Mont d’an endalc’had

Implijer:Gwendal/Kaozeadennoù 2011

Eus Wikipedia

Ma fell dit kenlabourat war bennad pe bennad n'eus nemet lavarout. Ma fell dit labourat da unan n'in ket da virout, na da varn, da derriñ da benn. Bianchi-Bihan 11 Gen 2011 da 17:38 (UTC)

  • Constantius Gallus‎: pennad ankouaet ganin , abaoe an amzer. Echuet eo, buan ha buan, goude skarzhañ un toullad mat a zanvez. Hiroc'h evit ar pennad gallek dister, met boued all fonnusoc'h zo er pennad spagnolek. Bianchi-Bihan 11 Gen 2011 da 18:19 (UTC)

Kar digar ha digarr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ankou digar ha digarr

Diwall ! ma tiverkez e kouezho an Ankou all war da gorf! Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2011 da 21:12 (UTC)

An amzer a dro, an Ankou a sko!--Gwendal 8 C'hwe 2011 da 21:14 (UTC)

Deuet eo ganit! Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2011 da 11:05 (UTC)

Taolenn evit ar c'humunioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brav ken-ken! Gwelet oa bet ganin un nebeud deizioù 'zo dija... Un draig da ouzhpennoù marteze: an uhelder kreiz, A galon. Klaod Kadbzh 10 C'hwe 2011 da 18:51 (UTC)

Enoret on gant ar c'hinnig ! ;-) Ret eo din em em soñjal. Te a c'hallfe bezañ merour ivez ! A galon, --Llydawr 21 C'hwe 2011 da 11:23 (UTC)

Trawalc'h a labour am eus er Wikimammenn evit ar poent... (merour on du-se dija) Un afer a amzer eo d'am soñj, ma c'hellez dont aliezig er wikipedia eo trawalc'h, ha dre ma vezez gwelet aliezig dre amañ eo kenkoulz. --Gwendal 21 C'hwe 2011 da 13:56 (UTC)

Ha bremañ ? Wikipedia:Merour/Gwendal ? Oberiant zo Ex-Smith ha Y-M D met gwelloc’h e vefe gant muioc’h merourien. Ha ouzhpenn-se, fiziañs ennout ’meus. A galon, VIGNERON 21 Mae 2011 da 14:53 (UTC)

Emaon o vont da c'houlenn dizale.--Gwendal 23 Mae 2011 da 20:45 (UTC)

Salud dit ! Ciarraí eo ar stumm iwerzhonek kevatal d'ar saozneg Kerry. Goude ar ger contae e c'hoarvez ur c'hemmadur c > ch, ha dont a ra da vezañ ga:Contae Chiarraí (met ma klaskez ga:Ciarraí er Wikipedia iwerzhonek e kavi ivez). Ar memes tra a c'hoarvez gant anvioù all : Contae Chill Dara (diwar Cill Dara), Contae Dhún na nGall (diwar Dún na nGall, gant ur c'hemmadur d > dh) ha meur a hini all. Ne gav ket din e tlefemp derc'hel kont eus ar c'hemmadurioù iwerzhonek e brezhoneg ha skrivañ an anvioù en o stumm kemmet, evel da skouer Kontelezh Chiarraí. Gwelloc'h e kavan mirout an anvioù-se en o stumm digemm : kontelezh Ciarraí, kontelezh Dún na nGall... Evel-se e rae Arzel Even ivez en e Istor ar Yezhoù Keltiek, pa lenner dindan e bluenn "kontelezh Dún na nGall" (levrenn 2, p. 339), "kontelezh Ciarraí" (p. 358). A galon, --Llydawr 12 Mae 2011 da 07:22 (UTC)

Pourrais-tu traduire cet article, s'il vous plait?

La lingua franca nova (ou LFN) est une langue artificielle imaginée par le docteur C. George Boeree de l'Université de Shippensburg en Pennsylvanie. Elle est fondée sur le français, l'italien, le portugais, l'espagnol et le catalan. Son orthographe est phonétique, et s'écrit à l'aide de 21 lettres, soit de l'alphabet latin, soit de l'alphabet cyrillique.

Si tu veux traduire quelque article en espagnol, dis-moi.

