Harpiezed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Harpied)
Mont da : merdeiñ, klask
Aourlivadur, v. 1350
Harpienn gant Jean-Baptiste Coriolan (1642).

An Harpiezed[1] (Ἅρπυιαι / Hárpuiai e gregach), harpienn en unander, pe herpidaed (herpida en unander)[2], a oa merc'hed da d-Thaomas ha d'an Okeanidenn Elektra, pe hervez un doare all, merc'hed da d-Tyfon. Doueezed an drailh hag an dial int, dial an doueed diwar-goust an dud.

O anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvout a ra o anv (Ἅρπυια / Hárpuia) kement hag « a nij hag a zrailh » : buanoc'h int eget an avel, trec'hiñ warno n'haller ket, gragailhat ha drailhañ a reont e kement lec'h ma tremenont, ha ne chom nemet o c'haoc'h war o lerc'h.

Hervez Homeros int doueezed ar c'horventennoù, hañval ouzh kezeg gouez, pa denn an avelioù flour da gezeg doñv. Hervez Hesiodos o deus ur c'horf askellek hañval ouzh hini an evned, ha pennoù merc'hed. Hervez Vergilius o deus dremmoù plac'hedigoù ha krabanoù laboused preizh.

Teir int :

Dont a c'hallfe mojenn an Harpiezed eus ar c'hilhegi-raden. Kement-se a greder en abeg d'an drailh a reont dre lec'h ma tremenont, hag abalamour ma vezont kaset kuit gant avel an hanternoz.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 'Harpuienn, harpuiezed, e Geriadur Vallée, 1931.
  2. Geriadur Martial Ménard, p. 672