Mont d’an endalc’had

Hervé Budes de Guébriant

Eus Wikipedia
Hervé Budes de Guébriant
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHervé Budes de Guébriant Kemmañ
Anv ganedigezhHervé Marie Paul Budes de Guébriant Kemmañ
Anv-bihanHervé Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Eos 1880 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKastell-Paol Kemmañ
Deiziad ar marv30 Mez 1972 Kemmañ
Lec'h ar marvKastell-Paol Kemmañ
TadAlain de Guébriant Kemmañ
BugelAnne-Marie de Budes de Guebriant, Alain Budes, Vicomte de Guebriant, Jean Budes de Guébriant Kemmañ
FamilhBudes de Guébriant Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micheragricultural engineer Kemmañ
KargPrezidant Kemmañ
Bet war ar studi eInstitut national agronomique Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Luskadsocial catholicism Kemmañ
Ezel eusVichy National Council, Union nationale des syndicats agricoles, Consultative Committee of Brittany Kemmañ
Prizioù resevetGrand Officer of the Legion of Honour, Kroaz-brezel 1914-1918, Commander of the Order of Agricultural Merit, Knight of the Order of St. Gregory the Great Kemmañ

Hervé Budes de Guébriant, ganet d'an 21 a viz Eost 1880 e Kastell-Paol ha marvet eno d'an 30 a viz Even 1972, e kastell Kernevez, a oa un ijinour gounezoniour diplomet gant Skol-uhel ar C'hounezoniezh e Pariz.

A-du gant mennozhioù ar gatoligiezh sokial e savas e 1906 e Kastell-Paol l’œuvre des jardins ouvriers, hag e 1911 ur c'hef asurañs labour-douar.
Prezidant an Office Central Agricole de Landerneau a voe etre 1919 ha 1941 ; diwezhatoc'h e teuas an Ofis da vezañ Triskalia, Groupama ha Kef kengred Breizh.
E 1941 e voe de Guébriant prezidant Union des syndicats agricoles departamantoù Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Hanternoz, ha prezidant Kambr al labour-douar Penn-ar-Bed.

D'an 22 a viz Genver 1941 e voe anvet gant gouarnamant Vichy da brezidant ar Commission Nationale d'Organisation de la Corporation agricole. Rannvroelour a-walc'h e oa e vennozhioù, hag ar prefed Jouany a ginnigas dezhañ post gouarnour Breizh e miz Gouere 1940, evel "Breton mat ha Gall mat", kuit ma vije savet gant an Alamaned ur gouarnamant emren gant un disranner en e benn[1].

Toullbac'het e voe e miz Du 1944 dre ma tamalled dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned met dieubet e voe e miz Eost 1945 dre ziouer a brouennoù. Goulenn a reas digant ar C'huzul Stad bezañ digollet dre ma oa bet toullbac'het diabeg, ar pezh a voe graet e 1952[2].

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Deux conférences sur l'évolution agricole en Bretagne sous l'égide du Bleun-brug, 1953.
  • Jean-Loup Avril, Mille Bretons : dictionnaire biographique, p. 183, Les Portes du large, Saint-Jacques-de-la-Lande, 2002, (ISBN 2-914612-10-9)
  • Emmanuel Salmon-Legagneur, Les noms qui ont fait l’Histoire de Bretagne, p. 169, Coop Breizh/Institut Culturel de Bretagne, 1997, (ISBN 2-84346-032-8) et (ISBN 2-86822-071-1)
  • René Patay, Mémoires d'un Français moyen, 1974, p. 131 et 133
  • Étienne Maignen, "De 1940 à 1941, réapparition d'une Bretagne provisoirement incomplète, un provisoire destiné à durer", Bulletin et mémoires, SAHIV, tome CXIV, 2010, p. 241 et 242
  1. Mémoires d'un français moyen, Docteur Patay, 1974
  2. Jean Marie Mayeur, Yves Marie Hilaire, Michel Lagrée Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine