit! Gwelet em eus emaout o kempenn taolennoù ar c'humunioù er mare-mañ. Un Okitan en deus kinniget din traoù a seblant bezañ dedennus. Sell ouzh ma fajenn gaozeal. A galon, --Llydawr 3 C'hwe 2010 da 17:09 (UTC)

Gwir eo e seblant dedennus ar patrom kinniget gant JfBlanc met o soñj emaon labourat war an daolenn a-bez. Tu 'zo evel-just implijout ar patromoù-se en daolennoù, war a seblant e vefe efedusoc'h hag aesoc'h evit lakaat sifroù emdroadur ar boblañs war pep pajenn. Met ezhomm 'zo nevesaat ar patrom:taolenn kumun a-bez d'am soñj, deuet eo da vezañ un tamm kozh bremañ, dreist-holl pa c'heller implijout binvioù evit lec'hiañ ur gumun war ur gartenn, hag all...--Gwendal 3 C'hwe 2010 da 17:28 (UTC)
  • Tu bennak 'peus skrivet : Brezhoneg ebet.--Gwendal 18 Meu 2010 da 17:35 (UTC)
  • Diwall: kement-se a dalv da lavarout e vije meur a vrezhoneg: unan, daou vrezhoneg, pe ouzhpenn, pe hini ebet, hervezout.
  • Marteze eo tamm brezhoneg ebet a felle dit lavarout. Tamm, pe ger, pe me oar: traoù a c'haller kontañ. Bianchi-Bihan 18 Meu 2010 da 19:04 (UTC)

Kemperle (ha kumunioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Demat. A-wezhoù e kaver grafikoù klokoc'h er wikioù all. Siwazh, hini Kemperle ne ya ket en-dro. Taolit ur sell m.p. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 4 Ebr 2010 da 15:40 (UTC)

Deut brav ganeoc'h. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 4 Ebr 2010 da 16:38 (UTC)

Rummad:Politikourien hervez o bro : mat eo da ginnig din ! --Llydawr 16 Ebr 2010 da 10:25 (UTC)

N'eo ket anv an den hervez doareoù wikipedia. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 09:12 (UTC)

N'am eus ket krouet an adkas met lakaet da heuliañ al liamm war-du an anv nevez. Un adkas n'eo ket ur pennad, n'eo ket faos al liamm d'am soñj.--Gwendal 22 Ebr 2010 da 09:15 (UTC)
Ne gomprenan ket, met n'eus forzh. Boulc'het em eus ar pennad a zere, d'am meno, ouzh an anv. Gallout a ri kenderc'hel. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 09:31 (UTC)
N'ouzon ket ha komprenet em eus da c'houlenn. Ne vez ket lakaet ar ger sant dirak an anv-den er pennadoù db an dud a iliz dre vras, pezh a zisplij da gatoliked zo. D'am meno me eo evel ar gerioù eskob, pe pab, pe jeneral, pe roue ha ne vezont ket lakaet en anvioù an dud. Ouzhpenn ne vez santelaet an dud nemet goude o marv peurvuiañ. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 10:05 (UTC)

N'eo ket sur e oarfe ar re a implij ar ger eus pelec'h e teu. Met sur eo bet tennet (n'eus ket gwall bell zo) eus ar verb kembraek "Myfyrio" hag a dalv kement ha prederiañ ha studiañ. Ha marteze ez eus bet savet "meverier" evit kemer lec'h studier. Bianchi-Bihan 29 Ebr 2010 da 03:43 (UTC)

Luc'hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

OK. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 20 Mae 2010 da 18:45 (UTC)

Salud. Penaos ez peus graet evit renkañ da gaozeadennoù kent (re 2007, 2008 ha 2009)?, plijout a rafe din ober heñvel. A galon. --Ex-Smith 20 Mae 2010 da 19:54 (UTC)

Mat, graet eo, trugarez dit. --Ex-Smith 20 Mae 2010 da 20:19 (UTC)

Kavet ganin daou rummad:

A galon. Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 13:19 (UTC)

Mat eo din.--Gwendal 26 Mae 2010 da 08:02 (UTC)

Ne gomprenan ket mat petra 'teus graet war bajenn ar c'hreizennoù-se, met hep an danvez am boa lakaet da labourat n'on ket evit ober netra ken: n'eo ket tener, kantadoù a ray em lec'h. D'am soñj eo aze e ranker lakaat da vont en-dro ar reolenn KKK: Kaozeal Kent Kemmañ. A galon. Bianchi-Bihan 5 Mez 2010 da 16:23 (UTC)

