Hadean
Eon Hadeeg |
Kripteg |
Strollad Diazoù |
Nektareg |
Imbrian Izel |
An Hadean eo an eon douaroniel hag a zo a-raok an Arkean. En em astenn a ra eus furmadur an Douar betek 3.800 milion a vloavezhioù zo, daoust ma c'hell kemm an amzeriadoù hervez an andonou. E anv a denn eus doue gresian an ifern : Hades. An douarour Preston Cloud eo a ijinas ar ger e 1972 da envel an amzer a-raok ar reier koshañ anavezet. An hevelep maread a anve W. B. Harland Priscoan. E skridoù douaroniel e reer gant Pre-Archaean, dreist-holl pe, e-pad un darn vras eus an XIXvet hag an XXvet kantved, gant "azoeg".
Reier Hadean
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an dekvloaziadoù diwezhañ eus an XXvet kantved e kavas an douarourien un nebeud reier furmet en Hadean. E Greunland, gwalarn Kanada ha kornôg Aostralia emaint. Ar furmidigezhioù roc'hek koshañ a zo anezho gouelezennoù, dezhe 3.800 milion a vloavezhioù e Greunland (ar Gouriz a vein glaz eus Isua). Kristalennoù zirkon kavet e gouelezennoù Bro-Ganada ar c'hornôg hag e rannvro ar Jack Hills en Aostralia zo kalz koshoc'h. Ar zirkon koshañ a furmas 4.400 a vloavezhioù zo, un mare tost-tre ouzh hini furmidigezh an Douar.
Bandennadoù houarnek a endalc'h gouelezennoù Greunland ha karbon organik a gavjod enno, war a seblant, ar pezh a zamveneg e oa buhez dija war an Douar d'an amzer-hont. Ar fosil koshañ a zo yaouankoc'h eus un nebeud milionoù a vloavezhioù. En Aostralia e voe bet kavet.
E-pad an Hadean e c'hoarvezas ar vombezadeg vras.
Darvoudoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an ‘’Hadean eo e furmas an Douar.
Furmidigezh an Douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treuzfurmadur an nivlenn gentidik en ur c'hoskoriad klok a endalc'h ar maread-se
- 4 550 milion a vloavezhioù 'zo e krogas an nivlenn da deuziñ dindan levezon ur supernova dost, moarvat.
- Dre stad "Boullig Bok" e tremen an deuzadeg. Furm un disk ur volzenn en e greiz a gemer an nivlenn; Enni emañ darn vrasañ tolz an nivlenn orin. Eus hidrogen eo kenaozet dreist-holl.
- Ar gwrezder e kreizenn an nivlenn a dizh ar poent ma krog reaksionoù termonukleel. Distignañ a reont un oberiantiz heoliek greñv a bado e-pad un milion a vloavezhioù bennak. Kalz materi a zo strinket kuit eus ar steredenn didan furm daou flistroù a-serzh gant plaen an disk, stad an danvezioù Herbig Haro
- An elfennadoù skañv a zo c'hwezhet pell eus an Heol. Disrannet eo koskoriad an Heol etre un darn ziabarzh, pinvidik en elfennadoù pounner evel an houarn hag un darn ziavaez a vir an holl elfennadoù skañv.
- En em furmiñ a ra Yaou er-maez an c'helc'hiad pinvidik en elfennadoù pounner. Fourgasiñ a ra ar planedenn gentañ-se an disk rak-planedennek.
- E-pad ar prantad Herbig Haro en em dolp kalz poultrennoù e-barzh an nivlenn. Touezañ a reont da furmiñ planedennigoù.
- Ar planedennigoù a douez da furmiñ eizh planedenn koskoriad an Heol. O stokadoù a c'han al Loar, skrapañ a reont krestenenn Merc'her ha kemm a reont tu-troiñ Gwener. Un niver vras a vein-kurun a chom, avat. Gant gravadur Yaou eo fourgaset o c'helc'htro ha kouezhout a reont war ar planedennoù. Ar prantad-mañ, anvet ar vomvezadeg vras a vado e-pad tout an eil hanter eus an ‘’Hadean.
Stabiladur an Douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 4.500 milion a vloavezhioù 'zo e krog digoc'hadur an Douar. Aezh achapet eus ar reier pe kaset kuit gant ar menezioù-tan a furmas atmosferenn gentañ. Eus CO2, CO, N2, H2 et HCl e oa kenaozet dreist-holl. Er c'hontrol d’ar pezh a greded gwechall ne oa ket kalz dour enni hag ur mister a chom orin ar meurvorioù. Posupl eo e voe dougenet o dour gant ar [[steredenn-lostek|stered lostek}}. Fonnus e oa ar CO2 hag un efed ti-gwer bras a walc'h da gempouezañ gwander an Heol (80% eus e sked a-vremañ) a c'hanas. Gwask a atmosferenn a oa war-dro 200 bar ha zigreskas he zemperatur dindan 350° e krogas da c'hlaviñ. Ar glav-se eo a furmas ar meuvorioù kentañ war-dro 4.300 milion a vloavezhioù 'zo.
- 4.400 milion a vloavezhioù 'zo en em furmas kreizenn an Douar hag e grestenenn gentañ. Eus bazalt e oa kenaozet, war a seblant, evel krestenenn ar meurvorioù a-vremañ. Bombezadegoù mein-kurun a lakaas ar grestenenn-se da deuziñ meur a-wech, avat, hag un darn vras anezhi a voe skrapet kuit er stokad a c'hanas al Loar. Ar greizenn en em furmas pa yeas an Douar da vras a-walc'h evit m' e lakaio da deuziñ an elfennoù skinoberiant a endalc'he. Ar metaloù pounner, an houarn an hini fonnusañ, a sankas war-du ar greizenn tra ma flode ar materi skañvoc'h evel ar silikadoù.
- 4.300 milion a vloavezhioù 'zo e aotre furmdigezh ar meurvorioù loc'hadur tektonik ar plakennoù. Muioc'h plakennoù eget hizi e oa, war a greder, rak finoc'h e oa ar grestenenn ha tommoc'h ar greizenn. D'en em zisheñvelout an eil d'eben e krogas ar plakennoù kevandirel ha meurvorel. Dindan levezon an dour en dreuzfurmas un darn eus ar bazalt e greunit. Diloaiañ a reas goueledennoù war ar goueled, ar pezh a grouas reier skañvoc'h eget ar bazalt. Ar re mañ a stummo ar c'hevandir kentañ.
Atmosferenn ha meurvorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'anvezer ket mat tre pegoulz e voe krouet ar meurvorioù kentañ, met abred a-walc'h e voe, war a seblant. Zirkonoù Kanada ha Aostralia na c'hell bezañ bet furmet nemet en un endro douarel. Meurvorioù a oa neuze war an Douar 4.400 milion a vloavezhioù ‘zo, met ne dalvez ket an dra-se e oant-int hirbadus. Meur a wech e aezhennas anezho stokadoù gant mein-kurun moarvat.