... eo ar ger em geriadur. A galon. Bianchi-Bihan 5 Mez 2011 da 21:30 (UTC)

Kervarker pe Kervarker (disheñvelout), evidon eo heñvel. Gwendal 9 Mez 2011 da 10:54 (UTC)
Din-me, seul verroc'h seul welloc'h. Bianchi-Bihan 9 Mez 2011 da 12:35 (UTC)
Gwelloc'h ganin kaout ar bajenn disheñvelout dindan an titl Kervarker (disheñvelout), ha kaout un adkas war-eeun eus Kervarker d'ar pennad diwar-benn ar beskont brudet. Gounezet e vo amzer evel-se, rak ar braz eus ar menegoù Kervarker e Wikipedia, hag an darn vrasañ eus an dud, emichañs, pa lennont pe pa skrivont an anv Kervarker, a ra dave d'an den kentoc'h eget d'ul lec'hienn Internet. A galon, --Llydawr 9 Mez 2011 da 20:44 (UTC)
Setu eta daou zoare disheñvel da welout. Me 'gred e vez impljet ar wikipedia evit deskiñ ivez, ha n'eo ket fall d'an dud deskiñ ez eus un implij all (da vihanañ) d'an anv, goude ma n'eo ket gwall anavezet, hag e c'hallfe re all bezañ arc'hoazh ivez (ha ne gomzin ket deoc'h eus ma c'hi Kervarker, un tamm barzh divut ha divrud, evit poent bepred). Bianchi-Bihan 9 Mez 2011 da 21:02 (UTC)
Ar bajenn Kervarker (disheñvelout) zo graet evit se, evel-just, evit ober anv eus an implijoù all ! --Llydawr 19 Mez 2011 da 13:53 (UTC)

demande gentille de collaboration pour quelques articles sur le Vénézuéla en breton

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cher et Estimé Collègue,

je t'écris de la Calabre et avec le Coeur du Vénézuéla, avant tout pour te souhaiter un Bon Début Semaine, qu'il soit agréable et prospère, et plein de succès. Maintenant je te demande, si tu veux collaborer avec quelques articles gentiment concernant le Vénézuéla, spécialement la Ville de Mérida et toute sa culture de son État. en échange tu peux me demander la traduction qui me veux je parle au-delà que l'Italien et l'Espagnol, aussi dialectes italiens différents et spécialement le Sicilien, dans la variante de calabria et un peu le Napolitain de la Calabre. Je peux demander à un cher Ami Mexicain aussi s'il collabore pour les langues natif Américaines dont c'est un grand spécialiste. je dis ceci certain de ta collaboration je te confie les articles suivants, à faire abstraction qu'une ébauche va bien, voilà les articles:

certainement encore une fois de ta collaboration en Breton, je te remercie en avance de vrai coeur.. au revoir à la prochaine --Lodewijk Vadacchino 20 Mez 2011 da 08:43 (UTC)

Diwar skouer pajennoù all em eus savet an hini a ginnigan dit a-us. Evit poent eo gwarezet amzer din prientiñ pep tra, met kinnigoù pe evezhiadennoù a c'hell bezañ graet.
Ouzhpenn-se em eus ur gudenn gant votiñ "a-enep" pe "neptu" hag an doare da gontañ an traoù. Un den hag a dapfe 4 vouezh "a-du" ha 10 "neptu" ne vefe ket dilennet padal ne seblant ket din e vez ar gumuniezh a-enep an den. Da brederiañ neuze... A galon--Y-M D (kaozeal) 3 Gou 2011 da 15:45 (UTC)

Deiziadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Salud ! Trugarez, gwelet em boa met ne'm eus ket bet kalon da cheñch pep tra a-raok.--Kadwalan 8 Gou 2011 da 07:04 (UTC)

Mat eo.--Gwendal 8 Gou 2011 da 07:04 (UTC)


Salud dit. Me 'gav din eo kroget YMD da sevel pajenn ar votadeg amañ. Anat eo ez eo ur mare fall da reiñ lañs d'ur vouezhiadeg. N'omp ket niverus hag evit doare ez eus ur bern tud e vakañsoù. Kavout a ra din e ve gwell goulenn o ali gant an dud en distro-skol. Da c'hortoz e klaskin reiñ an dorn kement ha ma c'hallin.--Kadwalan 12 Gou 2011 da 12:55 (UTC)

Gortoz pell gortoz gwell... Gwendal 12 Gou 2011 da 21:06 (UTC)

