Hoel III
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Hoël III de Bretagne |
Anv-familh | de Bretagne |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 1156 |
Tad | Konan III |
Mamm | Matilda FitzRoy |
Breur pe c'hoar | Bertha, merc'h Konan III |
Familh | House of Cornouaille |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | brientin |
Hoel III, a zlee bout dug Breizh en 1148, a oa mab d'an dug Konan III ha da Maud Bro-Saoz, a oa kont Naoned etre 1148 ha 1156.
E vamm a oa merc'h bastard d'ar roue saoz Herri Iañ, Pa oa an dug Konan III war e dalaroù ne fellas ket dezhañ anavezout e vab Hoel evel dug, dre ma vije bet mab bastard,[1] hag e anavezas e vab-bihan Konan IV , mab d'e verc'h Berta Breizh ha d'he fried Alan Pentevr, kont Richmond. Lakaet e voe an dug bihan dindan evezh eil pried e vamm, Eudon de Porhoët.
Hoel avat a voe anavezet evel dug ha kont gant tud Naoned.
Tamallet e voe da Hoel gant Bernard of Clairvaux, bezañ kousket gant e c'hoar Berta .
Un nebeud kartaoù a sinas, met dilezel a reas an titl a zug. En 1154 e oa deuet Konan IV en oad da gemer ar gurunenn ha da stourm ouzh e leztad, a venne he mirout evitañ, hag en devoa graet emglev gant e eontr. Faezhet e voe Konan da gentañ ha mont a reas da repuiñ da Richmond, e Bro-Saoz. Hoel ivez a voe trec'het d'ar 16 a viz Kerzu 1154 e-kichen Reudied.
E 1156 e voe kaset Hoel kuit eus e gontelezh gant Naonediz, broudet gant kont Anjev, Jafrez VI, pe Geoffery FitzEmpress, breur yaouankañ Herri II, roue Bro-Saoz.
N'ouzer ket da biv e oa dimezet, met ur verc'h en doa, kregiñ a rae hec'h anv gant un O, badezet e voe d'an 13 a viz Eost 1149, ha mont a reas da leanez da Coët war lez al Liger.
Pegoulz e varvas Hoel, n'ouzer ket. Krediñ a ra lod ez eas da glask repu da abati La Melleray.
Gantañ e echuas lignez konted Kerne.