Half-Life
Half-Life zo ur c'hoari video First-person shooter, sevenet gant Valve Corporation hag embannet gant Sierra d'an 19 a viz Du 1998 war Microsoft Windows. Goude e voe embannet dre ar savenn Steam adalek 2003. Savet ez eus bet ur stumm war Mac ha Linux e Genver 2013. Ar c'hoari a implij al lusker video kemmet Quake engine, anvet GoldSrc. Gallout a reer kavout ar c'hoari war ar PlayStation 2 abaoe ar 15 a viz Du 2001.
Kentañ lodenn an heuliad c'hoarioù video Half-Life eo. Ar c'hoarier a zo an doktor Gordon Freeman, nevez diplomet, goude taolioù-arnod c'hwitet rediet e vez da dalañ ouzh un aloubadeg boudoù estren egorel kement hag a-enep bagadoù soudarded kaset gant ar gouarnamant evit kuzhañ al lec'h-arnod dre e zistrujañ.
Pa voe embannet ar c'hoari e voe degemret mat gant ar vurutelennerien, dreist-holl dre al lodennoù film-c'hoari hag a oa evel ur film gwirion. Un 50 bennak a brizioù a zo bet o enoriñ Half-Life betek tizhout hini gwellañ c'hoari ar bloavezh e 1998 ha 1999. Half-Life en deus bet awenet kalz bet ar c'hoarioù video doare FPS. Abaoe e embannadur ez eo gwelet evel unan eus ar c'hoarioù video pennañ bet savet. Gant ouzhpenn 8 milion kopienn gwerzhet, Half-Life a zo deuet da vezañ ur best-seller war urzhiataer. Ar frañchiz Half-Life a zo bet gwerzhet 15 milion skouerenn c'hoari ganti.