Foot sur WP-FR

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

merci de ne pas introduire des transferts NON effectifs dans les pages des articles de foot sur WP-FR (d'où la raison de mon revert : Riou n'était pas transféré, l'article principal n'a pas à subir les rumeurs de transferts => attendre le début du championnat). Loreleil 21 Gou 2011 da 17:51 (UTC)

ACCORD != SIGNATURE... Et comme par hasard la signature n'a eu lieu qu'aujourd'hui : On est pas un oracle! Rappellez vous du transfert loupé de Thuram au PSG alors que tout semblait prêt... Merci de respecter un minimum de controle. Loreleil [d-c] 21 juillet 2011 à 23:47 (CEST)

Patrom:Infobox/Geolec'hiadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Salud. Adimplijet peus ar gartenn geolec'hiañ on krog da sevel em foull-traezh. Brav-tre e kavan ar voest-kelaouiñ peus savet bepred. E-soñj prientiñ unan nevez e oan, evit reiñ un tamm muioc'h a lufr d'ar pennadoù gouestlet d'ar c'humunioù, met ne'm eus ket bet amzer da vont pelloc'h evit ar gartenn geolec'hiañ. E soñj lakaat ar gartenn-mañ er voest-kelaouiñ e oan peogwir e ro an tu da welet diouzhtu pelec'h - e Breizh - emañ ar gumun a zo kaoz er pennad. Skeudennaouiñ boestoù ar c'humunioù a oa ivez em fenn. Ha gallout a rafe servijout da lec'hiañ n'eus forzh peseurt doare lec'h (Enez, menez, lenn, koad, ha kement zo tout). Remerket em eus e oa plaset fall a-walc'h ar piktogramm a-wechoù, daoust ha lakaet an daveennoù resisañ !?! N'ouzon ket petra zo kaoz. Ezhomm zo da bleustriñ un tamm c'hoazh moarvat. Dav e vo bezañ war evezh gant ar piktogrammoù da implijout. A bep seurt a zo, hervez doare pe doare al lec'hioù (Lec'h bennak, Kêr, Enez...). Evit ar c'humunioù e kinnigan ober gant ur sistem eeun evel hemañ : Piktogrammoù mat da implijout war ar gartenn e boest-kelaouiñ ar c'humunioù. Distreiñ a ran war ar voest-kelaouiñ. Deuet eo brav-tre ganez. Kavout a ra din e vefe mat goulenn digant ar re all hag-eñ eo mat dezho lakaat ar voest-se en holl bennadoù gouestlet da c'humunioù Breizh... ? Ur guchennad evezhiadennoù a rafen a-walc'h diwar he fenn a-raok memestra, e-skoaz ar pezh a zo er voest a zo en implij evit c'hoazh :

  • Me 'gav din e vefe mat mirout ar meneg a zo e penn nec'h an daolenn : Kumunioù Breizh, pe lakaat unan kar (evel Kumun eus Breizh/Kumun Breizh (?), pe kavout un doare, gant ur Gwenn-ha-du, en un tu bennak.
  • Derc'hel a rafen d'an anvadur "Bro hengounel" e-plas mont gant "bro" (hepken). Troet e vefen da zelc'her ar rumm a oa anvet bro 'Voynet' er voest kozh ivez met o añval anezhañ "Bro velestradurel". E Bro Kornôg Kreiz-Breizh emañ kumun Rostrenenn. Gallout a rafe bezañ lakaet ar vro velestradurel a-raok ar rumm "Etrekumuniezh", en daolenn.
  • Da welet hag-eñ ne vefe ket fall ober gant ur ger all evit "amzer gefridi" ivez. Mandat eo ar ger implijet er voest gallek, daoust ha mandature a vefe pishoc'h marteze. Gallout a rafemp ober gant un dra bennak evel Respetad neuze. Kavet e vez ar ger Respet evit "mandat" dre skrid. Anavezet eo e-touesk ar vrezhonegerien a-vihannik e kornadoù zo ivez, hervez kont.
  • Etre Kenurzhiennoù ha "Hed ha led", evel m'emañ er voest a zo c'hoazh en implij, n'ouzon ket petra eo ar stumm sklaerañ. Daveennoù-lec'hiañ a c'hallfe bezañ impijet ivez.
  • Mat peus graet skarzhañ ar rumm pastell-vro bepred, d'am soñj, ha reiñ an tu da lakaat ur skeudenn (lec'h naturel pe monumant heverk, kreiz-kêr, talbenn an ti-kêr...).

