Hugh Laurie

Eus Wikipedia

Hugh Laurie

Hugh Laurie e 2005.
Hugh Laurie e 2005.

Ganedigezh 11 a viz even 1959
Oxford Bro-Saoz
Broadelezh Saoz
Micher(ioù) aktour, skrivagner senario ha romantoù, produer, sevener, soner ha kaner.
Pried(où) Jo Green abaoe 1989
Internet http://hughlaurieblues.com

Hugh Laurie, ganet Hugh Calum Laurie, ganet d'an 11 a viz Even 1959 en Oxford a zo un aktour, skrivagner senario ha romantoù, produer, sevener, soner ha kaner saoz a orin skosat. Daou C'holden Globe en deus bet evit bezañ c'hoariet an doktor Gregory House e heuliad House etre 2004 ha 2012. C'hoariet en deus ivez e filmoù stadunanat evel Stuart Little ha Tomorrowland.

Buhez ha yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hugh Laurie a zo ganet ha bet savet en Oxford. Bet e voe e Dragon School a-raok mont da skolaj Eton ha da Selwyn College e Cambridge, el lec'h m'en doe studiet an arkeologiezh hag an antropologiezh. E dad Ran Laurie en doa tapet ur vedalenn aour er c'hoarioù olimpek hañv e Londrez e roeñviñ e 1948. Hugh a roeñvas ivez e-pad e studioù, peogwir e tapas perzh e redadeg hollvrudet Oxford-Cambridge (Cambridge a gollas ar bloavezh-se evit ur metrad hanter !). E-pad e vloavezh kentañ skol-veur e reas anaoudegezh gant an aktourez saoz Emma Thompson. Degemeret e voe goude e Cambridge Footlights, un taol-lañs alies evit an aktourien saoz, evel John Cleese pe Tom Hollander. Pa voe kinniget gouel fin ar bloaz ar Footlights e skeud Edinburgh Fringe Festival e 1980, e kejas Laurie gant Stephen Fry hag e-pad e vloavezh diwezhañ studi, e 1981, e teuas da vezañ prezidant ar c'hlub (pa 'z e voe Emma Thompson an eilprezidantez).

Dimezet eo gant abaoe ar 16 a viz Even 1989 gant Jo Green, mestrez ur c'hoariva. Tri bugel o deus, Charlie (1988), William (1991) ha Rebecca (1993).

Aktour e Breizh-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo e Breizh-Veur adalek ar bloavezhioù 1980. C'hoari a ra rolloù farsus evel e Blackadder e-kichen Rowan Atkinson kenkoulz ha rolloù dramaek evel e Peter's Friends e-kichen e gomper Stephen Fry, raktonket e anv ! Krog eo da choari e filmomù stadunanat evel Stuart Little.

Brud etrebroadel gant House[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh bras a ra ar stirad House ha Hugh Laurie a zeu da vezañ brudet er Stadoù-Unanet. Padout a ra etre 2004 ha 2012. Rakdibabet eo gant an Emmy Awards e 2005, 2007, 2008, 2009, 2010 et 2011, ha gant ar Golden Globes ebep bloaz. Dont a ra daou C'holden Globe gantañ e 2006 ha 2007. Paouezat a ra ar stirad e miz Mae 2012.

Aktour e Hollywood[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er blockbuster Tomorrowland emañ e-kichen George Clooney e 2015. Distreiñ a ra d'ar striradoù skinwel e Veep e-kichen an aktourez stadunanat Julia Louis-Dreyfus. E 2016 eo ur gwerzhour armoù er ministirad spierezh breizhveurat The Night Manager anvet diouzh ur romant gant John le Carré. C'hoari a ra ivez ar memes bloaz an doktor Chance er c'houlkad kentañ.

Filmadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmaozer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1995 : Look at the State We're In ! (ministirad)
  • 2000 : Maybe Baby (film hir kenaozet gant Ben Elton)
  • 2003 : Fortysomething (ministirad - pennadoù 4, 5, 6)
  • 2010-2012 : House (stirad, koulzad 6 pennad 16 ; koulzad 8 pennad 19)

Senarioour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1982 : Cambridge Footlights Revue gant John Kilby (abadenn sketchoù kenskrivet gant Stephen Fry hag Emma Thompson e-touez re all)
  • 1982 : There's Nothing to Worry About ! gant Stuart Orme (ministirad kenskrivet gant Stephen Fry, Ben Elton hag Emma Thompson e-touez re all)
  • 1983 : The Crystal Cube gant John Kilby (telefilm kenskrivet gant Stephen Fry)
  • 1983-1984 : Alfresco (stirad kenskrivet gant Ben Elton ha Stephen Fry e-touez re all)
  • 1986-1987 : Saturday Live gant Paul Jackson (stirad sketchoù kenskrivet gant Ben Elton ha Stephen Fry e-touez re all)
  • 1987 : The Laughing Prisoner gant Chris Gabrin ha Geoff Wonfor (telefilm kenskrivet gant Stephen Fry e-touez re all)
  • 1987-1995 : A Bit of Fry and Laurie (heuliad sketchoù kenskrivet gant Stephen Fry)
  • 1995 : You'll Soon Get the Hang of It: The Technique of One to One Training gant Nicholas Mallett (azasaat senario orin Antony Jay ha John Cleese)
  • 2002 : Dragans of New York gant James Hayman (telefilm kenskrivet gant Alex Taub)
  • 2011 : The Settlement gant Nic Phillips (film berr kenskrivet gant Stephen Fry)

Produer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2002 : Dragans of New York gant James Hayman (telefilm)
  • 2012 : House: Swan Song gant Matthew Fife (teleteulfilm - eilproduer)
  • 2009-2012 : Dr House, krouet gant David Shore (stirad - eilproduer 62 bennad)
  • 2013 : Perspectives (stirad teuliaouiñ)
  • 2013 : Hugh Laurie: Live On The Queen Mary gant Bruce Green (sonadeg)
  • 2016 : The Night Manager (ministirad - eilproduer)
  • 2016 : Chance, krouet gant Alexandra Cunningham ha Kem Nun (stirad)