Hent-houarn Baod Porzh-Loeiz
Neuz
Linenn hent-houarn Baod – Gwaled | |
---|---|
Ti-gar Baod
| |
Riez | Breizh |
Kêrioù | Baod, Langedig, Zinzag-Lokrist, Porzh-Loeiz |
Istor | |
Digoradur | 1921 |
Treuz orin | 1,0 m |
Korvoerien |
|
Klozadur |
|
Spisverkoù teknikel | |
Hirder | 45 km |
Treuz | Strizh (1,0 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 4 |
Tremenerezh | |
Perc'henn | CFF |
Hent-houarn Baod Porzh-Loeiz a oa ul linenn hent-houarn a oa etre Porzh-Loeiz ha Baod, e Bro-Gwened, e departamant ar Mor-Bihan, e Breizh.
Aotreet eo bet al linenn hent-houarn a lazioù lec'hel gant lezenn ar 1añ a viz Mae 1911, dezhi ur metrad treuz. Digoret eo bet an tennad eus Porzh-Loeiz da borzh-houarn Henbont-Kêr d'ar 5 a viz Gwengolo 1921 hag an tennad all betek Baod dre Lokrist (Zinzag-Lokrist) d'an 8 a viz Gwengolo 1921.
Serret eo bet evit an treizhid beajourien e 1934 ha evit an treizhid marc'hadourezh e 1939.
An tennad etre Hentbont-Kêr ha Lokrist a oa peder roudenn gantañ : ur rumm evit al linenn a lazioù lec'hel hag an all evit darbariñ Govelioù an Henbont dezhañ ur gobari standart.