Koskoriadoù Hogwarts

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hufflepuff)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gouestlet eo ar pennad-mañ da goskoriadoù Hogwarts e romantoù Harry Potter.
Estroc'h evit e Hogwarts e kaver reizhiad ar c'hoskoriadoù. E gwirionez ez eo ar reizhiad a vez implijet e kalz eus ar skolioù e broioù saoznek ar bed. Evel evit perzhioù all eus Hogwarts, J. K. Rowling he deus adkemeret perzhioù eus ar skolioù gwirion evit lakaat bed Harry Potter da vezañ gwirheñveloc'h. Ar c'hevezerezh hag an enebiezh etre ar c'hoskoriadoù, ar c'houskvaoù disheñvel, ha reizhiad ar poentoù a gaver holl er skolioù saoz.

Gryffindor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Gryffondor » eo anv gallek Gryffindor.
Blason Gryffondor.svg
Skoed Gryffindor
En gul e leon en aour

Ravenclaw[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Serdaigle » eo anv gallek Ravenclaw.
Blason Serdaigle.svg
Skoed Ravenclaw
En glazur e erer dispak en aour

Hufflepuff[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Poufsouffle » eo anv gallek Hufflepuff.
Blason Poufsouffle.svg
Skoed Hufflepuff
En aour e louz tremenant
  • Koskoriad krouet gant Helga Hufflepuff.
  • Tasmant : ar Manac’h Lard.
  • Perzh pennañ : al lealded.
  • Renet gant ar gelennerez Pomona Sprout ; er c’hoskoriad-mañ emañ Cedric Diggory, Ernie MacMillan, Hannah Abbot, Susan Bones, Justin Flich-Fletchley, Zacharias Smith.
  • Sal-genvevañ : e rez-an-douar, mont a reer di dre un trepas a gas d’ar gegin.
  • Traez zo bet da Helga Hufflepuff : ur gib prizius kozh.
  • Elfenn ar c’hoskoriad : an douar.

Slytherin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Serpentard » eo anv gallek Slytherin.
Blason Serpentard.svg
Skoed Slytherin
En geot e naer savant en argant
  • Koskoriad krouet gant Salazar Slytherin, a voe an hini nemetañ a hetas ne c’hallfe ket ar mudbloods studiañ er skol.
  • Tasmant : ar Baron Gwadek.
  • Perzhioù pennañ : ar gwidre, ar gorvigell hag ar vrasoni.
  • Renet gant ar c'helenner Severus Snape (professeur Rogue e galleg) ; ar c’hoskoriad-mañ an hini en doa roet bod da Lord Voldemort ha d’ar pep brasañ eus ar re a zo a-du gantañ. Un enebour meur da Harry, Drago Malefoy, zo ennañ ivez. Un nebeud skolidi eus Slytherin : Pansy Parkinson, Vincent Crabbe, Gregory Goyle, Milicent Bullstrode. E diwezh al levrenn VI e teu ar c’helenner Horace Slughorn e penn Slytherin en un doare dibad d’an nebeutañ.
  • Sal-genvevañ : er c’hevioù, mont a reer di dre an tour-meur hag antreal a-dreuz ar voger. Emañ ar sal dindan al lenn hag abalamour da se ez eo sklêrijennet gant ur gouloù glas. Klinklet eo gant klopennoù kelanoù hag eskern [1].
  • Traez zo bet da Salazar Slytherin : ur vedalenn aour bounner engravet gant ardamezioù Slytherin hag ur walenn gant ur ruzvaen glas bras en he c'hreiz (laeret gant Voldemort digant e eontr Morfin).
  • Elfenn ar c’hoskoriad : an dour.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Harry Potter and the deathly Hollow, Bloomsburry, 2007, pajenn 365