Hyperion (Titan)
Hyperion (henc'hresianeg : Ὑπερίων) a oa un Titan, mab da Ouranos ha da c'h-Gaia.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gregach eo Ὑπερίων / Hyperíôn hag e talv kement hag « an hini a ya war-benn (pe war-c'horre) ».
Ar mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e c'hoar Theia e c'hanas Helios, an Heol, Selene, al Loar, Eos, tarzh an deiz. Kement-se a zo bet kontet gant Hesiodos en e levr Theogonia.
Koulskoude, hervez Diodoros Sikilia, ne oa nemet un den ordinal deuet da vout roue an Atlanted dre zimeziñ gant e c'hoar Basileia, merc'h henañ Ouranos ha Gaia.
E vreudeur, an Ditaned, tud varvel anezho ivez d'ar c'houlz-se, a dage gant ar warizi o welet pegen brav ha pegen vertuzus e oa bugale Hyperion. Un deiz e teuas c'hoant dezhe da lazhañ Hyperion ha beuziñ Helios er stêr Eridanos. Pa glevas Selene e oa bet lazhet he breur en em daolas diwar lein he falez gwer. Basileia a zeuas da vout foll hag a veze gwelet o kantren dre ar maezioù. Mont a reas diwar c'horre an douar pa glevas e oa deuet Helios ha Selene da vout doueed.
An heol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An heol en-eeun eo Hyperion gant Homeros ha barzhed all a-raok Hesiodos. Neuze eo Euryfaessa eo anv e wreg.
El lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hyperion zo ivez:
- anv ur meurgan gant ar barzh saoz John Keats
- anv ur romant gant an Amerikan Dan Simmons.