Mont d’an endalc’had

Marc'harid Bro-C'hall (1492-1549)

Eus Wikipedia
Marc'harid Navarra (1492-1549).

Marguerite d'Angoulême, pe Marguerite de France, pe Marguerite de Navarre, pe Marguerite d'Alençon (e galleg), pe Marc'harid Bro-C'hall pe Marc'harid Navarra (e brezhoneg), ganet e 1492 ha marvet e 1549, a oa rouanez Navarra. C'hoar henañ ar roue gall Frañsez I e oa. Skrivagnerez c'hallek e oa ivez. El lez c'hall hag e hini Navarra e roas ton d'an arzourien.

Ganet e oa d'an 11 a viz Ebrel 1492 en Angoulême

Div wech e timezas.

  • E 1509, da 17 vloaz, e timezas da Charlez IV, dug Alençon. Ne gare ket anezhañ. Perzh a gemeras en emgann Pavia e 1525, ha mervel prestik goude gant ar vezh. Ne ouelas ket an intañvez.

Mervel a reas d'an 21 a viz Kerzu 1549 en Odos-en-Bigorre.

Brudet eo da vezañ, gant Christine de Pisan ha Marie de France, unan eus ar c'hentañ skrivagnerezed gallek, ha lesanvet e oa bet an dekvet muzenn, hag ivez La Marguerite des Marguerite (perlezenn eo ster latin an anv). Brudet eo he levr L'Heptaméron, 72 danevell skrivet diwar skouer Il Decameron ar skrivagner italianek Boccaccio.

Liamoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]