Half-Life (heuliad c'hoarioù video)

Half-Life pe HλLF-LIFE, zo un heuliad c'hoarioù video tenn kentañ sell sevenet hag embannet gant Valve. E darn eus ar c'hoarioù e vezer Gordon Freeman, ur fizikour o klask talañ ouzh un aloubadeg boudoù maez douarel. Daou eus ar c'hoarioù a gaver en heuliad a zo c'hoarioù o-unan, Half-Life hag Half-Life 2, daou all, Half-Life 2: Episode One hag Half-Life 2: Episode Two, a zo berroc'h, ul lodenn ouzh ur c'hoari diazez. Un trede c'hoari lodennek a oa da vezañ embannet da Nedeleg 2017 anvet Half-Life 2: Episode Three. Seblantout a ra ez eo bet dilaosket betek-henn.
Ar c'hentañ c'hoari eus an heuliad c'hoarioù video Portal, hag a implij ar memes bed evit hini Half-Life, a oa bet embannet e 2007.