Sed aze un nebeud traoù a vefe mat lakaat ar gaoz warno gant an holl moarvat. A galon. Kentañ tro.--Matilin 30 Eos 2011 da 18:18 (UTC)

Donemat en-dro--Kadwalan 23 Gwe 2011 da 09:02 (UTC)


Renket eo. N'eus tamm ezhomm ebet kendeuziñ. A-walc'h e oa sevel un adkas eus an eil d'egile ha miret istor ar bajenn. Reizhet em eus al liammoù ivez. A galon.--Kadwalan 26 Gwe 2011 da 23:10 (UTC)

Diverkañ skeudennoù...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

... a c'hell bout un dra vat. Diwallit memes tra: luc'hskeudennoù a oa bet embarzhet ganin, ha n'am eus ket gellet implijet anezhe toud c'hoazh, ha lod anezhe n'emaint ket e dielloù ma c'homboder ken.. Trugarez en a-rok. A galon. Kadbzh 27 Gwe 2011 da 09:46 (UTC)

Prezeg a raen eus ma re, d.l.e. ar re bet graet ganin ma-unan. A galon. Kadbzh 27 Gwe 2011 da 11:03 (UTC)
ar re embarzhet ganin abaoe an 21 a viz Eost 2008 er roll-mañ:

[1] Kadbzh 27 Gwe 2011 da 15:24 (UTC)

ha traoù koshoc'h c'hoazh. Kadbzh 5 Her 2011 da 12:57 (UTC)

Salud. Savet am eus patromoù aa c'hall bezañ talvoudus evit an implijerien dianav a zegas kemmoù fall : {{vandalerezh0}}, {{vandalerezh1}}, {{vandalerezh2}}. A galon--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 14:25 (UTC)

Ok, trugarez. Gwendal 27 Gwe 2011 da 14:27 (UTC)

Rummadoù departamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Gwelet em eus az teus diverket anvioù rummadoù a denn d'an departamantoù gall (hep o lakaat war ar bajenn pajennoù da nullañ?). Ur gudenn zo da'm soñj. Dirak an anvioù bro estren ha gallek peurgetket e vez lakaet ar ger-mell. Emañ er yezhadurioù. Perak o zennañ? En em gavout a reomp gant stummoù direizh...--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 12:25 (UTC)

Divizet eo bet gant an dud labourat gant ar rummadoù am eus laosket. Fiziet 'm eus outo hep gouzout ar reolennoù. Adsevel ar rummadoù neuze? Gwendal 29 Gwe 2011 da 12:33 (UTC)
Hag ober ar c'hemmadur evit kumunioù ar C'h/Côte-d'Or ? Gwendal 29 Gwe 2011 da 12:37 (UTC)
Beñ gwell eo nompas kaout fazioù kea? Torr-penn eo, en anzav a ran. Db ar C'h/Côte-d'Or pe anvioù heñvel eo reizh ober ar c'hemmadur hervez ar yezhadur memes ma ne vez ket graet gant kalz a dud dre gomz moarvat. Lakaat c'h dirak ar bennlizherenn a seblant un diskoulm mat din.--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 13:36 (UTC)

Mont a ra ?

Krouet ’moa daoùtri britakoù war br.WP : specialchars hag HotCats hag popup Lupin. Gallout a rez toal ur sell ha lavar din mar emañ mat tout an troù ? (gant popup Lupin n’eo ket graet c’hoaz an droidigezh).

A galon, VIGNERON 1 Her 2011 da 06:44 (UTC)

Salud, kroget on da leuniañ rummadoù goullo az toa disklêriet e-mesk ar pajennoù da nullañ. Ne'z a ket a-enep ar pezh a fell dit ober?--Kadwalan 21 Her 2011 da 19:08 (UTC)

Tamm ebet. Mat 'peus graet. Gwendal 21 Her 2011 da 19:22 (UTC)
E gwirionez e chom 2596 rummad da leuniañ pe da nullañ. Gwendal 21 Her 2011 da 19:24 (UTC)
Lol, pebezh trevell ! Tamm-ha-tamm … --Kadwalan 21 Her 2011 da 19:27 (UTC)
Da'm soñj e voent savet da gaout muioc'h a bajennoù ha ne dalvez ket ar boan o distrujañ evit o adsevel diwezhatoc'h ma n'eus fazi ebet enne … 'Rez ket biloù gant an dra-se. Servijout a raint un dro bennak forzh penaos. --Kadwalan 21 Her 2011 da 19:35 (UTC)

