Podarge

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Podarge (Ποδάργη / Podárgê, « treid skañv » e gregach) a oa anv un harpienn ha lesanv meur a hini all e mojennoù Hellaz kozh.

Harpienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An harpienn nemeti roet hec'h anv gant Homeros eo Podarge. Gant an oberourien all, diwezhatoc'h, e vez graet Kelaino (« Teñval ») anezhi.

Merc'h e oa da Dhaomas ha da Elektra. Kemer a reas stumm ur gazeg da embarañ gant Zefyros. Daou vab he doe gantañ: Balios ha Ksanthos, ar c'hezeg divarvel a voe profet da Ac'hilleüs, hag ivez Flogeos hag Harpagos, kezeg an Dioskured. Gouez da oberourien zo e oa ivez mamm da Areion.

Iris ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e vez graet Podarge eus an doueez Iris, c'hoar d'an Harpiezed.

Priam ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Podarge ivez e oa anv kentañ ar roue Priamos. Kemm e anv a reas pa zasprenas e vuhez digant Herakles gant ur ouel aour brodet gant e c'hoar Hesione. Daspren eo ster an anv Priamos.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • En Ilias (XVI, 149-451 ; XIX, 400).
  • En Aeneis (III, 211).