Mont d’an endalc’had

Houad penn ruz

Eus Wikipedia
Houad penn ruz

Ur par Mareca penelope,
luc'hskeudennet e WWT Slimbridge
(Gloucestershire, Bro-Saoz)
Galvadennoù bet enrollet e Dorset


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Anseriformes
Kerentiad : Anatidae
Genad : Mareca
Anv skiantel
Mareca penelope
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An houad penn ruz[1][2] (liester : houidi penn ruz)[3] a zo ur spesad evned palvezek, Mareca penelope an anv skiantel anezhañ (Anas penelope kent)[4] .

Deskrivet e voe an houad penn ruz gant Linnaeus e 1758 e 10vet embannadur e Systema Naturae dindan an anv Anas penelope, anas o verzañ ar ger latin evit "houad" ha penelope oc'h ober dave d'un houad hag en devije saveteet Penelope pa voe stlapet er mor. |

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 42 ha 52 cm eo hirder al labous, 71–80 cm e zigorded ha 500-1100 g e bouez.
Gris eo kostezioù ha kein ar par, du eo e lost, gwer teñval e bluñv askell ; un takad gwenn skedus a weler war laez e zivaskell dispak. Roz eo e vruched, gwenn e gof, rous e benn gant ur gurunenn liv ar c'hoaven. Pa ne vez ket mare ar gouennañ ez eo neuz ar pared tostoc'h da hini ar barez, a zo gell sklaer he fluñv.

Bevañ a ra diwar amprevaned ha plant peurliesañ, a gav e pradeier pe geunioù.

Kavout a reer ar spesad o neizhañ e hanternoz ha kreiz Eurazia hag o c'hoañviñ en Afrika ha kreisteiz Asia[5].
Alies e vez e Breizh-Veur hag en Iwerzhon er goañv, hogen ne chom ket da ouennañ Bro-Skos. A-wechoù e vez gwelet en SUA ivez : dre ma'z eo bagadus-kenañ al labous ez a alies kevret gant Anas americana, betek hironañ gantañ.

  • ██ Goanviñ
  • ██ Gouennañ
  • Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    1. Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa - pennad 2. Eus an Ardeidæ betek an Anatidæ, HOR YEZH, niv. 193, miz Meurzh 1993, p. 9.
    2. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1241a.
    3. Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
    4. IOC World Bird List Update Version 7.3 (31 GOU 2017)
    5. Mareca penelope war al lec'hienn Avibase.