N'eo ket ar wikipedia gallek amañ, pa laosker skridoù gwelus en ur yezh all eo ret kemm, pe kuzhat anezho (en ur pouneraat ar bajennoù) pe e chomer hep lakaat ar skridoù-mañ. Me 'grede 'poa echuet da labour war ar pennad dwb ar c'hreizennoù gall kement ha war ar pennad San Marcos 'peus laosket e mod-se abaoe fin miz Meurzh. Evit chom hep kaout ur bajenn e div yezh (evel hini San Marcos) em eus divizet lemel al lodenn e galleg evit chom hep kaout aon ma chomfe e div yezh ar pennad e-pad ur prantad hir. N'on ket a-enep ar fed eilañ/pegañ diwar ur wikipedia all, a-enep on kavout lodennoù un ur yezh all hag a chom gwelus er pennadoù.--Gwendal 5 Mez 2010 da 16:41 (UTC)
Ouzhpenn diverkañ a c'haller ober: kenlabourat, treiñ, klokaat, kaozeal, ober evezhiadennoù, pa ne gaver ket dereat labour un den. Bianchi-Bihan 5 Mez 2010 da 16:55 (UTC)
Galvet em boa an dud [1] da ziwall koulskoude... Kelaouiñ a rin ac'hanout ar wech a zeu pa gavin lodennoù yezhoù all er pennadoù savet ganit hag a chom gwelus betek re ha re bell. A-raok diverkañ e skrivin dit ur gerig evit ma c'hellfes renkañ ar gudenn. Ma n'eo ket renket ar gudenn e tiverkin al lodennoù a chal ac'hanon evit ma chomfe hor wiki brezhonek brezhonek.--Gwendal 5 Mez 2010 da 17:12 (UTC)
Ne welan ket eus petra zo kaoz.
Mat eo din gouzout petra a chal an dud avat. Evit diverkañ danvez lakaet ganin, hag ankouaet a-wechoù (un toullad pennadoù nevez a savan bemdez abaoe pell ha n'em bez ket soñj anezho holl) e kavan gwelloc'h ober dre genemglev, hervez doareoù boas wikipedia.
Ma fell dit lakaat diverkañ un toullad traoù e c'hallan reiñ ul listennad eus faraoned Egipt.
D'am soñj emaon e-touez ar re a a laka brezhoneg, ha hini dereat, en hon wikipedia.

A galon. Bianchi-Bihan 5 Mez 2010 da 17:25 (UTC)

Me 'grede din e poa echuet da labourat gant ar c'hreizennoù gall, setu perak em eus diverket al lodenn e galleg kuit ma chomfe ar pennad-se e div yezh evel ma poa laosket dañvez en ur yezh all e-barzh ar pennad San Marcos. Leuskel lodennoù e yezhoù all e-pad un amzer hir er pennadoù a chal ac'hanon dreist-holl pa 'z int gwelus. N'eo ket diaes eilañ/pegañ diwar ar wikipediaoù all, n'eo ket diaes kennebeut lemel an dañvez. A-du omp war ar fed e rank wikipedia bezañ e brezhoneg. Perak e laoskez traoù e yezhoù all neuze? N'eus ket tu dit bezañ war evezh pa grouez ur pennad? n'eus nemet klikañ war "Rakwelet" a-raok embann an traoù! Un adlennadig a zo d'ober nemetken evit bezañ sur chom hep leuskel tammoù yezhoù all er pennad, memes en ur sevel ur bern pennadoù. Goulenn a ran dit bezañ aketus war ar pennadoù a embannez. Dre ma 'zomp un niver bihan a dud o labourat war ar wiki-mañ eo diaesoc'h c'hoazh ober war-dro 33000 pennad, arabat gortoz ma teufe un den dre zegouezh war unan a-raok tennañ an tamm yezh nann-brezhoneg, nemet e karfe dit mirout an tamm marteze? Ur wikipedia e meur a yezh 'vefe neuze.--Gwendal 5 Mez 2010 da 18:08 (UTC)

