John Keats
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Anv-bihan | John |
| Anv-familh | Keats |
| Anv | Adonaïs |
| Deiziad ganedigezh | 31 Her 1795 |
| Lec'h ganedigezh | Moorgate, Londrez |
| Deiziad ar marv | 23 C'hwe 1821 |
| Lec'h ar marv | Roma |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | torzhellegezh |
| Lec'h douaridigezh | Protestant Cemetery, Rome, Grave of John Keats |
| Breur pe c'hoar | Frances Mary Keats, George Keats |
| Pried | talvoud ebet |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | barzh, judge-rapporteur, mezeg, skrivagner |
| Tachenn labour | barzhoniezh, Romantelezh |
| Bet war ar studi e | King’s College Londrez |
| Lec'h annez | Bro-Saoz, Iwerzhon, Bro-Skos, Geographical region of Italy |
| Lec'h labour | Bro-Saoz |
| Relijion pe kredenn | irreligion |
| Kleñved | torzhellegezh |
| Oberennoù zo en dastumad | Stedelijk Museum |
| Luskad | Romantelezh |
| Levezonet gant | John Milton, Edmund Spenser, William Hazlitt, Publius Vergilius Maro |
| Deskrivet dre | John Keats, Grave of John Keats |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

John Keats a oa ur barzh saoz bet ganet d’an 31 a viz Here 1795 e Finsbury Pavement, damdost da Londrez, ha marvet d’an 23 a viz C'hwevrer 1821 gant an droug-skevent e Roma (Italia). Unan eus barzhed veur ar romantelezh saoz e oa Keats, gant Wordsworth, Shelley ha Byron. Dibaouez e veze kavet abeg en e oberoù e-pad e vuhez verr gant kelaouennoù an amzer-se, met bras-kenañ eo bet e levezon dalif war barzhed evel Alfred Tennyson.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e voe en un tiegezh a renk izel, ha pa ne oa nemet 10 vloaz e varvas e dad. Abredik e stagas da studiañ henlennegezhioù Hellaz ha Roma ha hini e amzervezh. Marvet e vamm e 1810 e rankas deskiñ ar surjianerezh. E 1814 avat e tilezas ar studi evit skrivañ, hag e tarempredas metoù ar skrivagnerien. Buan e reas anaoudegezh gant arzourien evel Leigh Hunt, Shelley ha Benjamin Robert Haydon. Gant Leigh Hunt e voe skoazellet da embann e varzhoneg kentañ, Lines in Imitation of Spencer, en ur gelaouenn e miz Mae 1816.
E 1817 e teuas a-zindan ar wask e dorkad barzhonegoù kentañ, anvet Poems, met ne reas tamm berzh ebet. Dilezet ma oa bet gant e vreur George a oa aet da chom da SUA e klaskas reiñ harp d’e vreur Tom a oa tapet gant ar boeson hag a varvas diwar se e 1818.
D’ar c’houlz-se eo e krogas Keats da labourat war-dro e varzhoneg veur Endymion, embannet e 1818. Savet eo ar varzhoneg-se, a ya da vagañ peder levrenn, diwar henvojennoù Hellaz ha hini Endymion, a oa bet lakaet da gousket gant Zeus abalamour da ziwall e gened da viken. Er c’heid-amzer-se eo e pegas ar c’hleñved ennañ.
E 1820, e voe embannet Hyperion, a voe daskemmet gantañ hag adembannet e 1856 dindan an anv The Fall of Hyperion, savet ivez diwar henvojennoù Hellaz (Hyperion o vezañ unan eus Titaned Hellaz kozh). Er bloaz-se e voe embannet barzhonegoù all : Lamia, Isabella, Ode to a Nightingale, Ode on a Grecian Urn, Ode to Psyche. Dre ma’z ae e yec’hed war fallaat e voe aliet gant e vezeg kuitaat Bro-Saoz ha mont da Italia, ar pezh a reas eta e kompagnunezh e vignon Joseph Severn. Goude ur chomadenn e Naplez ez eas da Roma da vevañ ; eno e laoskas e analad diwezhañ. Goulenn a reas skrivañ war e vez Here lies one whose name was writ in water ("Amañ ez eus gourvezet unan hag a oa skrivet e anv en dour").
Levezon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e vuhez hag e oberenn e voe awenet romantoù skiant-faltazi ar skrivagner Dan Simmons en e gelc'hiad Hyperion hag Endymion (1989-1997).
Oberoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lines in Imitation of Spencer ;
- Endymion ;
- Tales and Poems, ennañ Hyperion ;
- The Eve of S. Agnes.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) British Library
- (en) Poetry Foundation