Dibab etre div luc'hskeudenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Restr:Ilizabati''Sainte-Marie du Mont''eKatsbergGodewaarsveldeFlandrezFrañs.JPG ha Restr:IlizabatiKatsberg.JPG

Mirit an eil hini, ar memes foto eo e gwirionez... A galon. Kadbzh 21 Her 2011 da 20:31 (UTC)

Vandalerezh adarre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
  2. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
  3. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324

Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:00 (UTC)

Kenderc'hel a ra Bianchi-Bihan da lakaat anvioù an titloù pennadoù en alamaneg ha bremañ e tiverk anvioù an titloù e lizherennoù druz en destenn d'o lakaat en alamaneg dibaouez. Lavaret em eus e vefe kenkoulz lakaat an titl e lizherennoù druz hag an anv en alamaneg e-kichen, evel ma vez graet da gustum er pennadoù. Ne fell ket dezhañ. Evit doare e oar kontañ gwelloc'h evidon ha tapet on bet o kemmañ teir gwezh ar pennad. Absolvenn. Setu adarre ur brezel embann digomprenus gantañ adarre ha n'ouzon ket evit petra zoken. Kontant on ma vo displeget din. Mod all e vefe mat skrivañ ar pennadoù evel ma vez ar boaz. --Kadwalan 2 Du 2011 da 16:29 (UTC)
Pemp gwech. Seul galetoc'h ar c'hastiz. E bloavezh an erc'h du moarvat. 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)

Anvioù tud alamanek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg‎, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)

Droukprezegerezh aner adarre abalamour ma n'em eus graet nemet skrivañ an anv e lizherennoù stouet evel titl ar pennad (o tennañ "von" hepken). Mar kar da Vianchi e c'hall ouzhpennañ an anv alamanek ha mat pell zo.--Kadwalan 13 Du 2011 da 16:31 (UTC)
Me ne laman ket an danvez holloueziadurel lakaet gant den ebet. Kadwalan a ra, ha meur a wech en deus graet, n'eo ket droukprezeg, ur fed anat, am eus diskouezet dija e pajenn ar c'hlemmoù. Tennañ un anv alamanek holloueziadurel zo distruj, freuz, vandalerezh. Ha kement-se a rank bezañ kastizet hervez ar reolennoù. Netra ken. War a seblant eo prest Kadwalan da gas e vrezel adarre: n'eo mat nemet da zivrudañ ar wikipedia ha n'eo ket e c'hoariell bersonel. Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 16:59 (UTC)
N'eo ket abalamour m'e skrivez eo gwir. Diskouez gant liammoù e-pelec'h ha ne vo ket lâret eo doukprezegerezh. Mod all e alian ac'hanout da baouez da lâret traoù faos diwar-benn ar re all. Te an hini zo o ren ur brezelik evel m'en diskouez ar pezh zo skrivet ganin ez pajenn kaozeadenn. Pegoulz e echuo ar furlukinerezh-se ! --Kadwalan 13 Du 2011 da 17:21 (UTC)
Ar furlukinerezh a oa kroget ganit gant da vrezel kornichon. Goude ec'h eus graet fae war ar reolenn evit ober brezel a) ouzh an titloù a lakaen a-ratozh-kaer evit kavout penn ma neudenn ( met forzh ebet ne rez eus labour ar re all evel ma tiskouez da emzalc'h) hag a c'halle bezañ kemmet marteze hervez doare ar wikipedia goude kaozeal ha kenemglev... Met kaozeal ganit, pa serrez ma c'hont e-pad tri devezh bep sizhun, n'eus ket tu. Bianchi-Bihan 13 Du 2011 da 17:34 (UTC)
Ar c'hendiviz reolata diwar-benn an anvioù-tud ne lavar ket e ranker o skrivañ evel er wikioù all, anvioù-bro hag all, evel unan eus ar re ziwezhañ savet ganit : Rudolf von Österreich-Ungarn (evit Rudolf Aostria-Hungaria). Lâret a ra e ranker derc'hel an anvioù tud evel m'emaint (mellad 1). An anvioù bro zo da vezañ troet evel just. Klask a rafen displegañ hiroc'h c'hoazh ma vefe ar gwezhioù kentañ e savfe diaesterioù evel-se pe ma ne vefes ket kustum da nac'hañ doujañ ouzh ar reolennoù a glasker heuliañ amañ. Abaoe miz Gwengolo avat e koller amzer gant an istor anvioù alamanek-se. Ha bremañ e vefe ret krediñ n'az reus ket komprenet mat ar c'hendiviz reolata? Hag e ranker krediñ ivez ez teus kollet penn da neudenn abalamour ma troen an anvioù broioù alamanek en titloù savet a-vil-vern ganit pe abalamour ma tennen von dirak an anvioù broioù?? Hag eñ ne oa ket chomet adkasoù?? Stanket eo bet da gont ouzhit abalamour ma renez ur brezel embann diwar-benn an anvioù-se hag abalamour da'z emzalc'h tagus. Kroget out pell a-raok kaoz ar c'hornichon. --Kadwalan 14 Du 2011 da 03:41 (UTC)
Gwendal, adlenn mat ar reolennoù-se ha ma displegadenn a-us. N'eus ket bet troet anvioù tud alaman ganin. Evel em eus displeget ne'm eus ket brezhonekaet anvioù tud met anvioù bro. An anvioù bro en titloù zo da vezañ troet evel just pa c'haller ha pa vez tu ... A galon --Kadwalan 13 Du 2011 da 16:31 (UTC)
OK, kudenn ebet.--Gwendal 14 Du 2011 da 07:39 (UTC)
Gant ar ger "evel-just", diazezet war ur gredenn, eo anat eo un ali personel. Er wikipedia e komzer eus an alioù personel gant aon na vefent lakaet da bennreolenn gant tud zo. Bianchi-Bihan 18 Kzu 2011 da 13:11 (UTC)