Pa gredez, ha pa n'out ket sur, e c'hallez goulenn digant ar c'hrouer (evel digant krouer Ramses II). Pennadoù diechu zo miliadoù anezhe e pep wikipedia, ha gallout a ra pep hini klask gwellat anezhe, sede pezh a ran. Te a gav eo dre lemel tammoù danvez chomet da dreiñ e wellaez, me gav n'eo ket gwellaat. Neuze ne vimp ket a-du, ha n'eo ket ur pezh afer, eo? Ma'z out chalet gant un tamm labour chomet d'ober en ur pennad e c'hallez ober al labour. Ma n'hallez ket, e c'hallez goulenn. Pelec'h emañ an dalc'h? Me ne welan ket. Skrivañ a rez: Perak e laoskez traoù e yezhoù all neuze? N'eus ket tu dit bezañ war evezh pa grouez ur pennad? Respont a ran: N'em eus ket da respont d'ar perag, din eo ma buhez prevez, labourat a ran evel ma plij din (evel ma c'hallan alies), evel pep hini. Pe neuze e c'hallez mont da c'houlenn digant pep kenlabourer : perak ne savez ket pemp pennad disi bemdez? Klask a ran sevel pemp pennad bemdez, ne zeuan ket a-benn bemdez, devezhioù all e ran muioc'h neuze. Ha ne ran ket labour disi atav, evel an holl a gredan. Ar re nemeto a ra labour disi eo ar re ne savont pennad ebet. Skrivañ a rez :Goulenn a ran dit (sic) bezañ aketus war ar pennadoù a embannez. ha diaesoc'h c'hoazh ober war-dro 33000 pennad. D'am meno em eus savet tost da 10 000 anezho. Evit aesaat da labour e c'hallan paouez, diouzh ar c'hiz eo, a welan. Ha ne vo ket pemp pennad ouzhpenn ganin hiziv bepred. Bianchi-Bihan 6 Mez 2010 da 05:41 (UTC)

  • Skrivañ a rin dit pa vin chalet gant unan eus ar pennadoù savet ganit (pe gant unan all piv 'oar?) ar wech a zeu, an dra-se am eus skrivet dija, ar wech-mañ on bet re brim ma zigarez.
  • Gwelloc'h e kavan lemel tammoù e yezhoù all e-lec'h leuskel e-giz m'emañ e-pad ur prantad hir, gwelloc'h eo evit ur brezhoneger kavout skridoù e brezhoneg pa glask lenn e brezhoneg. N'eo ket en ur leuskel lodennoù pennadoù en ur yezh all e vez gwellaet ar wikipedia. Me 'grede din e oa ur wikipedia e brezhoneg amañ, ma laoskez tammoù e yezhoù all e talvez n'eo ket penn-da-benn e brezhoneg. Ne rez ket an dra-se a-ratozh-kaer d'am soñj (nemet e fazifen?).
  • N'eo ket an niver a bennadoù krouet an afer amañ, ar pezh 'vez lakaet e-barzh eo hag ar pezh a chom. Meur a wech 'peus laosket tammoù e yezhoù all er pennadoù hag eo chomet ur prantad mat e mod-se. Goulenn a ran neuze diganit chom hep leuskel lodennoù gwelus e yezhoù all er pennadoù ur wech echu da labourat war ar pennadoù, netra ken. Peogwir eo sur e chomo ar pennad e-giz m'emañ ur prantad hir. N'eo ket aesaat ma labour met hini an holl eo.
  • Plijout 'ra din lenn ar pennadoù krouet ganit nemet pa vezont e brezhoneg, aliesig neuze.
  • Koll ur c'henlabourer a zo drastus evit hor wiki, n'eus forzh peseurt hini 'vefe. Gwendal 6 Mez 2010 da 08:05 (UTC)

Ur pennad on bet o klask eus petra e oas o kaozeal: mat e vo kinnig an traoù evel-hen evit bout fraeshoc'h [[2]] ur wech all. Me gred e laront un "diff" eus se e wiki hon amezeien. Anat dit ne oan ket a-du gant an tamalloù. Bianchi-Bihan 5 Mez 2010 da 17:42 (UTC)

Salud dit ! Pa glasker urzhiañ ar pennadoù hervez o zitl, gant DEFAULTSORT, e chomer peurvuiañ hep lakaat tiredoù war al lizherennoù : O ha n'eo ket Ó, E ha n'eo ket É, e ha n'eo ket é... A-hend-all e vo renket an anvioù a grog gant Ó, É... disparti diouzh ar re a grog gant O, E... Sell, da skouer ouzh en:Seán Ó Ríordáin, gant "DEFAULTSORT:O Riordain, Sean", pe ouzh fr:Élisabeth II du Royaume-Uni, gant "DEFAULTSORT:Elisabeth 02 du Royaume-Uni", hag ouzh ar pezh am eus graet e pennad Liam Ó Flaitheartaigh. Er yezhoù ma seller ouzh al lizherennoù gant tiredoù evel gwir lizherennoù disheñvel diouzh ar re hep tiredoù, ez eo un afer all : Åland gant Å, zo disheñvel diouzh A e svedeg. A galon, --Llydawr 7 Mez 2010 da 15:56 (UTC)

