Herri II Navarra
Herri II Navarra , anavezet ivez e spagnoleg evel Enrique II de Navarra hag e galleg evel Henri d'Albret, pe Henri II d'Albret (Zangoza 1503–1555 Hagetmau), a oa roue Navarra eus 1517 da 1555 (ne renas e gwirionez nemet e Benafarroa), kont Fois, Périgord, Bigorra, Albret, ha Beskont Bearn, Tursan, Gabardan, Tartas ha Lemojez. Breur-kaer e oa d'ar roue gall Frañsez Iañ ha tad-kozh d'ar roue gall all Herri IV.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'an 18 a viz Ebrel 1503, e Zangoza, e Nafarroa, war lez ar stêr Aragon a ra an disparti etre an div rouantelezh, Rouantelezh Navarra ha Rouantelezh Aragon. Mab e oa da Yann III Navarra, ha da Katelin Navarra, anavezet ivez evel Katelin Fois, rouanez Navarra. E dad, a oa aotrou Albret, dug Gwienna, ha kont Graves, a oa deuet da vout roue Navarra goude dimeziñ da Katelin Navarra (1468-1517), rouanez Navarra, d'ar 14 a viz Gouhere 1484 en Orthez.
En 1515 edo gant e dad el lez c'hall ma reas anaoudegezh gant c'hoar henañ ar roue, a zimezas dezhañ en 1527.
Pa varvas e vamm en 1517 e teuas Henri da vezañ roue Navarra evel Herri II.
E ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ma oa titlet evel roue Navarra, ne rene Herri nemet e Benafarroa, rak bec'h a oa bet war-dro hêrezh e vamm.
Eontr Katelin Navarra, Yann Fois (1450-1500), beskont Narbonna, en devoa embannet n'he devoa ket gwir e nizez da gaout an hêrezh abalamour d'al lezenn salek ha ne oa ket bet anezhi gwech ebet en Navarra. Goulenn a reas ar gurunenn evitañ. Bec'h ha reuz a voe, betek ma voe sinet ar peoc'h e Tarbes en 1497.
Daoust da se e talc'has Yann Fois da stourm: klask a reas dimeziñ e verc'h, Germaine de Foix, da Fernando II Aragon, roue Aragon, intañv goude marv e bried Izabel Iañ Kastilha. En 1505 e voe graet an eured. Fernando a gasas e jeneral dug Alba da gemer Pamplona en 1512, ha goude-se, da aloubiñ Rouantelezh Navarra eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz: kement-se a lakaas ar pab Jul II da embann ur builh a-enep dezhañ. Herri a reas brezel dezhañ. Trec'het e voe, ma rankas plegañ ha chom da ren e Benafarroa nemetken.
En 1517, goude marv e vamm, e stagas da zivizout gant Carlos Iañ Spagn, mab-bihan da Fernando, evit klask adkavout e rouantelezh, kollet an tri c'hard anezhi gantañ. Da gentañ en Noyon en 1516, ha goude en Montpellier, en 1518, hogen tro wenn a reas. En 1521 eta e klaskas adkemer e rouantelezh dre an nerzh. Skoazell a gavas digant ar roue gall Frañsez Iañ, c'hoant dezhañ gwanaat e enebour Carlos Iañ e kement stumm ma c'halle. Soudarded gwaskon ha navarrat a voe kaset gant ar roue gall da Navarra, un tamm skoazell a voe eus perzh un nebeud kêrioù emsavet, ha kemeret e voe Navarra gante, ur pennadig hepken avat. E-lec'h kreñvaat o diazezoù ez eas ar C'hallaoued da lakaat seziz war gêr Logroño. Un armead 30.000 den a voe kaset gant Kastilha, ma voe ret d'ar C'hallaoued dilezel Logroño. Emgann a voe e Noáin en Mezheven 1521, ha trec'h e voe soudarded Kastilha. Adkemeret e voe Pamplona ganto. Goude-se e voe dalc'het da stourm c'hoazh e kastell Maya betek 1522 ha Hondarribia betek 1524.
Eus emgann Pavia d'an eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1523 e reas emglev gant Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall, ha gantañ ez eas, e 1525, da Emgann Pavia, ma voent trec'het gant Carlos Iañ Spagn. Prizoniet e voe Herri, evel ar roue gall, hogen tec'hel a reas er bloaz-se en-eeun. Ken bras e voe brud an taol-kaer-se ma c'hallas dimeziñ en 1527 da c'hoar Frañsez, Marc'harid Angoulême (1492-1549), intañvez goude marv an dug Charlez IV, dug Alençon, ha hi divugel bepred.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a eure d'ar 25 a viz Mae 1555 e Hagetmau, 6 vloaz goude e bried, ha beziet e voe en iliz-veur Lescar, ma veze beziet rouaned Navarra. E verc'h Janed III Navarra, pe Janed Albret, a renas war e lerc'h. Dimezet e oa bet e 1548 da Anton Bourbon. He mab, Herri Navarra, zo anavezet evel Herri IV, roue Bro-C'hall ha Navarra.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Marguerite d'Angoulême (1492-1549), anavezetoc'h evel Marguerite de Navarre, c'hoar henañ ar roue gall Frañsez Iañ, brudet evel barzhez.
Ur verc'h o doe:
- Janed Albret, rouanez Navarra, anavezet evel Janed III, dimezet da Anton Bourbon (1548-1562); o mab Herri IV an hini a voe Roue Bro-C'hall.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Charles Dartigue-Peyrou, La vicomté de Béarn sous le règne d'Henri II d'Albret, Paris, 1934.