Boest-kelaouiñ nevez ar c'humunioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet peus ur gaer a voest-kelaouiñ evit ar c'humunioù. Lakaet eo bet anezhi e-plas an hini gozh en un nebeud pennadoù (kumunioù el Liger-Atlantel da sk.). A-raok na vo graet kement-all evit kumunioù all, daoust ha moien e vefe diluziañ an traoù-mañ ?

  • Me 'gav din e vefe mat mirout ar meneg a zo e penn nec'h an daolenn : Kumunioù Breizh, pe lakaat unan kar (evel Kumun eus Breizh/Kumun Breizh (?), pe kavout un doare, gant ur Gwenn-ha-du, en un tu bennak.
  • Derc'hel a rafen d'an anvadur "Bro hengounel" e-plas mont gant "bro" (hepken). Troet e vefen da zelc'her ar rumm a oa anvet bro 'Voynet' er voest kozh ivez met o añval anezhañ "Bro velestradurel". E Bro Kornôg Kreiz-Breizh emañ kumun Rostrenenn. Gallout a rafe bezañ lakaet ar vro velestradurel a-raok ar rumm "Etrekumuniezh", en daolenn.

A galon. Kentañ tro.--Matilin 18 Kzu 2011 da 11:42 (UTC)

Lakaat a rafen kentoc'h "bro istorel" e-lec'h "bro hengounel"; met a-du da lakaat "bro velestradurel" en-dro. Gortoz a raen un ali en davarn kentoc'h eget war va fajenn gaozeal, met ne ra forzh. Nebeut a dud o doa roet o soñj forzh penaos.--Gwendal 18 Kzu 2011 da 16:04 (UTC)

Salud. Gwelet em eus eo bet lakaet stumm diwezhañ ar voest-kelaouiñ evit un nebeud kumunioù ganez nevez zo. Petra a soñjez eus ar mod m'emañ bremañ ? A galon. --Matilin 22 Kzu 2011 da 18:22 (UTC)

Mat eo din !--Gwendal 22 Kzu 2011 da 18:58 (UTC)
Mat-kaer !! Ne chom « ken met » un dra d'ober bremañ, plantañ anezhi er pennadoù. A galon ganez--Matilin 22 Kzu 2011 da 19:56 (UTC)

Gwelet 'm eus ar patrom nevez a zo bet savet evit kumunioù Breizh hag a zo bet ouzhpennet en un nebeut pajennoù dija, kavout a ran anezhañ deus ar re wellañ ha brav kenañ. Gourc'hemennoù ! A galon --Y-M D (kaozeal) 22 Kzu 2011 da 21:53 (UTC)