Brav eo da labour ! Lakaet 'peus un tamm urzh e-lec'h ne oa ket kalz. Trugarez vras dit ! --Llydawr 7 Mez 2010 da 20:52 (UTC)

Evit an anv ganedigezh e vije mat goulenn ali an holl en davarn. Din ne blij ket. Bianchi-Bihan 8 Mez 2010 da 01:40 (UTC)
Un tamm gallek am eus damwelet aze: Marthe Vassallo. Bianchi-Bihan 9 Mez 2010 da 07:46 (UTC)
Troet e brezhoneg kerkent, dre chañs.--Gwendal 9 Mez 2010 da 08:01 (UTC)
http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Manannan_Mac_Lir&diff=next&oldid=746663 Ne gavan ket re fentus adsevel goude diskar. a galon Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 15:13 (UTC)
N'eo ket distruj, lakaat er memes rummad hag hini e dad eo (Lir (doue) a oa rumataet e-barzh ar Rummad:Mojennoù Iwerzhon nemetken betekhen).--Gwendal 10 Mez 2010 da 15:16 (UTC)

Din-me eo an anv-tiegezh, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 17:18 (UTC)

Ober a rin gant anv-tiegezh neuze, trugarez.--Gwendal 10 Mez 2010 da 17:41 (UTC)

Demat, campagne Wikimedia CAT

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 14 Mez 2010 da 13:10 (UTC)

Trugarez! Kenavo. Capsot 14 Mez 2010 da 13:53 (UTC)
  • Evit ar pennadoù db yezhoniourien chomet skort e c'halljes marteze goulenn digant Neal ober un astennig dezho. Dre e vicher e c'hallfe gouzout hiroc'h. Bianchi-Bihan 23 Mez 2010 da 17:09 (UTC)
  • Pennadoù Lucius, Lucius II, Lucius III, zo. Bianchi-Bihan 23 Mez 2010 da 17:11 (UTC)

Lenn a ran "Pab eus an Iliz katolik roman". me'm bije lakaet Pab an Iliz katolik roman. Evel Roue Bro-Saoz, Impalaer ar C'hornôg, prezidant ar republik, peogwir, d'am meno, n'eus nemet unan. Marteze e veze disheñvel pa veze daou, met pep hini anezhe a lavare bout an hini nemetañ. Goulenn ali tud all.

D'ar mare-se e kinnigan dit:
  • pe goulenn ali tud all a-raok kemm,
  • pe kemm ha lemel "eus".

Bianchi-Bihan 24 Mez 2010 da 03:24 (UTC)

Rummadoù : ret eo krouiñ anezho

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Gwelet am eus e lakaez pennadoù zo e rummadoù ha n'int ket anezho. Da skouer, ne veze ket rummad:Melldroaderien Frañs ebet pa 'teus lakaet Cissé ha Makelele ennañ. N'eus ket rummad:Melldroaderien hervez o vro ebet ivez, neuze, se ne ra netra mat. Ret eo krouiñ ar rummad, hend-all eo didalvoud rummatañ. Kouign-amann 24 Mez 2010 da 16:15 (UTC)

Krouet 'm eus ar bajenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ? a-benn divizout hag eskemm diwar-benn ar goulenn Bro-C'hall pe Frañs ? A-benn nebeut e c'hellimp kregiñ gant ar gaozeadenn, met a-raok e vefe mat kaout ali un nebeut tud diwar-benn framm ar bajenn hag ar mont en-dro, evit ma klotfe eus ar gwellañ gant pal. Gellout a rez reiñ da soñj... A galon --Y-M D (kaozeal) 24 Mez 2010 da 20:39 (UTC)

Salud dit ! Er Patrom:LabourAChom 'peus diverket ar c'hemmig a oa bet degaset gant VIGNERON, hep reiñ abeg ebet. Bravoc'h e kaven ar patrom gant e gemm, koulskoude, eget ar patrom a oa a-raok, pe an hini zo bremañ, gant an eil linenn o kregiñ muioc'h a-gleiz eget an hini gentañ... --Llydawr 25 Mez 2010 da 15:44 (UTC)

Kompren a ran gwelloc'h bremañ. Mat e vo mont e darempred gantañ ha klask kompren petra a ya a-dreuz. A galon, --Llydawr 25 Mez 2010 da 15:54 (UTC)

Ur patrom all zo: Patrom:Labour zo.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Bianchi-Bihan 25 Mez 2010 da 21:29 (UTC)

Daou elfenn am eus kavet evit gwellaat ar pennadoù diwar-benn ar bibien a rez er mare-mañ.

  1. Pa 'vez ar Pab gant ar statud I eo mat lakaat ar patrom:Stumm an titl e pennkentañ ar pennad evit ma 'vefe frammet an titl ivez : {{Stumm an titl|Marzhin I{{añ}}}}
  2. Krouet e oa bet ur patrom all (patrom:Pab) da lakaat a fin ar pennadoù diwar-benn ar bibien evit lakaat liammoù etre ar pab a oa a-raok hag an hini a zo bet goude : {{Pab|diaraoger=Yann-Baol I|anv=Yann-Baol II|warlerc'hiad=Benead XVI}}
A galon --Y-M D (kaozeal) 26 Mez 2010 da 16:07 (UTC)

Kavout a rez mat lakaat adkasoù gant anvioù "Sant Piv-din-me". Gwechall e oa ar reolenn chom hep ober gant ar seurt titloù peogwir ne onta ket neptu hervez merourien an amzer. N'on ket sur eo kemmet ar reolenn. Met n'on ket re nec'het gant se en taol-mañ (prest on da gaozeal eus se ur wech all en davarn), kentoc'h gant un dremm ken holloueziadurel all en afer.
Lakaomp Sant Hilarius. Gouzout a rez moarvat ez eus meur a sant Hilarius: meneget int er pennad Hilarius. Sur out ez eus ezhomm da ober un adkas Sant Hilarius ouzhpenn, hag a vo ret pe menegiñ ennañ ar memes tri sant evel er pennad Hilarius (ha piv a ray?) pe distruj da vat? Din-me eo unan eus an adkasoù niverus diezhomm.
Un draig all: an holl bibien a veze lakaet da sent e bloavezhioù kentañ istor an Iliz. Ober un adkas mann nemet evit se zo evel ober un adkas Aotrou Piv-din-me evit pep prezidant Piv-din-me eus kement bro a zo. Bianchi-Bihan 27 Mez 2010 da 16:50 (UTC)

Ne vije ket sirius krouiñ un adkas Sant Siricius, keta? Bianchi-Bihan 27 Mez 2010 da 18:17 (UTC)
http://en.wikipedia.org/w/index.php?title=Saint_Siricius&redirect=no, darbet eo bet din kouezhañ en temptadur...Gwendal 27 Mez 2010 da 18:19 (UTC)
Marteze e vije mat lakaat ar gaoz-se db ar siriusterioù-se en davarn. Met betek-hen ne veze ket anvet ar pennadoù nag adkasoù gant ar ger a sant, meneget ez reizh er pennadoù, a zo un titl, roet goude o marv, da dud a iliz pe a relijion. D'am meno eo arabat bezañ re strizh war se, met a-du on gant an doare-ober-se dre vras, ha dreist-holl evit tud peuzdianav e Breizh ouzhpenn. Met ezhomm zo eus ur pennad Sant Yann, eus un adkas Sant Erwan abalamour ma'z eo implijetoc'h eget Erwan Helouri da skouer. Bianchi-Bihan 27 Mez 2010 da 23:04 (UTC)

Pibien ha sent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Diziverket ar pennadoù ha diverket an adkasoù. --Ex-Smith 4 Gou 2010 da 10:56 (UTC)

Frouezh, ur frouezhenn. Evel per, ur berenn.Bianchi-Bihan 28 Her 2010 da 08:34 (UTC)

Ya, gwir.--Gwendal 28 Her 2010 da 08:38 (UTC)
Trugarekaat. Bianchi-Bihan 27 Du 2010 da 10:33 (UTC)
  • I confirm to have requested usurpation at fr.wikipedia.--Gwendal 29 Du 2010 da 19:59 (UTC)
  • I confirm to have requested usurpation at en.wikipedia.--Gwendal 29 Du 2010 da 20:13 (UTC)